Lañs an difi “Miz C’hwevrer hep gourmarc’had”

Abaoe 2017 eo ez eus eus un difi e miz C’hwevrer : ober prenadennoù hep mont tre e stal vras ebet. Fellout a ra d’ar berzhidi beveziñ en un doare all e-pad miz, pe belloc’h….

Petra eo an difi-mañ ?

Simpl eo reolennoù an difi : tremen ur mizvezh hep ober prenadenn ebet en ur gourmarc’had. Daoust hag aes eo e gwirionez ? Evit gwir n’eo ket ken strizh an difi. Ar pal kentañ zo sachañ evezh an dud a-benn broudañ anezho da zileuskel o c’harrigell ha tapout o faner pe o seier lien ha cheñch o boazioù. Bep bloaz e vez aozet an difi gant ur gelaouenn a vro Suis anvet “En vert et contre tout”. Ha muioc’h-mui a dud a gemer perzh. Ouzhpenn 20 000 e oant bet warlene.

Arabat eo kaout aon da gemer perzh en difi evit ar wech kentañ eme an aozerien : posupl eo cheñch tamm-ha-tamm hon doareoù d’ober prenadennoù. Gallout a reomp menegiñ un nebeud kuzulioù roet d’an dud : prenañ bara e ti ar baraer, mont d’ar marc’had ha dibab kentoc’h stalioù bihan. Broudañ a ra an aozerien mont war-eeun d’an tiez-feurm kentoc’h, e ti ar formajer, ar c’higer, er c’havioù gwin pe vier, en ispiserezhioù pa vezont kavet e-kichenik ho ti. Souezhet e voc’h gant an niver a stalioù kenwerzh a c’heller ober anaoudegezh ganto.

Kenskoazell etre an dud

Reiñ plas d’ar broduerien lec’hel a zo e-touez ar balioù lakaet en a-raok gant an aozerien. Dre vras e vez klasket doareoù evit beveziñ war-eeun, hep hanterouriezh etre ar broduerien hag ar vevezerien. Digreskiñ ar c’hementad lastez produet a vez klasket ober ivez war ar memes tro. Un efed all a zo diwar ober prenadennoù buhezek : stankaat a ra an darempredoù etre an dud.

Alioù zo roet ivez war strolladoù facebook, graet a-ratozh evit an difi-mañ. Aozet int dre vroioù, rannvroioù pe departamantoù. Pemp anezho a zo evit Breizh, da skouer. Digant izili ar strolladoù e c’heller goulenn kuzulioù ha chomlec’hioù lec’hel dedennus.

Dibaboù liesseurt evit beveziñ

Kavet e vez doareoù all da veveziñ buan-tre, oc’h anzav e vez disheñvelderioù hervez al lec’h bevañ hag an tiriadoù. Marc’hadoù hag ispiserezhioù bihan ha/pe bio a vez kavet e pep lec’h koulz lavaret, met diskoulmoù all anavezet a-walc’h a zo, evel ar paneradoù legumaj dre goumanantiñ. Renablet ez eus bet chomlec’hioù evit beveziñ e Breizh war lec’hienn “Mangeons local“.

Evit dont a-benn da c’hounit o difi e c’hellit (e-mesk traoù all) ober prenadennoù digant ar broduerien lec’hel (la ruche qui dit oui, …), mont e stalioù divell hep pakadurezh, pe stalioù kevelourel (Breizhicoop) ma rank an dud labourat bep miz un nebeud eurvezhioù er stal evit gellet ober o c’hefridi. A-benn digreskiñ ar foranañ boued e c’heller pellgargañ arloadoù evel Too good to go pe tennañ gounid diouzh intruduoù lec’hel (L’épicerie gratuite,…) ivez.

E brezhoneg zoken

Résultat de recherche d'images pour

Aesoc’h eo beveziñ e brezhoneg ivez er-maez eus ar gourmarc’hadoù, pe e vefe war ar marc’had pe er stalioù lec’hel, dreist-holl pa anavezer ar gwerzher. Met arabat bezañ chalet da c’houlenn war-eeun ivez. Ur frazennig e brezhoneg traken a c’hell lakaat da gompren e komzit brezhoneg ha lakaat ar gaozeadenn da vont e brezhoneg.

Mod all, m’ho peus c’hoant da vezañ sur en a-raok eo posupl ober gant ar brezhoneg, e c’hellit ober un enklask e-touez ar stalioù renablet war Stal.bzh. Peadra zo d’ober prenadennoù war ar pemdez pe muioc’h… Ouzhpenn 200 stal a zo renablet war an arload hiziv an deiz, ha muioc’h-mui zo a zeiz da zeiz.

Un difi war hirdermen zoken ?

War-gresk ez a an difi a vloaz da vloaz. Tud zo a chom hep mont en ur gourmarc’had ur bloavezh-pad zoken. Ober prenadennoù en un doare all a c’hell talvezout da geginañ mod all ivez. Talvoudus eo evit an endro, ar yec’hed hag alies mat evit an doug-moneiz. Merzet eo bet gant kalz a dud e veze dispignet gwelloc’h ha nebeutoc’h peogwir ne vezer ket techet da brenañ produioù didalvez. Setu peadra da vezañ dizaon ! Ha neuze tudoù, prest oc’h ?

* * *

Skeudennoù : Dispak, Peter Wendt war Unspash ha Stal.bzh

Geriaoueg

Stal kevelourel : magasin coopératif
Foranañ boued : gaspillage alimentaire

Evit mont pelloc’h :

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like