HIIT #02 : Buan hag aes… pe dost

Tro hoc’h eus bet moarvat da heuliañ an HIIT kentañ. Stefan a ginnig deoc’h un eil abadenn evit ober sport er gêr. Ur wech ouzhpenn n’ho po ezhomm a netra nemet youl, un tamm startijenn hag ar rikoù boas : botoù sport, ur goulourdrenn, ur serviedenn. Kalon deoc’h !

Pep hini ac’hanoc’h a c’hallo gourdonañ, graet eo an abadenn evit an holl nemet ha gloazet e vefec’h pe kudennoù ho pefe gant ho kenvelloù.

An abadenn

Mesket em eus un abadenn kalon-gwazhied gant un tamm kreñvaat. Setu ma vo dav deoc’h lakaat lusk da vat en div embregenn gentañ ha chom start en drede hini.

Chom a reomp gant ar framm 30/30 ha 5 tro da ober, d.l.e. ur c’hard-eur embregañ da vat. Dre ma roan liveoù diaes-ouzh-diaes a-hed an abadenn, na chomit ket re bell gant an doareoù aesañ. Ret eo deoc’h bezañ dialc’het goude pep embregenn hag un tamm mat c’hoazh e-pad an diskuizh !

Anvioù an embregennoù

  • Rampadennoù a-raok a bep eil
  • Pleg-dibleg (evit farsal e oa met a-benn ar fin eo ar pezh a reomp, plegañ ha diblegañ aze)
  • Plankenn stok skoaz

Klikit aze evit an HIIT kentañ.

Ra vo startijenn ganeoc’h !

 

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like