Rekipeoù Klervi : #4 karamel

N’ouzoc’h ket penaos ober karamel da lakaat war ho krampouezh ? Na rit ket biloù, kinnig a ran deoc’h sellet ouzh ar rekipe nevez a zo bet embannet war ma chadenn YouTube !

Penaos ober ? Displeget eo pep tra er video amañ dindan.

 

Aozennoù :

  • 160 gr sukr
  • 20 kl dienn liñvek gant 30% a zanvezenn druz
  • 80 gr amann

 

Prientiñ :

Kemerit ur gastelodenn, ha grit karamel a sec’h gant ar sukr (da lavaret eo, ne vo ket ouzhpennet dour ennañ)

Ur wech aet ar sukr da garamel, ouzhpennit an dienn klouar, en ur ziwall ne strinkfe ket warnoc’h !!

Hag evit echuiñ, ouzhpennit an amann.

Ur wech mesket pep tra prest eo ar c’haramel.

Evit mirout anezhañ, gallout a reoc’h lakaat ar c’haramel e podoù kaotigell, serrit mat anezho.

Laoskit ar c’haramel da yenaat a-raok tañva anezhañ war ur grampouezhenn bennak !

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù