Frond Iraq, ur romant skeudennet hag un heuliad-treset

Ur c’hazetenner Irakat eo Feurat Alani. Diwar twitoù skrivet gantañ en deus embannet ur romant-skeudennet ha savet da-heul un heuliad-treset 20 rann ennañ skignet war Internet gant chadenn Arte anvet Frond Iraq (le parfum d’Irak e galleg). Mont a reer da heul e sell evit gwelet emdroadur ar vro etre 1989 ha 2016.

 

Ur romant savet diwar twitoù

01 Echuet eo brezel #Iran–Iraq. E miz Here 1989 e tiviz ma zad kas ac’hanomp d’ar vro evit daou viz. 9 bloaz on, a-benn ar fin e welin Iraq.

Desavet eo bet Feurat Alani en Argenteuil, e Bro-C’hall. Deuet eo da vezañ kazetenner-meur, arbennikaet war ar Reter-Nesañ hag Iraq, e vro ha hini e dud. E 2016 e tiviz danevellañ e stumm 140 sin istor ur vro bloñset gant ar brezelioù, an embargo etrebroadel hag emelladur Stadoù-Unanet Amerika. Kontet en deus 27 vloaz a eñvorennoù hag istorioù familh evit klask displegañ stad Iraq. Ouzhpenn 1000 twit en deus skrivet en holl.

Diwar e dwitoù ez eus bet embannet neuze d’an 3 a viz Here 2018 ur romant-skeudennet anvet Frond Iraq. Skeudennet eo bet gant Léonard Cohen hag embannet e moulladurioù Arte ha Nova.

Hag un heuliad 20 rann da-heul

Nepell war-lerc’h ez eus bet embannet d’an 11 a viz Here un heuliad-treset 20 rann ennañ. Tennet eo ivez diwar an twitoù bet skrivet gantañ. Gallout a reer gwelet anezho war lec’hienn Arte.tv pe war ar chadenn youtube.

Padout a ra ar rannoù etre 2 ha 3 munutenn. Daoust dezho bezañ berr e vezer desachet fonnus gant tresadennoù Léonard Cohen adarre, mouezh Feurat Alani a zezrevell e istor, sonerezh orin an heuliad ha dielloù a bep seurt kemmesket.

Istor un den, istor ur vro

Er romant koulz hag en heuliad e tistro ar c’hazetenner war fin ar brezel etre Iraq hag Iran, war an embargo a oa bet lakaet e plas war ar vro da c’houde, aloubidigezh Koweit gant Saddam Hussein, e ziskar gant arme ar Stadoù-Unanet hag ar brezel zo bet da-heul betek na’z afent kuit. Met estreget an dra-mañ a ra.

Kontañ a ra deomp e fromoù, gant sell ur bugel 9 bloaz da gentañ, gant hini ur c’henskriver d’ar mediaoù gall da c’houde. Merket e vezer gant ar pezh a gont Feurat Alani deomp, gant ar stag ma’z eo istor e familh ouzh hini ar vro. Klevet a reer trouz ar brezel kement hag e zidrouz. Gwelout a reer goulioù ur bobl a glask bevañ daoust da bep tra. C’hwesha a reer blaz an dienn-skorn abrikez, hini ar poultr hag an dismantroù ivez. C’hwesha a reer frond Iraq.

Skeudenn : © Le parfum d’Irak, Feurat Alani ha Léonard Cohen, moulladurioù Arte ha Nova.

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù