“Ra vo goloet an dremmwel gant e zremm”. Denlazh ar Mapuche Kamilo Katrillanka

D’ar 14 a viz Du 2018 eo marvet ar Mapuche Kamilo Katrillanka, e kumun Temekuykuy, e su Chile. Lazhet eo bet e-pad un oberatadenn bolis dreistordinal, bet sevenet gant archerien chilian ar bagad-stourm “Janglenn”. 24 bloaz e oa Katrillanka. Tost bloaz goude e varv, n’eo ket kroget prosez an archerien c’hoazh.

War penn un traktour e oa Katrillanka d’an deiz-se, asambles gant ur paotr yaouank all 15 vloaz dezhañ, p’en deus resevet un tenn en e benn. Hervez ar Bagad-stourm e oa bet kavet o klask laerezh kirri. Disklêriet eo bet da heul gant ar gouarnamant e oa ket bet laosket tennoù da vont eus an traktour, hag e oa bet enrollet dre video marv ar Mapuche. Siwazh, distrujet eo bet ar prouennoù gant an archerien da c’houde.

Un denlazh politikel eo bet marv Katrillanka. Un arouez e-touesk kantadoù all eus feulster trevadennel broioù Chile hag Arc’hantina a-enep d’an 1,9 milion a Vapucheed, unan eus pobloù engenidik niverusañ su ar c’hevandir amerikan.

Sav-mouezh ar bobl Mapuche a-enep d’ar feulster ensavadurel

Gant kannaded an enebiezh ha gant ar boblañs vapuche eo bet goulennet e vefe divodet ar Bagad-stourm Janglenn, hag e vefe roet e zilez gant ministr an Diabarzh Andrés Chadwick. Dileuriadur ar Broadoù-Unanet e Chile en deus goulennet e rafe ar gouarnamant « un enklask klok ha treuzwelus diwar-benn an darvoud-mañ ».

Meur a vanifestadeg a zo bet da heul e kêrioù bras ar vro, ha feuls eo bet ar stourm gant an archerien. Un oferenn a zo bet graet ivez a-benn enoriñ memor Katrillanka, ha galvet eo bet gant an aotroù-person Mariano Puga da ensammañ “an dle istorel he deus bro Chile e-keñver ar bobl vapuche, dre ma rank pep hini ensammañ kaoz ar bobl-se, evit ma vefe hor c’haoz deomp holl “.

Feuls ha disprizius eo abaoe pell an darempred etre Stad Chile hag ar bobl vapuche. Ar Bagad-stourm Janglenn a oa bet lakaet en e sav abaoe Gouere 2018 e rannvro an Araukania, a-benn kreñvaat soudarderezh an takadoù diwar ar maez, dre zistrujañ ar c’hreizennoù rezistañs mapuche, lakaet e rummad ar “sponterezh”. Aet eo kuit a-benn ar fin ar bagad-stourm Janglenn, d’an 8 a viz Kerzu, met disklêriet eo bet gant ar gouarnamant e vefe kreñvaet memes tra an Nerzhioù dreistordinal en Araukania.

Liessevenadurouriezh : un dremm sokial hag un dremm voustrus

E gwirionez ez eus bet klasket gant ar gouarnamantoù nevezfrankizour talañ ouzh al lieusseurted sevenadurel hag ar gwririoù a-stroll dre ur politikerezh “liessevenadurour”er bloavezhioù 2000. Ar pal a oa en em azasaat ouzh ar prezeg henvroat, dre politikerezhioù publik gant ar pal kontrollañ ar pezh a vefe aotreet ha difennet ouzh an henvroidi ober, dre”ur ouennelouriezh mod all” hervez ar glaskerez Patricia Richards. Unvaniñ ar politikerezh sokial gant ar c’hastiz a zo bet posupl a-drugarez da baourentez-razh ar boblañs henvroat. Ur politikerezh a “anzavadur hep gwirioù” a zo bet savet neuze, oc’h asantiñ un arallded kontrollet a ya asambles gant ur feulster ensavadurel dre gastizañ al luskadoù henvroat hag a glaske gounit gwirioù diazez.

Politikerezh “ar vazh hag ar c’harotez” a zo bet lakaet e pleustr ivez, dre Programm an Orinoù adalek 2001, gant ar pal pinvidikaat ar c’humuniezhioù henvroidi dre un diviz etre ar Stad hag ur boblañs peoc’haet bennak, o lezel a-gostez ar stourmerien enlusket. Gant Charles Hale ha Rosamel Millaman eo bet anvet ar strategiezh-mañ krouidigezh stadel an “indian aotreet” hag an “indian emsavet”. Ar « sponterezh-Stad », da skouer dre denlazh ar Mapuche Matias Catrileo e 2008 en deus lakaet war-wel neuz gwaskus ul liessevenadurouriezh… hag a guzhe e gwirionez interestoù ekonomikel.

An embregerezhioù-koad e-kreiz ar bec’h ekonomikel en Araukania

Liammet-bras eo an interestoù ekonomikel ha politikel en tiriad mapuche. Ar familh Tarud, da skouer a zo perc’henn war hektaroù en tiriad-mañ, hag ur galloud politikel bras a zo ganto. E rannvro an Araukania eo kreizennet-tre ar c’hevala, an douaroù hag ar galloud, kontrollet gant perc’henniezhioù-koad brasoc’h eget 3 milion a hektaroù. Liammet-bras e oa an embregerezhioù-mañ gant an diktatouriezh dre m’o deus gellet brasaat o ferc’henniezh war an douaroù mapuche a-drugarez da skoaziadoù ar Stad.

Hervez Kendivizad 169 Aozadur Etrebroadel al Labour (AEL) ez eo koulskoude an douaroù-mañ douaroù henvroat, hag e rank ar Stad anzavout an dra-mañ. Distrujet eo bet an endro hengounel mapuche hag ar mammennoù-dour gant an ungouniderezh arallvro. Ar rannvro baourañ eus ar vro eo Aurakania ouzhpenn da se, gant ur feur baourentez par da 17,2% hiziv an deiz, p’emañ ar geidenn vroadel e-tro 8,6%.

Enebiezh ar bobl vapuche ouzh an astennerezh-koad en he bro a vez neuze kaset a-benn, dre emsavioù habask met ivez dre oberatadennoù nerzh a-enep d’ar perc’henniezhioù-koad. Torfedekaet e vez gant ar Stad ar re hag a zo e penn ar mouezhioù-aotreet, dre lezennoù stad a zifrae – ul lezenn war ar sponterezh bet krouet e-pad an diktatouriezh da skouer. Ne vez ket aotreet prosezioù reizh d’ar brizonidi bolitikel.

Gouennelouriezh ha trevadennerezh : an hini all lakaet dihegar

Ar peoc’h hag a vez klasket lakaat da ren en Araukania a zo e gwirionez ur vestroni drevadennel eus an douar, dre gastizañ an holl emsavioù. Gant marv Katrillanka ez eus bet lakaet war-wel, gant disklêriadurioù ar gouarnamant hag ar mediaoù, pegen bev e oa c’hoazh er vro ar santimant trevadennour, an dispriz ouzh an “indian”. Eno eo normal an dispriz gouennelour, a-benn mirout ar galloud hag ar c’hevala stummet en ur ziberc’hennañ an nesañ. Ezhomm a zo eus ar ouennelouriezh evit reizhabegiñ an trevadenniñ, evel ma’z eus bet ezhomm evit kas nerzhioù archerien dreistordinal a-benn klask war-lerc’h ul “laer”, betek kuzhat ha distruj prouennoù zoken.

Marv Katrillanka n’eo nemet ur skouer e-touez kantadoù all, un arouez, un anv oc’h enkorfañ ar gasoni ensavadurel hag ar feulster trevadennour hag a skarzh kuit ar Vapucheed eus o douaroù hag eus an denelezh.

Un nebeud amzer goude marv Katrillanka ez eus bet bannet gant an arzour Octavio Gana ur skeudenn vras eus dremm Katrillanka war savadurioù e kêr Santiago. En noz-se, war skeudenn ar Mapuche, e oa posupl lenn gerioù ar barzh Raul Zurita : “Ra vo goloet an dremmwel gant e zremm”.

20 Mapuche a zo bet lazhet gant ar polis abaoe 2011.

© Wikimedia Commons & https://pousta.com/artista-foto-camilo-catrillanca/

Astennerezh-koad : expansion de la sylviculture
Bagad stourm : commando
Kevala : capital

Lezennoù stad a zifrae : lois d’exception
Soudarderezh : militarisation
Sponterezh : terrorisme

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like