Rekipeoù Klervi #8 : Panna Cotta gant dienn sitroñs

Dienn-sitroñs_Rekipeou-Klervi

Kentañ rekipe ar c’henfinañ a ginnigan deoc’h eo hini ar Panna Cotta gant dienn sitroñs !

Penaos fardañ Panna Cotta gant dienn sistroñs ? Displeget eo pep tra er video amañ dindan !


Aozennoù :

Evit ar Panna Cotta :

– 25 cl. dienn liñvek
– 2 gr agar-agar
– 40 gr sukr

Evit an dienn sitroñs :

– 1 sitroñs BIO
– 35 gr sukr
– 20 gr amann
– 2 gr agar-agar

Prientiñ :

Lakait en ur gastelodenn an dienn, ar sukr, hag an agar-agar a vo bet lakaet e-barzh 5 cl dour yen a-raok.

Lakait an dienn da virviñ gant ar sukr hag an agar-agar en ur veskañ bepred.

Goude-se lakait pep tra e ramikinoù ha laoskit 2 eurvezh da yenaat er yenerez.

Da c’hortoz gwalc’hit ar sitroñs ha diruskit anezhañ.

Troc’hit ha gwaskit ar sitroñs evit tennañ ar chug dioutañ.

Lakait warnaar sukr, an amann, hag an agar-agar a vo bet lakaet e-barzh 5 cl dour yen a-raok.

Lakait da dommañ en dourgib (bain-marie) ha meskit betek ma vo un tamm fetis an dienn.

Goude-se laoskit da yenaat un tamm.

Kemerit ar ramikinoù gant ar Panna Cotta ha skuilhit an dienn sitroñs war-c’horre.

Setu prest eo, gallout a rit mont ouzh taol ! Kalon vat !

Adkavit holl Rekipeoù Klervi all o klikañ amañ !

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù