Ar c’hatalaneg enframmet e-touez yezhoù Google Assistant

A-drugarez da lec’hienn TV3 ha Catalunya Radio e teuio ar c’hatalaneg da vezañ unan eus an 40 yezh a c’hello bezañ implijet gant Google Assistant a-benn nebeut. Gallout a ray implijerien Google Assistant ober gant ar benveg evit treiñ ar vouezh war ar prim diwar ar c’hatalaneg. Ne c’hello bezañ graet nemet gant Android evit poent avat.

Ar c’hatalaneg a vo a-benn nebeut e-touez an 40 yezh a c’haller implijout gant Google Assistant. Ar benveg-se a zo ur skoazeller hiniennel speredek evel Siri (a ya en-dro gant binvioù Apple evel an Iphonoù), da lavarout eo ur benveg niverel renet dre ar vouezh. Evit poent e veze gwelet ar binvioù niverel evel un egorenn a frankiz skrivañ evit an holl yezhoù. Gant enframmadur ar c’hatalaneg e-touez yezhoù Google Assistant e tigorer un nor all da implijout hor yezhoù dre gomz.

Hervez ar gevredigezh “Plataforma per la Llengua” (un aozadur e-maez-gouarnamant e-karg eus difenn ha boutinaat implij ar yezh en holl vroioù katalan) ne oar ket c’hoazh ar gompagnunezh liesvroadel adalek peseurt deiziad resis e vo tu d’en ober en un doare pleustrek.

Ur pezh araokadenn eo evit ar gatalanegerien atav. O yezh a zo dija e-mesk ar 100 yezh a c’heller implijout dre servij treiñ boutin “Google Translate” evel an euskareg pe ar galizeg, ar c’hembraeg hag an div yezh ouezelek.

Ar C’hatalaneg, ur yezh kreñv er bed niverel

Gallout a reer menegiñ ivez al lec’hienn “Soft Català” a renabl an holl veziantoù, arloadoù, difazierioù ha pourvezioù niverel a c’heller kavout e katalaneg. Skouerioù ha danvez preder eo homañ evit ar vrezhonegerien hag ar brezhonegerezed a fell dezho diorren implij o yezh dre ar genrouedad.

Tennañ a ra he falioù ouzh re kevredigezh an Drouizig a ginnig binvioù niverel e brezhoneg. Krog e oa Soft Català gant he labour e 1998. Labourat a ra evel an Drouizig war dachenn ar merdeerioù pe ar meziantoù frank a wirioù. Gouest eo bet da genlabourat gant Google abaoe 2001 avat. Trawalc’h eo menegiñ un nebeud sifroù evit gwelet peseurt hent a chom d’ober e Breizh : e 2012, ouzhpenn 800 000 a bellgargadennoù a oa bet diwar lec’hienn Soft Català. Hiziv an deiz ez eo 3 500 den a implij al lec’hienn bemdez ha 40 000 den a zo koumanantet.

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like