Rekipeoù Klervi #19 : cake potiron

Kinnig a ra Klervi deoc’h fardañ ur c’hake potiron, ur rekipe a glot mat gant an diskar-amzer !

Penaos fardañ cake potiron ? Displeget eo pep tra er video amañ dindan.

Aozennoù (evit 2 g/cake) :

Evit an toaz

  • 1 potiron (700 gr)*
  • 2 garotezenn (200 gr)
  • 300 gr sukr kastonadez
  • 4 vi
  • 20 cl eoul tro-heol
  • 350 gr bleud
  • 100 gr kraoñ-kelvez
  • 1 sac’hadig goell kimiek
  • 2 loaiad vihan bikarbonat boued
  • 1 loaiad vihan holen
  • 1 loaiad vihan frond vanilha
  • 1 loaiad vihan kanell
  • 1/2 loaiad vihan kraoñ-muskadez

Evit al lindrenn

  • 250 gr mascarpone
  • 50 gr sukr lindr
  • chug un 1/2 orañjezenn

Prientiñ :

Troc’hit e daou ar potiron gant ur gontell vara, ha dibluskit anezhañ.

Goude bezañ diblusket anezhañ tennit kreiz ar potiron gant ul loa vras.

Troc’hit ar potiron a-dammoù.

Lakait a-gostez ar potiron en ur sil.

Kemerit an div garotezenn ha dibluskit anezhe.

Troc’hit anezho a-dammoù ha lakait anezho a-gostez gant ar potiron.

Gwalc’hit ar potiron hag ar c’harotez.

Lakait al legumaj er gastelodenn.

Leuniit ar gastelodenn gant dour.

Poazhit al legumaj e-pad un 20 munutenn bennak.

Ur wech poazhet, dizourit al legumaj er sil.

Lakait ar potiron hag ar c’harotez er volenn ha flastrit anezhe gant ur fourchetezenn pe ur flastrer legumaj, betek ma troint da yod.

E-keit m’emañ al legumaj o yenaat, pilit ar c’hraoñ-kelvez.

An toaz

Bremañ e vo graet an toaz, meskit gant ar bleud, un 1/2 loaiad vihan kraoñ-muskadez, ul loaiad vihan kanell, ul loaiad vihan holen, div loaiad vihan bikarbonat boued, hag ur sac’hadig goell kimiek.

Laoskit ar meskaj-mañ a-gostez.

Kemerit ur volenn, ha torrit ar vioù enni.

Meskit ar vioù. Hag ouzhpennit ar sukr, tamm-ha-tamm, en ur meskañ bepred.

Ouzhpennit an eoul, ha meskit dousig.

Ouzhpennit ul loaiad vihan frond vanilha, ha meskit.

Ouzhpennit ar potiron hag ar c’harotez, ha meskit dousig.

Ouzhpennit ar c’hraoñ-kelvez, ha meskit.

Ouzhpennit tamm-ha-tamm ar bleud, ha meskit dousig.

Meskit betek ma vo unvan an toaz.

Palennit ur moull gant paper parch pe gant amann ha bleud.

Ha skuilhit an hanter eus ar volennad ennañ.

Ar peurrest eus an toaz a servijo evit fardañ un eil cake.

Lakait da boazhañ er forn, tommet da 180°C, e-pad un eurvezh.

Al lindrenn

Bremañ e vo fardet ul lindrenn evit kinklañ ar wastell.

Lakait an dienn mascarpone er volenn, ha labourit anezhañ, un tammig, gant ur spanell.

Ouzhpennit ar sukr lindr, hag ar chug orañjez.

Meskit gant ar fourchetezenn.

Ret eo kaout un dienn lintr.

Ar servij

Ur wech yen-mat ar c’hake, divoullit anezhañ.

Goloit ar wastell gant al lindrenn.

Hag evit echuiñ kinklit ar c’hake, douzh ho c’hoant.**

Aze, implijet em eus kanell, tammoù karamel ha vermisel sukr a-bep liv.

A-raok servijout , lakait ar c’hake er yenerez, evit ma talc’hfe mat an dienn.

* gallout a rit implijout potimarron, sitrouilhez, koulourdrenn…

** evit kinklañ ar c’hake, gallout a rit implijout kraoñ-kelvez, orañjez koñfizet…

*** gallout a rit fardañ ar c’hake an deiz a-raok, evit ma talc’hfe mat al lindrenn hag evit santout mad frond ar spisoù.

Prest eo !

Kalon digor !


Rekipeoù Klervi all dre amañ.

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù