Ti-gwilioudiñ Gwengamp n’eo ket savetaet c’hoazh

@ http://www.bretagne-info.org/
Tud bro Gwengamp o doa stourmet evit difenn ti-gwilioudiñ Gwengamp e 2018. ©bretagne-info.org

Ne vo ket serret ti-gwilioudiñ Gwengamp e fin miz Genver, e-giz e oa bet divizet gant Ajañs rannvro ar yec’hed (ARS) warlene. Dibabet en doa Emmanuel Macron mirout anezhañ betek miz Gouere 2020. Met den ne oar resis pezh a c’houlenn ar Stad digant ar servij-mañ evit kenderc’hel gantañ.

Ur bloavezh hanter. Chom a raio ti-gwilioudiñ Gwengamp digor betek fin miz Gouere 2020 da nebeutañ, sañset. Divizet en deus Prezidant ar Republik reiñ ur goursez dezhañ pa oa deuet da Vreizh warlene, dre ma oa bet lakaet war-wel ar gudenn-mañ gant dilennidi ar vro. Embannet eo bet an diviz-mañ en un doare ofisiel, dre skrid, gant an ARS d’an 8 a viz Genver 2019 nemetken.

Stourmet o deus implijidi an ospital, mammoù ha tadoù, sindikadoù ha dilennidi bro Gwengamp ivez evit derc’hel gant o zi-gwilioudiñ. Ne fell ket dezho ober 45 munutenn hent (betek Sant Brieg) pe 30 munutenn (Lannuon) evit mont da wilioudiñ na koll ur servij publik en o c’horn-bro c’hoazh.

Ouzhpenn 2 000 a dud o doa manifestet neuze er vanifestadeg kentañ, e miz Mae 2018 e kreiz-kêr Gwengamp, Noel ar Graet, en o zouez. An aotrou maer kozh, bet prezidant klub War-Raok Gwengamp, zo prezidant Kevredad broadel ar vell-droad (FFF) bremañ. Tro en doa bet da gomz gant ministred a bep seurt hag Emmanuel Macron da vare Kib ar Bed. Gouzout a ra an holl en doa pouezet kalz en afer-mañ. Gwell ha se evit Gwengamp, met dav eo soñjal e vez savetaet tiez-gwilioudiñ gant stadoù mell-droad memes tra. Mod-se emañ e bed ar politikerezh …

Setu penaos e oa bet sikouret tud ar vro en o stourm. Manifestadegoù all zo bet, ha divizet eo bet gant Prezidant ar Republik nullañ dibab an ARS a-benn ar fin. « Dreistordinal eo ar fed adwelet pezh zo embannet gant an Ajañs. Ne c’hoarvez ket alies seurt divizoù » he deus lavaret Kenurzhierezh broadel komiteoù difenn an ospitalioù da hini bro Gwengamp. Koulskoude e chom implijidi an ti-gwilioudiñ war evezh abalamour n’eo ket sklaer tamm ebet ar pezh emañ ar Stad o c’hortoz evit dibab adarre chom digor pe serriñ ar servij e miz Gouere 2020.

Miz Gouere 2020… ha goude ?

N’eo ket bet displeget na gant Emmanuel Macron, na gant an ARS, penaos e vo graet an dibab ganto a-benn bloaz hanter. Iskis eo ar goursez-mañ hervez Hélène Gwichaoua, medisinez ar merc’hed ha renerez servij gwilioudiñ Gwengamp. « Pa vez adnevezet un aotre d’un ti-gwilioudiñ e pad 5 pe 7 vloaz. Met ne vez ket roet seurt aotre evit bloaz hanter sañset … Ouzhpenn-se, n’eo ket sklaer tamm ebet pezh a c’houlenn an ARS diganeomp. N’ouzomp ket peseurt disoc’hoù emaint o c’hortoz diganeomp evit kenderc’hel ganti ». Lavaret en deus an ARS eo ret d’ar servij degemer muioc’h a c’hanedigezhioù evit bremañ ha kavout ur mont en-dro padus ha sur. N’eo ket resisoc’h e goulennoù evit ar gerioù-se, ar pezh a c’hell bezañ ur strategiezh ivez : hep promesa e raio an Ajañs e-giz ma fello dezhi ober a-benn bloaz.

485 bugel a oa ganet e Gwengamp e 2018 hag e-tro 500 a oa bet e 2017. Izelaet eo bet ar sifroù e bro Frañs a bezh ivez er memes mare : 769 553 gwilioud e 2017 ha 758 000 warlene (hervez an INSEE). Hag emañ an niver a wilioudioù o tiskenn abaoe 2014 (-7,4%). « Klask a ra pennoù bras an ARS c’hoari gant ar sifroù. N’o deus ket nemet ur sell ekonomikel war an afer. Ne serrer ket un ti-gwilioudiñ pa vez war-dro 500 bugel bep bloaz sañset ! Nebeutoc’h-nebeutañ a c’hanedigezhioù a zo e pep lec’h kazimant, muioc’h c’hoazh war ar maez evel amañ » eme an Doktorez Gwichaoua.

