Berzh a ra “La jument de Michao” er broioù arab

Kantadoù a evezhiadennoù en arabeg a zo war Youtube, war video ar ganaouenn “La jument de Michao”, kanet gant Nolwenn Leroy. Memes mod war hini an Tri Yann. Perak ‘ta e ra kement a verzh ar ganaouenn ? Diskoulmañ a reomp ar c’hevrin evidoc’h.

Berzh bras a ra ar ganaouenn “La jument de Michao” war Youtube er broioù arab. Gant ouzhpenn 8,5 milion a dud ez eus bet sellet ouzh video Nolwenn Le Roy, ha gant tost 3 milion video an Tri Yann. Ha bet eo Nolwenn o veajiñ e Egipt ? Ha skignet e vez sonerezh Breizh e Liban ? Tamm ebet, burzhud an Internet traken !

Ur pennadig zo, tro-dro miz Genver 2016 pe miz Du 2015 e oa bet skignet ur skeudenn war ar rouedadoù sokial. Warni e weler ur gaozeadenn dre skrid en arabeg etre div vignonez.

An eil a c’houlenn : Bez ‘zo ur ganaouenn gozh a blij din, n’ouzon ket hag-eñ e c’hellez kavout an titl, ur ganaouenn c’hallek eo met ne c’hellan derc’hel soñj nemet eus al lusk anezhi.

Eben a respont : Ro din al lusk neuze !

Neuze e lâr ar plac’h : mat eo. Hag e skriv un dra iskis, evel “جنغلغلي جنغلغلوغ” a son evel “jghji gho jghnjy ghi jnjghlolo jghnji ghi jnghlolololo jnghlghlghl” pe “jongololo lololo” pe “jonghlololo ghonoli” (hervez an evezhiadennoù) gouzout a rez anv ar ganaouenn-se ?

Hag he mignonez da respont : C’hoant ‘peus komz eus “la jument de michao” ?

Hag ar plac’h a lâr : Honnezh eo, ya, trugarez !

Ha diwar ar skeudenn-se ez eus bet skrivet un evezhiadenn gant un den bennak all o lavarout, gant fent : “Karout a rafen kavout un den a gomprenfe ac’hanon evel-se”

Skeudenn ar gaozeadenn a c’heller gwelet evel testeni :

Ul lañs etrebroadel nevez evit ar ganaouenn

An eskemm-se a zo simpl a-walc’h met diroll ivez peogwir eo sebezus soñjal adkavout ur ganaouenn diwar titouroù ken dispis ! An dud a zo bet souezhet, sachet eo bet o evezh gant ar ganaouenn, ha bet int o teurel ur sell war Youtube evit selaou ar son.

War an darn vrasañ eus an evezhiadennoù postet war Youtube e weler neuze frazennoù evel : “sonerezh ar skeudenn eo c’hahaha” pe “n’eo oa ket diouzh ar ganaouenn-se e komze an den, geo ?” Pe c’hoazh “plijet-kenañ on gant ar son-se, jonhgholololol”

Souezhus-kenañ eo an istor-mañ ha leun a fent a zo bet gant ar re o deus gwelet skeudenn ar gaozeadenn-mañ. Skignet eo bet war ar rouedadoù sokial evel Facebook hag Instagram en ur venegiñ o mignoned dezho. Setu penaos eo deuet da vezañ ur farsadenn vras evito, hag anavezet-tre eo ar ganaouenn bremañ.

An istor ne lavar ket hag anavezout a rae ar merc’hed-se ar ganaouenn-se a-drugarez da Nolwenn Leroy pe get, met brud ar ganaouenn a bado pell war a seblant.
Neuze sur-walc’h ne c’hallimp morse kompren pegen farsus e c’hell bezañ ar son-se diouzh divskouarn diavaez. Da c’hortoz eo deuet da vezañ brudetoc’h-brudetañ “La jument de Michao” dreist d’ar mor Kreizdouarel !

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù