Bodadeg evit an Aquarius e Lannuon

 

En em gavet eo an Aquarius e porzh Marsilha d’ar Yaou 4 a viz Here. Ankeniet eo ar gevredigezh “SOS Méditerranée” a zo arc’hantaouet ganti ar vag rak fellout a ra d’ar Panama tennañ diganti ar gwir d’ober gant banniel bageal ar Stad. Ma vez graet kement-se ne c’hello ket “SOS Méditerranée” kenderc’hel gant he labour skoazell gant ar repuidi a glask treuziñ ar mor kreizdouarel.

Abaoe 4 bloaz ez eo war-dro 15 000 a dud zo marvet beuzet er mor-se. E-korf daou vloaz hanter “SOS Méditerranée” a embann bezañ sikouret tost da 30 000 a dud, ur c’hard anezho a vije bet tud dindan 18 vloaz.

Rebechet e vez d’an Aquarius chom hep doujañ ouzh al lezennou etrebroadel a-benn saveteiñ ar repuidi.

Aodoù ar mor kreizdouarel zo marteze pell diouzhomp met Bretoned zo n’int ket diseblant ouzh tonkad kriz ar repuidi ha boaz eo Lannuoniz ha Tregeriz zo d’ober war o zro gant kevredigezhioù evel “Les gens heureux d’accueillir des réfugiés à Trégastel & Trébeurden” .

Emgav zo roet da neb en deus c’hoant sikour an Aquarius d’ober e labour skoazell, d’ar Sadorn 6 a viz Here da 11e30 e plasenn ar marc’hallac’h e Lannuon. Pedet eo an dud da zont gant ur roched orañjez. Dont a ray ur saveter a youl vat bet war bourzh an Aquarius da desteniañ.

D’ar memes devezh e vo aozet darvoudoù e kêrioù all evit souten an Aquarius, da skouer e Brest, Roazhon, Naoned, Sant-Nazer, Sant Brieg, Kemper, Montroulez, peurliesañ da 2eur30.

Da c’hortoz kement-se pe da glask awen d’ober kement all e c’heller adsellet ouzh ar flashmob brav enrollet ha lusket gant un ton kanet e yezh ar vro e 2013 e Lannuon evit an dud dibaber.

 

 

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù