Bezañ divroad hag er Rezistañs : testeni “sponterien” war o leve

Harozed vihan, harozed ar pemdez, harozed kuzh ha dilorc’h… Prantadoù zo en Istor ma vez anzavet pegen pouezus eo al labour “lous” bet fiziet alies-tre er re baourañ hag er minorelezhioù. E 1985, gant an teulfilm Des terroristes à la retraite  savet gant Mosco Boucault, e oa bet diskouezet roll kreiz an divroidi er Rezistañs a-enep d’an naziegezh. Ha n’eo ket bet ar film-mañ hep ober reuz bras er vro…

Ar skritell a oa heñvel ouzh un tarch gwad, rak da zistagañ e oa diaes ho anvioù”, a gane Léo Ferré. D’an 21 a viz C’hwevrer 1944, e oa peget ouzh mogerioù holl gêrioù bras Frañs ur skritell ruz. Ruz, evel gwad izili “Arme an torfed”, lesanvet evel-se gant Alamagn nazi. 23 den a oa bet en fuzuilhet d’an deiz-se, ha ne chom anezho nemet o foltridi er skritell, ha meneg o bro orin. Divroidi, yuzevien, komunourien ha rezistanted int, anavezet dindan an anv “Strollad Manouchian”. Holl e oant stourmerien er strollad FTP MOI (labourerien divroet) ar Strollad komunour. Er film Des terroristes à la retraite e vez roet ar gaoz d’ar re anezhe a zo chomet bev.


Ar Skritell ruz (1944)

Ur stourm peuzdianv

N’eo na Moulin na Môquet nag Aubrac o anvioù, met ur roll kreiz o deus bet er Rezistañs koulskoude : Mitzflicker, Farber, Lemberger, Kojitsky, Weissberg, Rayski hag Holban a vez aterset er film o seizh. Muioc’h eget 200 a dud int bet o kemer an armoù etre 1941 ha 1944 hag int da aozañ gwalldaolioù a-enep d’an alouberezh nazi, e Pariz dreist-holl. N’int anavezet nemet dre ar Skritell ruz zo bet da c’houde koulz lavaret. Intañvez Missak Manouchian, stourmer e penn ar vandennad, en em c’houlenn :

Devezhioù zo n’hallan ket herzel a soñjal marteze, ma ne vefe ket bet graet ar skritell ruz-mañ gant an nazied, ne vefe ket bet kaozeet gant den ebet eus Manouchian, Boczov, Rajman, Alfonso hag ar stourmerien estren all. Douaret ha disoñjet e vefent bet. Sellit ouzh ar re chomet bev, petra int deuet da vezañ ?


Missak Manouchian, a orin eus Armenia, a oa e penn ar strollad kaset d’ar marv e miz C’hwevrer 1944

Petra int deuet da vezañ ? Distroet int d’o stal-labour, evel kemenerien. Eno int aterset gant ar realizatour Mosco. “A-benn koñjurañ ar marv” e tispleg an dibab d’ober e deulfilm kentañ war ar sujed-mañ. Yuzevien zo eus an holl destoù, divroet da Vro-C’hall er bloavezhioù 1930 eus Polonia pe Roumania.


Feulster, c’hoari ha spont

Ha muioc’h eget ur skritell pe un tamm paper simbolek eo ar sponterien-mañ : bev ha fentus int, ha kreñv-meurbet eo o zesteni. Paket gant sell tener ar c’hamera, kontañ a reont penaos int deuet da Vro-C’hall, penaos int en em gavet er Rezistañs, penaos e oa aozet o strollad stourm, penaos o deus kemeret an armoù. Lod anezho ne oant nemet 16 vloaz bennak. Ha dreist-holl, penaos o deus desket lazhañ. Un afer aes eo bet evit lod, plijus zoken ; ar santimant da servijout d’un dra bennak. Evit re all, ar redi d’en em zifenn hepken, un diviz poanius, diaes da gemer. Dibosupl a-wechoù. Bev e seblant c’hoazh bezañ ar boan enno, evel pa vije c’hoarvezet an darvoudoù un nebeud deizioù a-raok tra ken.


Soudarded alaman en un davarn er Boulouard Saint Germain e Pariz (1941)

Ar santimant-se a santer ivez gant an doare filmañ dibabet gant Mosco. Goulenn a ra gant ar rezistanted war o leve c’hoari en-dro senennoù an argadennoù bet kaset da benn ganto daou-ugent vloaz a-raok. Hag an dud-kozh da c’hoari en-dro an eskemmoù, gant o c’horfoù dizampart, koshaet, gant ar jestroù, an tennoù, ar rikoù, ar revolver e plastik, pe c’hoazh ar rekipe evit fardañ bombezennoù er gêr. An Istor gwir a vez c’hoariet ganto, war stumm ur film faltazi. Gant empatiezh ha gant ur fent dibar int filmet.

Petra e oa pal ar feulster dispaket ganto a-enep da Alamagn nazi ? Ne oa ket merket gant ar gasoni kement-se, a respont ar sponterien, met gant ar c’hoant ober aon d’an Alamaned, terriñ o santimant digastiz, evit ma n’hallfent ket en em santont e surentez e Pariz ken. Sevel a ra ivez ar film goulennoù war an diforc’h etre sponterezh-Stad ha sponterezh-pobl. “Mervel a ran hep kasoni ennon e-keñver ar bobl alaman”, a zo bet skrivet gant Aragon e “Strophes pour se souvenir” e 1955 just-a-walc’h, diwar-benn ar strollad Manouchian.


Sktritell propaganda a-enep d’ar Rezistañs (1943)

Ur rezistañs dilezet

Perak eo bet dibabet ar baotred-mañ, yuzevien, divroidi, evit ober ar seurt labour “lous” ? Ha n’o doa int “netra da goll” pelloc’h eget ar re all ? Hag un doare e oa evito da zifenn, saveteiñ o buhez ? Hag aesoc’h e oa evit ar Strollad komunour gall lakaat gwask warno ?

Ar Strollad komunour a glaskas mirout ouzh ar film da vezañ skignet war Antenne 2 e 1985, abalamour d’ar 15 munutenn er fin m’emañ meneget gant testoù zo ur giriegezh posupl eus ar Strollad e-keñver buhezioù stourmerien ar Skritell ruz a vije bet aberzhet. Tud all, evel an istorourez Annette Wiervorka, a lavar ez eo kouezhet ar strollad abalamour d’an evezherezh polis hepken. Netra sur, a-benn ar fin, ken kreñv eo bet hag eo c’hoazh ar bec’h tro-dro da vemorioù ar Rezistañs. Goude ur frapad tabut bras, 13 milion a bellarvesterien a welo ar film en tele memes tra.

Ar pezh zo sur : chomet eo kuzhet roll an harozed o anvioù “dizistagus” e memor ofisiel ar Rezistañs goude ar brezel. Dilezet gant ar Republik. Lakaet eo bet war wel da gentañ-penn ar rezistanted a orin gall penn-da-benn, ha distroet eo ar re all d’o stalioù-labour, en disgwel.

 
Arsène Tchakarian a ginnig ar Skritell Ruz e 2006


“Harozed n’omp ket”

N’eo ket stourmerien trec’hlid a vez gwelet er film-mañ, met paotred o poaniañ atav hag adarre. Charles Mitzflicker, da skouer, an dremm mouget ha sonnet gant ar boan pa soñj en e familh  bet lazhet holl gant an nazied. Bihan eo lorc’h ar sponterien war o leve, bras o glac’har hag o c’halonad. “M’eus ket c’hoant da vezañ bras, c’hoant am eus da chom bihan, deus amañ vez gwelet ha santet ar gwellañ”, eo bet lâret un deiz gant ar realizatour Mosco.

Kalzik a vreskted hag a nerzh tro-ha-tro a zo en teulfilm. Lakaat a ra an dud d’en em soñjal diwar-benn meizad an “haroz”. Hag-eñ eo an harozed atav ar re a soñjer enno da gentañ-penn ? Hag-eñ e c’hell an holl dud bezañ harozed a-benn ar fin ? Pe c’hoazh den ebet ? Evit Arsène Tchakarian, unan eus “sponterien” ar strollad Manouchian, ne oant ket harozed :

Harozed n’omp ket. Arabat krediñ n’hon doa ket aon. Rezistet hon eus peogwir e oa posupl deomp en ober : familh ebet, labour ebet. Ha peogwir e karemp bro-C’hall. Advabet he doa ac’hanomp. Ret eo ijinañ koulskoude e peseurt stad e oamp. Evit ar pezh a sell ouzhon, ne zebren ket. Dibosupl e oa din lonkañ, evel ur voulenn am boa er gouzoug. Ne gousken ket kenebeut, ha ma, gant an dinerzhet ma oan, ‘teuen a-benn da vont d’ar strad, ne raen nemet gwall huñvreoù.  Da fin ar brezel e oan daou-ugent kilo.”

Louis Aragon ha Léo Ferré oc’h enoriñ ar “strollad Manouchian”

Des terroristes à la retraite – Teulfilm gall, sevenet gant Mosco Boucault e 1983 – 1e21mn

               Evit mont pelloc’h ganti

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like