Sinema. Saudade ar c’hoarezed Gusmão

Rio de Janeiro, 1950. Div c’hoar yaouank, Eurídice ha Guida, 18 hag 20 vloaz. Pep hini gant he huñvre : ar piano evit unan, ar garantez evit eben. Met un tad a zo etreze : aotrouniek ha mirour, divizout a ra dispartiañ an eil c’hoar diouzh eben. A-dreuz ar c’hantved e klasko Eurídice ha Guida en em adkavout, hag ijinañ buhez ar c’hoar kollet. La vie invisible d’Eurídice Gusmão a zo ur melodrama fromus ha feminist, savet gant Karim Aïnouz e 2019.

Er vitologiezh c’hresian ez eo Eurydice anv kompagnunez ar barzh ha soner Orfeo, hag a yay betek an Ifernioù evit savetiñ anezhi a-drugarez d’e sonerezh. Met pa dro Orfe e benn da sellet outi, e steuz Eurydice da viken en didrouz hag en deñvalijenn. E La vie invisible d’Eurídice Gusmão, azasaet diwar ul levr skrivet gant Martha Batalha, ez eo Eurídice ur plac’h vrazilian a 18 vloaz, gant ar c’hoant mont da Vienna evit dont da vezañ ur bianoourez vrudet. Cheñchet e vo he buhez da viken koulskoude pa ya kuit he c’hoar Guida da Vro-C’hres gant ur martolod.

Buhezioù diwelus div c’hoar e Brazil er bloavezhioù 1950

Ral a-walc’h eo ar filmoù a ziskouez al liammoù etre c’hoarezed. Amañ e vez santet ul liamm diwel ha padus etre an div c’hoar, dibosupl da zistruj o buhez-pad, en desped da youl an tad.

Ur film diwar-benn an diank eo La vie invisible d’Eurídice Gusmão, dre ma kont deomp petra eo bevañ gant eñvorennoù, gant tasman un den tost met dibosupl da adkavout, ha dibosupl da c’houzout ha marv pe vev ez eo. Degouezhioù gwalleürus ha manket, karantez saotret gant gevier an tad, ar gwaz, ar batriarkiezh… Istor ar c’hoarezed a vez leuniet gant ur santimant treboulus, kreñv ha fizikel evel un taol-ratre don : bezañs an hini na vez ket gwelet, met a vo atav klasket gant an daoulagad. Un diank, ur saudade evel ma vez lavaret e portugaleg : melkoni, hiraezh ha spi kemmesket.

Almeida Junior, Saudade, 1899

Un harpusted a vez santet er film ivez, dre ma talc’h pep c’hoar da ijinañ buhez diwel an hini all evit achap eus he buhez dezhi hec’h-unan. Evit Guida emañ Eurídice e Vienna o seniñ piano, hag evit Eurídice emañ Guida e karantez vras e Bro-C’hres. Ar c’hoarezed a gendalc’h da gaozeal asambles e-pad 70 vloaz hep gellet klevout respont an hini all. Istor Eurídice ha Guida a gemer neuze stumm ur melodrama, gant ur from endalc’het a-hed ar bloavezhioù, betek fin ar film.

« Melodrama trovanel »

Buhezioù kenstur an div c’hoar a zo filmet gant ul luc’hskeudenniñ hag ur frammañ fromus-meurbet. Ar sonerezh a zo merket gant ar fado, ken kreñv a livioù tomm ha peurvec’h kêr Rio. Ur meskaj etre an telenovela brazilian hag an drajedienn c’hresian eo La vie invisible d’Eurídice Gusmão, douget kreñv gant c’hoari an aktorezed penañ, Carol Duarte ha Julia Stockler.

Rio de Janeiro

Ur « melodrama trovanel » a vez graet eus ar film gant ar sevener Karim Aïnouz. E-pad pell eo bet ar melodrama ar gennad filmoù nemetañ ma veze laosket plas d’an tudennoù gwregel. Rentiñ enor d’an holl vaouzed « diwelus » en doa c’hoant ar realizatour ober. Gant ur vamm dizimez eo bet desavet eñ, e biz Brazil, en Nordeste, ur rannvro virour-tre er bloavezhioù 1960.

C’hoant em eus bet da lidañ ar melodrama hag implijout e genedelouriezh a-benn livañ un daolenn sokial eus hor c’houlz-amzer, ur vurutelladenn splann ha tragik a-fet gweled, brazonius ha kriz. C’hoant em oa da grouiñ un istor o lakaat war wel ur pennad diwel eus istor ar merc’hed. – Karim Aïnouz

Ur freskenn feminist

Evel er film Mustang, savet gant Deniz Gamze Ergüven e 2015 , pe A genoux les gars – Antoine Desrosières, 2018 – eo amañ al liamm etre c’hoarezed un abeg evit sevel splann a-enep d’ar batriarkiezh. Gant La vie invisible d’Eurídice Gusmão eo tudenn an tad a c’hoari ar roll-mañ, pa ziviz dispartiañ an div c’hoar ha dizarbenn o c’hoant da vezañ dizalc’h. Dre pouez ar wazed, an dimeziñ hag ar vugale war ar c’hoarezed e pella muioc’h-mui ar chañs da dizhout o hunvreoù dioute ha da vevañ en ur ser. Ar garantez etre an div c’hoar a vez flastret gant ar vachoouriezh, evel o buhezioù hag o c’horfoù.

Ha kement-se n’eo ket dister dra e Brazil Bolsonaro, ur prezidant brudet evit e seksism feuls. Kreskiñ a ra an niver a vaouezed muntret er vro, dreist-holl e-mesk ar re zu. Ur aergelc’h sañsur a vez santet ivez, hervez Karim Aïnouz, e liamm da skouer gant kresk an avielouriezh. En un enkadenn vras emañ  ouzhpenn da se ar sinema brazilian, dre ma‘z eo ar gouarnamant enebet ouzh diorren ar politikerezhioù sevenadurel er vro.

Manifestadeg feminist e Brazil : “1 vaouez a vez gwallet bep 10 mn”

Maouezed gant un nerzh hag un energiezh kreñv-tre a vez lakaet war wel gant La vie invisible d’Eurídice Gusmão, un tamm evel ma vez graet gant sinema Pedro Almodovar e Spagn. An tudennoù gwregel n’int ket filmet evel gwan, met evel nerzhioù-kalon bac’het. Ar c’hoant bevañ a vez santet war vogerioù ar gêr garioka, melen-rous, gant adskedoù mezvus.

Setu e ro ar film-mañ ur chañs da adlenn mojenn Eurydice gant daoulagad nevez : marteze n’emañ ket ken Eurydice en Ifernioù evel ur c’houzañverez diwel ha sentus. Marteze n’he deus ket c’hoant da heuliañ he gwaz, marteze eo hi un dudenn da vat, gant ur vouez hag ur vuhez dezhi hec’h-unan – unan a c’heller gwelet.

La vie invisible d’Eurídice Gusmão – Film brazilian, sevenet gant Karim Aïnouz e 2019 – 2e20mn – Priz « Un certain regard » e Cannes.

Evit mont pelloc’h ganti

 

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like