Rekipeoù Klervi #13 : Takos vegan

Setu an eil rekipe sall eus ar chadenn : Un takos vegan !

Penaos fardañ takos vegan ? Displeget eo pep tra er video amañ dindan !

Aozennoù :

(evit 4 takos)

  • 80 gr bleud gwinizh
  • 30 gr bleud ed-du
  • 2 yaourt soja / 1 pod = 100 g (da lavaret eo unan evit an toaz hag un all evit an hilienn)
  • 1 meudad sukr
  • 200 gr Tofou
  • 4 loaiad vras hilienn soja sukret
  • 1 penn-ognon
  • 2 dog-touseg
  • kokombrezenn
  • saladenn (gallout a rit implijout n’eus forzh pehini, aze implijet em eus letuz.)
  • eoul olivez
  • holen
  • pebr
  • louzaouennoù Provañs

Prientiñ :

Troc’hit an tofou a-dammoù bihan.

Dibluskit ha skejennit an togoù-touseg hag an ognon.

Lakait pep tra en ur voest hermetek, an tofou, an togoù-touseg hag ognon.

Ouzhpennit an hilienn soja, serrit ar voest ha meskit.

Laoskit a-gostez e-pad un tregont munutenn bennak.

Da c’hortoz e vo fardet toaz an takos.

Meskit an daou seurt bleud gant ur meudad holen hag ur meudad sukr.

Ouzhpennit ar yaourt soja ha meskit betek kaout un toaz.

Lakait an toaz a-gostez.

Kemerit ar meskaj ha meskit ur wech diwezhañ a-raok poazhañ.

Poazhit ar meskaj gant ur banne eoul olivez er baelon. Meskit anezhañ ur wech an amzer.

Ur wech poazhet  lakait a-gostez ar meskaj en ur plad.

Troc’hit an toaz e pevar zamm ha ledanit pep tamm e stumm ur rond.

Ret eo e vefe fin an toaz.

Poazhit an toaz er baelon domm hep danvez druz.

Troit an toaz meur a-wech betek ma vo poazh.

Ur wech poazh lakait a-gostez en ur plad.

Meskit an eil yaourt soja gant holen, pebr ha louzaouennoù Provañs.

Troc’hit ar gokombrezenn a-rondigennoù ha laoskit a-gostez.

Evit echuiñ, kemerit an tortilla, lakait an hilienn warnañ, ar meskaj, ar rondigennoù kokombrez un tamm saladenn hag un tamm hilienn.

Prest eo ! Kalon d’ho poued !

Adkavit an holl rekipeoù Klervi all o kllikañ amañ !

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù