Diwar-benn

Ur media enlinenn hollvrezhonek, digoust ha liesmedia eo Dispak.

Hor pal eo kinnig ur savboent breton war ar vro hag ar bed, reiñ ur skeudenn vodern eus hor yezh, en ur implijout ar mediaoù hag ar rouedad evit adperc’hennañ hor yezh dre al lenn hag ar skrivañ. Ne vo kavet e Dispak neuze pennad ebet na vije ket skrivet e brezhoneg.

Distag omp diouzh nep strollad politikel, sindikad, strollad relijiel, embregerezh pe media all.

Gant ur sell broadelour e skrivomp hor pennadoù evit diazezañ ur gevredigezh reishoc’h e Breizh.

E-tro 15 den a gaver er skipailh pennañ. Ouzhpenn ez eus un nebeud tud all a skriv ingal evit ar gelaouenn. Ha debron gouzout hiroc’h diwar hor penn hoc’h eus ? Klikit amañ.

Evit implijout ha rannañ pennadoù Dispak, resisait ar vammenn hag/pe ouzhpennit ul liamm war-zu hol lec’hienn. Gant se e toujoc’h da labour ar skrivagnerien hag ar skrivagnerezed. Trugarez deoc’h.

Plijet oc’h gant ar gelaouenn ? Lennit anezhi, komzit diwar he fenn ha skignit anezhi dre ar bed-holl neuze !