Rekipeoù Klervi #12 : Saosison chokolad

Pevare rekipe ar c’henfinañ : Ar saosison chokolad !

Penaos fardañ saosison chokolad ? Displeget eo pep tra er video amañ dindan !


Aozennoù :

  • 190 gr chokolad
  • 90 gr amann
  • 40 gr sukr
  • 1 vi
  • 20 gr kraoñ-kokoz rasklet
  • 10 chamallow (pe 60 chamallow bihan)
  • 130 gr gwispid
  • sukr lindr (evit kinklañ)

Prientiñ :

Troc’hit a-dammoù bihan ar chamallowoù, aze troc’het em eus pep chamallow dre c’hwec’h.

Torrit ar gwispid a-dammoù bihan.

Torrit ar chokolad en ur volenn hag ouzhpennit an amann, teuzit anezhe en dourgib.

Maez an tan, ouzhpennit ar sukr ha meskit.

Ouzhpennit ar vi ha meskit.

Ouzhpennit ar c’hraoñ-kokoz rasklet ha meskit.

Ouzhpennit ar chamallowoù hag ar gwispid ha meskit ur wech diwezhañ.

Lakait ur film plastik astennadus war an daol, ha skuilhit ar meskaj warnañ.

Serrit ha rollit anezhañ evit stummañ ur saosison.

Lakait ar saosison er yenerez e-pad un nozvezh.

An deiz war-lerc’h, tennit ar film hag evit echuiñ lakait sukr lindr war ar saosison evit ar c’hinkladur.

Setu prest eo ! Kalon digor deoc’h !

Adkavit holl rekipeoù Klervi all o klikañ amañ !

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù