Aet eo Jean-Yves Lagadeg diouzhimp

A-gleiz da zehoù Martial Ménard, Jean-Yves Lagadeg, Herve Bihan ha Fulup Jakez
A-gleiz da zehoù Martial Ménard, Jean-Yves Lagadeg, Herve Bihan ha Fulup Jakez e 1994

Jean-Yves Lagadeg a oa tremenet d’ar bed all disul, diskaret dirak e di gant ur barrad trumm d’an oad a 70 vloaz. Un dornadig emsaverien kar-o-yezh eus ar C’hab ha Kerne-Izel a oa deuet betek iliz Pontekroaz dimeurzh tro-dro d’e familh evit ambroug Jean-Yves Lagadeg ha kimiadiñ dioutañ. Nebeut a dud evit un den peuzdianav d’ar pep brasañ, ha koulskoude…

 

Ar brezhoneger

E 1949 e oa bet ganet Jean-Yves Lagadeg, er Pont (Pontekroaz). Desavet e voe e brezhoneg penn-da-benn ha bevañ a reas e yaouankiz e-mesk he moerebed hag he mamm, brezhonegerezed an holl anezho. Plijout a rae dezhañ degas da soñj e oa bet e-touez ar vugale ziwezhañ bet desavet e brezhoneg hag a veze divanket o fazioù yezh gant o zud. Diwezhatoc’h e voe kendalc’het da dreuzkas ar yezh c’hoazh un tamm met ne veze ket difaziet ar vugale ken. Ur yezh laoskoc’h en em stalias tamm-ha-tamm neuze a-raok na’z afe an dud war ar galleg er vro da vat er bloavezhioù 60 ha 70.

Ar skiantour

Kelenner matematik e oa bet Jean-Yves Lagadeg, bet div wech degemeradus d’an agregadur matematik, evel ma oa bet degaset da soñj dimeurzh gant e vignon Ivon Gag. Un den lent e oa ivez ha marteze a-walc’h eo abalamour d’an dra-se ne dremenas biskoazh pazenn an arnodenn dre gomz. Ur skiantour e oa Jean-Yves Lagadeg ha mont a rae d’ar brezhoneg gant e spered skiantour.

Gouestlet en doa e vuhez da studi ar brezhoneg

Goude bezañ bet o kelenn matematik dre heg e Normandi e-pad un toullad bloavezhioù, ober a reas e soñj Jean-Yves Lagadeg distreiñ da Vreizh ha labourat evit e yezh. Evit gwir, Jean-Yves Lagadeg en deus gouestlet e vuhez a-bezh da studi ar brezhoneg ha koll a reomp hiziv didrouz unan eus hor gouizieien vrasañ.

Jean-Yves Lagadeg ouzh e daol-labour e 1994

Ar geriadur unyezhek kentañ

Ar geriadur brezhoneg unyezhek kentañ, embannet e 1995
Ar geriadur brezhoneg unyezhek kentañ, embannet e 1995

Pa voe bet divizet gant Martial Ménard, anezhañ rener an Here, lañsañ ur raktres istorel evit embann geriadur unyezhek kentañ ar brezhoneg e dibenn ar bloavezhioù 1980 e kavas harp digant Jean-Yves Cozan a oa d’ar mare-se besprezidant kentañ departamant Penn-ar-Bed. Kroget e oa hemañ da sikour mont en-dro Diwan. Kavet peadra da arc’hantaouiñ ar raktres, Jean-Yves Lagadeg a voe enfredet evit kemer ar stur : sevel ar skipailhoù ha, dreist-holl, diazezañ ar reolennoù ret evit sevel ur geriadur sklaer ha pizh.

Sevel an hentenn labour evit un oberenn stroll

Ne oa ket an ti da vezañ savet diwar netra. Roparz Hemon en doa diskouezet ar skouer, evel alies, en e C’heriadur broadel, an taol-esae kentañ da sevel geriadur ar brezhoneg displeget dre ar brezhoneg. Met memes tra, ret e oa sevel ur framm hag un hentenn labour rak ouzhpenn bezañ lakaet da bal embann evit ar wech kentañ ur geriadur unyezhek, bez’ e oa ivez, ar wech kentañ en istor hir ar geriadurioù brezhoneg, ma veze savet un oberenn stroll.

Evit gwir, a-raok an Here, hag abaoe m’eo aet an ti-embann-se d’an traoñ c’hoazh, ne oa eus ar geriadurioù brezhoneg nemet oberennoù un den hepken. Gant ar geriadur unyezhek e oa bet divizet lakaat degadoù a dud da genlabourat asambles evit kensevel un oberenn. Kement-se, e bed ar brezhoneg, ne oa ket un ebat. Ret-mat e oa d’an holl heuliañ an hevelep reolennoù.

Ur bajenn eus ar geriadur unyezhek
Ur bajenn eus ar geriadur unyezhek

Un oberenn skouer evit ur yezh skouer

E 1995 e oa deuet er-maez an oberenn istorel hirc’hortozet, geriadur brezhoneg an Here, anezhañ ar c’hentañ geriadur unyezhek bet embannet biskoazh en hor yezh. Evit gwir eo dibaot ar yezhoù er bed a zo bet savet enno geriadurioù unyezhek. Ar benveg-se a vanke deomp betek neuze evit soñjal dre hor yezh kuit da dremen dre ur yezh all, dre ar galleg peurliesañ.

Ouzhpenn 10 000 pennad a yae d’ober ar geriadur ha skeudennaouet e oa. Labouret e oa bet evit degas evit pep pennger (ur bodad a-ratozh a oa bet savet evit se) un distagadur fonetek skouer, ar pezh na oa ket bet graet biskoazh a-raok kennebeut. Penaos distagañ ar brezhoneg standart boutin d’an holl ? Petra erbediñ d’ar gelennerien ha d’ar stummerien ?

Evitañ da vezañ ur mailh war brezhoneg e gorn-bro ha da vezañ studiet kement brezhoneg lec’hel a oa, Jean-Yves Lagadeg a oa prederiet don, evel e geneil Martial Ménard, gant savidigezh ur yezh vodern skouer ha boutin d’an holl, ur yezh kelenn ha bevañ, pizh ha pinvidik, gouest da ezteurel en un doare sklaer kement soñj a zo ha gouest ivez da geveziñ dichipot gant yezhoù bras all ar bed, pe saozneg pe galleg e vefe.

Martial Ménard ha Jean-Yves Lagadeg o tivizout diwar-benn ur poent yezh bennak

Ur yezhoniour meur

Jean-Yves Lagadeg zo aet diouzhimp, n’en do ket bet amzer, siwazh, da gas da benn e eil oberenn veur, ur yezhadur nevez eus ar brezhoneg. Ne vern, anv Jean-Yves Lagadeg a chomo da viken enskrivet en istor ar brezhoneg evel saver ar geriadur brezhonek unyezhek kentañ. Lakaet en deus e dreid e roudoù kozh e ziaraogerien, e lignez hir ar c’heriadurourien vrezhonek, hag ouzhpenn ur wech en deus soñjet, sur ha fromet an tamm anezhañ, e oa oc’h astenn ur chadenn bet kroget er bloaz 1464 gant ul Lagadeg all, eus Plougonven hemañ, Jehan Lagadeug, geriadurour kentañ ar brezhoneg.

A Jehan Lagadeug da Jean-Yves Lagadeg, ha pelloc’h c’hoazh bremañ, didroc’h, pemp kantved a studi, a labour, a stourm evit ma vevo ha ma vleunio ar brezhoneg.

Er bloavezhioù diwezhañ Jean-Yves Lagadeg a lakaas e nerzhioù da skoazellañ ar skipailh a zigoras skol Diwan Pontekroaz e 2015, evit ma kendalc’ho ar yezh da vevañ, evit ar c’hantvedoù da zont, er Pont, en e barrez c’henidik.

Dimeurzh d’enderv e stlake ar gwenn-ha-du diwar-laez bered ar Pont a-us da iliz veurdezus Itron-Varia Roskudon evit dougen bri hag enor da unan eus hon tud veur, eus ar re na vez ket kavet anv anezho gwall alies en hol levrioù-skol.

Kanet e voe ar Vro Gozh d’e saludiñ ur wech ziwezhañ.

Evit mont pelloc’h :

Gallout a rit adselaou ouzh un abadenn gant Jean-Yves Lagadeg enrollet gant Kristian ar Braz evit RCF e 2014 en ur gliklañ amañ

Gallout a rit ivez selaoù ouzh un atersadenn bet graet er bloavezhioù 1990 gant Radio Kreiz Breizh d’ar mare ma oa Jean-Yves Lagadeg o labourat war ar geriadur brezhoneg amañ

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like