Rekipeoù Klervi : #7 krampouezh sistr

A-benn ur sizhunvezh e vo devezh ar Chandelour, neuze e kinnigan rekipe ur bas krampouezh gant sistr deoc’h !

Bep bloaz e vez lidet ar Chandelour, d’an 2 a viz C’hwevrer, da lâret eo daou-ugent devezh goude Nedeleg. Ar Chandelour a zo ur gouel pagan ha latin kozh. Deuet da vezañ ur gouel relijiel ha kristen da c’houde, a glot gant “kinnig ar C’hrist d’an Templ”. Unan eus Daouzek Gouel Meur ar gristenien eo.

Penaos ober ur bas krampouezh sistr ? Displeget eo pep tra er video amañ dindan!

 

Aozennoù :

– 500 g. bleud
– 4 loaiad vras sukr
– 1 meudad holen
– 6 vi
– 50 sl. laezh
– 50 sl. sistr
– amann

Prientiñ :

Kemer ur plad ha lakaat ar bleud, ar sukr hag an holen ennañ. Meskañ.

Ober ur puñs hag ouzhpennañ ar vioù. Meskañ.

Ouzhpennañ al laezh tamm-ha-tamm. Ha meskañ mat.

/!\ Arabat kaout pouloud /!\

Evit echuiñ, ouzhpennañ ar sistr ha meskañ betek kaout ur bas unvan.

Laoskel da ziazezañ e-pad un 30 munutenn bennak.

Da c’houde eo poent treiñ ar c’hrampouezh war ar billig.

Ar prantad gwellañ eus ar rekipe ? Debriñ ar c’hrampouezh gant ur banne sistr !

Kalon vat deoc’h !

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù