Disoc’hoù sontadeg DIBAB diwar-benn dazont Breizh

 

E fin miz Eost e oa bet embannet disoc’hoù ar sontadeg paeet gant ar gevredigezh DIBAB ha savet gant TMO.
Setu amañ un nebeud elfennoù diwar-benn an disoc’hoù pennañ, en o zouez adunanidigezh Breizh ha dazont politikel hag ensavadurel hor bro. Peadra da brederiañ diwar-benn hor strategiezhioù, evit kas hor stourmoù da zont da benn.

UR C’HOANT A ZEMOKRATELEZH

Sed aze ar gentel vrasañ a c’heller kavout er sontadeg-mañ : c’hoant bras o deus ar Vretoned hag ar Bretonezed da votiñ !

Ar referendomoù a zedenn kalz a dud e Breizh hiziv an deiz : 67 % eus an annezidi a fell dezho reiñ o soñj diwar-benn an adunanidigezh, ha 61 % zoken o deus c’hoant da zibab peseurt barregezhioù nevez a ranko ar “rannvro” nevez merañ.

E-touez ar c’hinnigoù savet ez eus un toullad brav a-dud a-du evit votiñ lezennoù e Breizh (35 %), dastum an tailhoù (38 %), bezañ degemeret e-touez an ensavadurioù etrebroadel (40 %), pe c’hoazh kaout ur skipailh sport broadel (40 %).

Sifroù dedennus da anavezout ha da studiañ evit neb a fell dezhañ pe dezhi kreñvaat ar c’hoant da ren hor bro ni-hon-unan er gevredigezh.

ADUNANIDIGEZH

50 % eus an dud a sav “a-du” evit ma vo adstaget departamant Liger-Atlantel ouzh peurrest Breizh, ha 28 % a zo kentoc’h a-enep. N’eo ket souezhus-tre ar sifroù-se : dre vras e klotont gant sontadegoù all graet abaoe ouzhpenn dek vloaz.

Ar pezh nevez ar wech-mañ eo ar fed kinnig ar respontoù “diseblant” hag “hep ali” : tost 1/4 (22 %) eus an dud a zo el lodenn-se. Dav e vo labourat davet an dud-se evit displegañ peseurt elfennoù pozitivel a vo gant an adunaniñ.

Un dra all chalus a zo en ur mod : e-touez ar re yaouankañ (18-24 bloaz) e vez kavet ar sifroù vihanañ a-du gant an adunaniñ : 34 % a-du hepken ha 37 % a-enep zoken ! Evit ar re goshañ (ouzhpenn 65 bloaz) eo ar c’hontrol-mik : 59 % a-du hag 20 % hepken a-enep…

Peadra da brederiañ buan evit cheñch hon strategiezhioù !

Rankout a raimp kemer sifroù ar yaouankiz hag ar re “hep ali/diseblant” e kont evit mont war-raok. Anat eo, ne c’hello ket bezañ arguzennet gant elfennoù istorel pe liammet ouzh an identelezh hepken…

Evit kendrec’hiñ an dud-se da heuliañ ac’hanomp war hent an adunaniñ hag ar gwir da zivizout e Breizh e rankimp displegañ gant skouerioù fetis ar pezh hon eus c’hoant evit hon dazont. Da lavaret eo bezañ gouest da zivizout war beseurt tachenn e fell deomp gwellaat an traoù en dazont : demokratelezh, sokial, treuzdougen, endro, aozañ an tiriad, yezh, hag all… Keit ha ma ne vo ket komzet eus ar sujedoù-se ha keit ha ma ne vo ket roet ar gaoz d’an holl dud e Breizh ne vimp ket evit lakaat hor mennozhioù da greskiñ e-touez ar gevredigezh.

Manif

SANTIMANT A VREIZHADELEZH

Goulennet ez eus bet ivez d’an dud hag-eñ en em santent Breizhad·ez. E Breizh a-bezh ez eus 79% a dud o respont “Ya” : 54% o lavaret eo kreñv ar santimant-se ha 25% o respont un tammig.

