Ar film hollvrezhonek kentañ sevenet e… 1934 !

Skeudenn tapet e-pad prantad filmañ "Chanson d'Armor" - © Cinémathèque Française

N’eo ket gwall anavezet gant ar vrezhonegerien, met e 1934 e oa bet troet ar film kentañ e brezhoneg gant ar sevener Jean Epstein, Chanson d’Ar-Mor. Ur sevener polonat awenet gant Breizh e oa.

Ganet eo bet Jean Epstein e 1897 e Varsovia. Goude studioù medisinerezh e Lyon e krog da sevel filmoù e penn-kentañ ar bloavezhioù 1920, a ra berzh-bras e bed ar sinema hag ar filmvarnourien. Teorikour da gentañ-penn, kenlabouret en deus gant pennoù brudet ar mare, Louis Delluc ha Luis Buñuel en o zouez.

Krouiñ a ra e 1926 e embregerezh dezhañ, Filmoù Jean Epstein, evit bezañ emrenoc’h war ar produiñ. Buan e sav kudennoù arc’hant avat, ha dle forzh pegement a samm ar sevener war e chouk. Divizout a ra neuze mont da Benn-ar-Bed da ziskuizhañ ha da zistanañ, rak boaz e oa da zont da vakañsiñ da Vreizh abaoe 1911.

Filmañ tud ar vro hag ar mor

Awenet-bras eo gant ar vro, hag er goañv 1928 e sav ar film Finis Terrae, filmet etre Enez Eusa ha Banneg. Ur stil nevez zo gant ar film-mañ : kentoc’h eget filmañ e studioioù e-giz ma rae betek-neuze e weler amañ skeudennoù gwirion, gant aktourien n’int ket a-vicher ken, met tud ar vro. Breizh hag ar mor a zeu da vezañ un dachenn-c’hoari d’e filmoù : seveniñ a ra Mor’Vran e 1930 ha L’or des mers e 1932. 

N’eo ket disammet diouzh e gudennoù arc’hant siwazh : asantiñ a ra neuze Jean Epstein ober filmoù pe teulfilmoù bruderezh. Seveniñ a ra e 1934 Une visite à l’Ouest-Eclair evit ar gazetenn a zeuio da c’houde da vezañ Ouest-France. D’ar memes koulz, Jean Des Cognets, ezel eus kuzul-evezhiañ l’Ouest-Eclair ha senarier, a c’houlenn digantañ seveniñ ur film all diwar-benn unan eus e zanevelloù : Chanson d’Ar-Mor.

Ur film e brezhoneg penn-da-benn

Dalc’homp soñj emaomp aze c’hoazh e penn-kentañ-tout ar sinema gant komzoù. The Jazz Singer, anavezet evel ar film kentañ gant son, a zo deuet er-maez e 1927 er Stadoù-Unanet. Ur gwir dispac’h teknologel eo, hag adalek deroù ar bloavezhioù 1930 e c’houlenn muioc’h-mui an dud klevout komzoù er salioù teñval. N’eo ket diouzh ar c’hiz ken ar filmoù digomz.

Divizout a ra neuze Jean Epstein seveniñ ar film Chanson d’Ar-Mor e brezhoneg penn-da-benn, gant sikour ar yezhoniour ha skrivagner Fañch Gourvil, a laboure e L’Ouest-Eclair ivez. E-giz ar filmoù a ra berzh d’ar mare-se ez eus ennañ dreist-holl kanaouennoù, kanet gant an dudenn bennañ (c’hoariet gant ar c’haner Yvon ar Marc’hadour). 

An istor a zo klasel : Yann-Vari Maodez a zo ur paotr yaouank kouezhet e karantez gant Rozenn, merc’h ur perc’henn pinvidik. Siwazh e rank-hi dimeziñ gant un den ken pinvidik all… Kanañ a ra neuze e dristidigezh.

N’eus ket bet graet berzh bras ar film pa oa deuet er maez, ha dre ma oa ur film urzhiet gant ar pal brudañ ar vro, gant ur sell folklorel a-walc’h, ne c’heller ket lâret ez eus amañ un oberenn eus ar re wellañ. Koulskoude ez eo ur film a-bouez memes tra, an hini kentañ-tout e brezhoneg penn-da-benn.

Teulfilmoù brudañ all a reas Jean Epstein goude 1935, en o zouez La Bretagne, ha goude ar brezel e teuas a-benn da seveniñ daou film all c’hoazh : Le Tempestaire e 1947 ha Les Feux de la mer e 1948. Mervel a reas e 1953 da 56 vloaz.


Skeudenn tapet e-pad prantad filmañ “Chanson d’Ar-mor” – © Cinémathèque Française

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù