Rekipeoù Klervi : #2 cupcake dimezell chokolad

N’ouzoc’h ket petra fardañ evit an Tad Nedeleg ? Kudenn ebet ! Sed aze ur rekipe lipous hag a blijo dezhañ ! Cupcake Dimezell Chokolad : ur rekipe lipous a blijo d’an Tad Nedeleg kement ha d’an holl dud all, ur rekipe evit merenn-vihan pe an dibenn-pred !

Penaos en ober ? Displeget eo pep tra er video amañ dindan.

Aozennoù :

Evit ar c’hupcake :

  • 2 bodad yaourt
  • 1 podad 1/2 sukr
  • 2 bodad bleud
  • 1 podad poultr kraoñ-dimezell
  • 1 sac’hadig goell kimiek
  • 1/2 podad eoul
  • 1 podad malzennoù chokolad

Evit ar chantilly :

  • 50 cl dienn liñvek gant 30% danvezenn druz
  • 250 gr mascarpone
  • 100 gr sukr lindr

Prientiñ :

Evit ar c’hupcake :

Goriñ ar forn da 180°C.

Lakaat an 2 yaourt en ur plad, naetaat ur pod evit muzuliañ an aozennoù all gantañ.

Ouzhpennañ ar sukr ha meskañ.

Ouzhpennañ ar bleud, ar goell kimiek hag ar poultr kraoñ-dimezell.

Meskañ mat kuit da gaout pouloud en toaz.

Ouzhpennañ an eoul, meskañ adarre betek kaout un toaz unvan.

Hag evit echuiñ ouzhpennañ ar malzennoù chokolad.

Meskañ ur wech diwezhañ.

Leuniañ ar moulloù cupcake betek an 3/4.

Lakaat er forn e-pad 20 munutenn.

Evit fardañ chantilly :

Lakaat an dienn yen-mat, ar mascarpone hag ar sukr lindr en ur plad.

Basañ anezho gant ur baser tredan (pe gant an dorn evit ar re galonekañ) betek ma trofe d’un dienn eonennek.

/! Arabat basañ betek re mod-all e troio ar chantilly da amann /!

A-raok lakaat ar chantilly ret eo gortoz e vefe yen-yen ar c’hupcake !!!

Lakaat ar chantilly en ur sac’h envez, ha kinklañ ar c’hupcake o kregiñ d’ober ur c’helc’h eus an diavez betek an diabarzh. Hag evit echuiñ penn-da-benn gant ar c’hinkladur lakaat kinkladurioù a bep seurt hag a bep liv !

Kalon vat deoc’h !

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like