Evit gellet keñveriañ gant sontadegoù kozh ez eus bet sellet ouzh sifroù rannvro Breizh melestradurel ha war departamant Liger-Atlantel ivez. N’eo ket ur souezhadenn gwelet eo kreñvoc’h ar respontoù “Ya” e B4 (87 %). Daoust da-se eo dedennus gwelet ez eus 59 % eus poblañs Liger-Atlantel oc’h embann bezañ Breizhad·ez memes tra. Pa weler ar sammadoù dispignet gant rannvro “Broioù-al-Liger” evit diverkañ an disterañ roud eus hon identelezh !

Kreskiñ a ra neuze ar santimant a vreizhadelezh abaoe 10 vloaz : e 2009 e oa bet ur sontadeg all (TMO-BCD) gant an disoc’hoù : 77 % evit rannvro melestradurel Breizh (+ 10 poent) ha 55% e Liger-Atlantel (+ 4 foent).

Merzet e vez ivez eo “digor” ar santimant a vreizhadelezh : an dud o vevañ e Breizh abaoe 5 bloaz pe nebeutoc’h ac’h embann bezañ Breizhad·ez en un doare kreñv a-walc’h evit 53 % anezho memes tra.

METODOLOGIEZH

Aterset eo bet an dud e Breizh a-bezh, eus Naoned da Vrest : 1683 den ouzhpenn 18 vloaz, o toujañ ouzh ar gevredigezh evel m’emañ e pep keñver evit kaout ur skeudenn feal (oad, reizh, micher, departamant).

601 den a zo bet aterset dre bellgomz ha 1082 en-linenn etre an 3 hag ar 15 a viz Gouere 2019. Dielfennet eo bet ar sifroù goude evit kempouezañ anezho.

Disoc’hoù klok sontadeg TMO-Dibab-Breizh Civic Lab

UR SONTADEG PAEET A-STROLL

E miz Mae e oa bet roet lañs dur c’houlzad klask arc’hant evit paeañ ar sontadeg aozet gant ar gevredigezh DIBAB. Tizhet e oa bet ar sammad 10.000 € dindan nebeut a amzer ha graet e oa bet ar sontadeg gant TMO e Breizh a-bezh e-pad an hañv.

Moarvat eo ar wech kentañ e Breizh e vije bet paeet un doare sontadeg evel-se a-drugarez da dud a bep seurt o deus roet arc’hant ha n’eo ket ur media, un embregerezh pe ur framm ensavadurel. Un taol-kaer neuze, hag a ziskouez ivez youl an dud da vont war-raok war an dachenn bolitikel evit Breizh.

HA BREMAÑ ?

Roet ez eus bet lañs d’ur c’houlzad emvodoù bihan ha digor d’an holl evit kinnig ar poentoù pouezusañ eus ar sontadeg hag evit eskemm gant an dud. E Roazhon (14/09), Montroulez (25/09) ha Naoned (26/09) da gentañ, met dav e vo aozañ emvodoù foran all er mizioù da zont un tammig e pep lec’h er vro.

Ezhomm a vo bezañ niverusoc’h, mestroniañ ar sifroù, an elfennoù embannet er sontadeg-mañ, evit anavezout c’hoantoù ar gevredigezh ha penaos kinnig traoù nevez. En doare-se e vimp efedusoc’h da gas hor stourmoù war-raok.

Dav e vo ivez kenderc’hel da lakaat gwask o vanifestiñ hag o lakaat danvez ar gwir da zivizout en deiziataer politikel bep tro ma vo posubl.

An emgav a zeu a vo e Naoned d’ar Sadorn 28 a viz Gwengolo, ha goude-se e lec’hioù all e Breizh e lec’h ma kaver tud youlek da aozañ emvodoù evit eskemm. Kudenn disrann Bro-Naoned hag ar gwirioù politikel e Breizh a zo kudenn an holl Vretoned ha Bretonezed. Efedoù pozitivel a vo evit an holl en degouezh : deomp war-raok asambles ha plantomp ger-stur ar « gwir da zivizout » e pep lec’h dre ar vro.

Manif Naoned

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like