Ober a reomp war-dro skrivañ pennadoù, adlenn anezho, embann ar skridoù ha skignañ ar re-mañ war ar rouedadoù sokial. Graet hon eus war-dro sevel al lec’hienn, dibab ar skeudennoù pe tresañ al logo. Setu ur sell diouzh perzhidi Dispak. Grit anaoudegezh ganeomp amañ ha deuit davedomp evit kemer perzh c’hwi ivez !

Piv a gaver a-dreñv d'an anv ar Skipailh ?
A-wechoù eo tud a skriv ur pennad asambles, gwechoù all, tud ha n'hallont ket reiñ o anv. Atav o toujañ ouzh Karta ar gelaouenn.

Eus Naoned on. Dedennet on gant ar memor-stroll, an teknologiezhioù, an dielloù hag ar c'hrouiñ dre meur a zoare...

Un arbennigour war ar politikerezh yezh on, bet e-touez skridaozerien ar geriadur hollvrezhonek kentañ. Rener Ofis Publik ar brezhoneg on.

O chom e Douarnenez emaon (Kerne-Izel) ha stummet on bet e skol-kazetennerezh Lannuon. Seveniñ a ran teulfilmoù ha videoioù liesseurt war zanvez Breizh.

Plijet gant ar c'heginerezh hag ar pastezerezh abaoe on bihan, neuze em eus tapet ur bak micherel pastezerezh-baraerezh e 2016. Bet on er skol hag er skolaj Diwan. Bremañ e ran ur Master enklask e brezhoneg.

A orin eus Bro Naoned on, hag o chom e Brest. Dedennet on gant an dielloù, gwirioù ar merc'hed ha labourioù-dorn liesseurt e-mesk traoù all !
Kavout a raer ivez skrivagnerien ha skrivagnerezed all a genlabour gant ar skipailh!