« Le grand bal » : dañsal dizehan e-pad 7 devezh hag 8 nozvezh

Splujañ a reer e-kreiz an dañs gant ar film Le Grand Bal sevenet gant Laetitia Carton, nevez deuet er maez. Mont a ra an dud da farsal ha da gaozeal gant dañserien ur gouel aozet bep bloaz e-kreiz an hañv. Desachet eo an holl du-hont, e departamant an Allier, a vloaz da vloaz evit santout adarre nerzh hud an dañs gwriziennet en o c’halon. Prederiañ a ra ar film war an darempredoù denel, an ingalded etre ar merc’hed hag ar baotred, hor bed a-vremañ ha braventez an dañsoù.

Laetitia Carton a zo an tostañ posupl eus dañserien Le Grand Bal

« Pegeit amzer hon eus kousket ? » a c’houlenn o vousc’hoarzhin ur paotr yaouank d’e vignonez. « 12 eurvezh dindan 4 devezh da’m soñj, n’eo ket fall ! » Gourvezet int dirak kamera Laetitia Carton, prest da stagañ en-dro gant an dañs. War skouer an daou zen yaouank-mañ e vez bep ploaz, er festival Le Grand Bal d’Europe, miliadoù a dud o vont e-biou d’ar skuizhder hag o tañsal, mazurka, scottish, quadrille, kost’ ar c’hoad, dañsoù bro Italia, pe re ar Reter-tostañ. Ne vern ket kaer eus pelec’h e teu an dañs gant ma vez dañset. Ne vern ket kaer eus pelec’h e teu an 2000 a dud a gemer perzh er festival gant ma’z int laouen da lezel ar sonerezh da heñchañ o zreid.

Dañsal dreist pep tra

Le Grand Bal a zo ur gouel aozet bep bloaz e fin miz Gouere e Gennetines e departamant an Allier. E-kreiz ar c’hoadeier e vever ouzh lusk an tonioù hag ar sonioù un huñvre brav ha didrabas. Dañsal e-pad seizh devezh hag eizh nozvezh ? Ya ‘vat. Ur veaj a brederouriezh e seblant bezañ ivez Le Grand Bal ha war lec’hienn internet ar gouel eo skrivet fraezh « gwelloc’h kemer perzh e-pad tout ar gouel evit kompren mat tro spered ar festival ».

Laetitia Carton a zispleg deomp en he film penaos he deus-hi dizoloet dañsoù poblek bro he mamm-gozh pa oa yaouankoc’h ha penaos he deus santet don enni he c’halon o tridal o vont war al leurennoù-dañs. Lusket eo a c’hiz-se ar film, ur wech an amzer, gant he mouezh flour. Leuskel a ra an dud da vevañ dreist-holl, hag hi o pesketa o c’homzoù, o santimantoù. A-wechoù zoken, e vezer lakaet diaes pa film a-dost dremmoù an dud o tañsal daou-ha-daou. Tal-ouzh-tal, an dornioù skoulmet asambles, ar blev mesket. A-wechoù hon eus c’hoant ivez da c’hourc’hemenniñ ar sonerien ha da zañsal asambles gant an tudennoù. A-wechoù c’hoazh e vezomp-ni, gourvezet er sal sinema gant ar c’hoant da vont buan da gemer perzh en ur fest-noz.

« Tak tak tik tak tak », strakadennoù dous war al leurenn-dañs. Echu eo an ton ha padal e kendalc’h an dañserien da hejañ o zreid. Pep hini zo sanket don ennañ hag enni lusk ar sonerezh hag emañ pep hini o kenderc’hel eus e du, met asambles war un dro, da zañsal. Unan eus bravañ skeudenn ar film eo. Pep dañser ha dañserez fest-noz a oar mat pegen burzhudus eo ar frapadoù e-giz-se. Mut ar sonerezh ha strobinellet ar merc’hed hag ar baotred gant an dañs. Ha filmet brav he deus Laetitia Carton evit enrollañ o braventez.

Un heklev e Breizh

Estreget mont da heul an dañserien hag an dañserezed a vez graet er film-se. Frapadoù komz a zo ivez. Da skouer, ur vaouez o tisplegañ pegen plijet eo bet pa n’eus bet ur paotr goulennet diganti ha c’hoant he doa heñchañ an dañs, ur plac’h yaouank o embann pegen diaes eo a-wechoù chom hep bezañ flastret gant e gendañser, ur paotr yaouank oc’h embann eo bet ret dezhañ gortoz 3-4 bloaz evit dreistbevañ an dañs, merc’hed o prederiañ war barzhoniezh an dañsoù gant tud dianav, diaezamantoù en em silañ en ur strollad, an diforc’hioù live dañs pe rummadoù oad…

Ar goulennoù pennañ a vez savet er film-se o deus un heklev e Breizh a-dra-sur. Perak e kendalc’homp da vont d’ar festoù-noz ? Peseurt plijadur hon eus o selaou ouzh ar sonerezh poblek, pe hengounel ? Perak emañ tomm hor c’halon ouzh dañsoù hon hendadoù ? N’eus ken nemet gwelet ur roched Kann al Loar e-mesk an dañserien, pe klevet ur strollad tud o lavaret « yec’hed mat », pe c’hoazh kregiñ da ganañ er sinema o welet Madeline ha Madeleine o cheñch tu e c’hellomp, ni Bretoned, bezañ fromet mat gant ar film.

“Je me souviens du pays de Bretagne
Et des chants et des danses
Et des transes
Les fêtes de nuit
Fusaient dans les campagnes”
Xavier Grall – Solo – Ti-embann Dialogues 2018

Dibab botoù-dañs mat a vo graet ganeoc’h ivez ?

Mont pelloc’h ganti / Poent bras eo ober plas d’ar merc’hed er gouelioù breizhek

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like