Lakaat a ra an ARS un eil arguzenn war wel evit displegañ he c’hoant serriñ an ti gwilioudiñ : mankout a rafe medisined en ti, ahunourien ha pediatrourien. « Ma vez roet un aotre labourat deomp betek miz Gouere 2020 e talvez eo suraet hor mont en-dro evit poent, kement-se zo dija. Emichañs rak ma vije ur riskl bennak evit an dud e vije bet difennet ouzhimp kenderc’hel da labourat, a zispleg an Doktorez Gwichaoua. Bloavezhioù zo hor boa graet betek 800 gwilioud ar bloaz gant ar memes aozadur, ne doa ket muioc’h a dud o labourat eget bremañ. Padal n’eo ket bet lavaret deomp morse e oa dañjerus er mod-se. »

Gouzout a ra renerez ar servij e c’houlenn Ajañs rannvro ar yec’hed ur pediatrour ouzhpenn evit kaout unan dieub e Gwengamp pa vez ezhommoù mallus. « Emaomp o klask ur pediatrour hag a c’hellfe labourat en ur c’habined e kreiz-kêr, lec’h ma n’eus ket mui pediatrour ebet abaoe 15 vloaz, hag en ospital pa vez un ezhomm mallus. N’eus ket labour a-walc’h evit krouiñ ur post war an ezhommoù mallus espres-kaer amañ. Dont a ra unan eus Sant Brieg pa c’hoarvez traoù ur wech an amzer ha n’eus kudenn ebet mod-se. N’eo ket aes kavout unan peogwir e vank medisined e pep lec’h forzh penaos, an ARS a oar mat-tre an dra-se … »

Kenderc’hel a ra ar stourm

Ne fell ket da implijidi ospital Gwengamp chom da c’hortoz an hañv 2020 hep ober netra. Soñjoù a bep seurt o deus evit kenderc’hel gant ar stourm. Komite difenn ar yec’hed e bro Gwengamp, krouet e miz C’hwevrer warlene, a zo en soñj adlañsañ ur prosez dirak al lez-varn velestradurel. Savet e oa ur « recours contentieux » goude ma oa bet embannet gant an ARS e vije skarzhet ar servij. Met dilezet eo bet an ober-mañ gant ar stourmerien da-heul d’ar goursez divizet gant Emmanuel Macron.

Ouzhpenn-se emañ labourerien ar servij o klask kaout al label IHAB, ul label kalite tiez-gwilioudiñ ken anavezet gant an OMS hag an UNICEF. 38 ospital a zo deuet a-benn da dapout anezhañ e bro Frañs. « Brav e vefe kaout hemañ abalamour n’eus ket bet serret un ti-gwilioudiñ hag en deus bet al label morse» eme Flora Bochet, adklañvdiourez, ezel eus ar CGT hag eus komite difenn ar yec’hed e bro Gwengamp.

Gellout a ra an dud harpañ an ti ivez o lakaat o anvioù war ar sinadeg lañset gant ar c’homite difenn. « E-tro 10 000 a dud o deus sinet evit poent, n’eo ket fall. Met nebeutoc’h-nebeutañ a dud a lak o anvioù abaoe ma oa bet embannet ne vo ket serret ar servij er bloaz-mañ, a zispleg Flora Bochet. Koulskoude eo ret deomp stourm c’hoazh evit ma ne vefe ket divizet echuiñ gant ti-gwilioudiñ Gwengamp e 2020. Deomp da gavout doareoù da gelaouiñ an dud evit displegañ dezho n’eo ket echu, amañ emañ an dalc’h da’m soñj. »

Cheñchamantoù e bed ar yec’hed en Aodoù-an-Arvor

A-bouez eo gouzout penaos e-tro bed ar yec’hed e Aodoù-an-Arvor evit kompren gwelloc’h pezh a c’hoarvez gant ti-gwilioudiñ Gwengamp. Krouet e oa bet un aozadur boutin e 2016, ur GHT (Groupement hospitalier de territoire) hag a vod seizh ospital, 4 600 gwele ha 7 000 implijad ennañ : Gwengamp, Kintin, Lannuon, Lambal, Landreger, Pempoull ha Sant-Brieg. Ar pal a zo kenlabourat evit espern met lakaat a ra kevezerezh etre an ospitalioù ivez. A-du e oa lod eus pennoù-bras ha medisined an ospitalioù all da serriñ servij Gwengamp evit ma ne chomfe nemet un ti-gwilioudiñ e Sant-Brieg hag un eil e Lannuon. Met cheñchet e oa bet penn d’ar vazh gant Prezidant ar Republik ha reuz zo er GHT abaoe an diviz-se hervez kont.

Serret e oa bet ti gwilioudiñ Pempoull e 2003. « N’eus kudenn ebet. N’eus bet ganet bugel ebet war vord an hent e-giz e lâre tud zo pa oa bet serret ar servij » en deus lavaret Yves de Chaisemartin, aotrou maer Pempoull, paotr an UDI, da Liberation.fr e miz Gwengolo 2018. Met Hélène Gwichaoua n’emañ ket a-du tamm ebet gantañ.

« Deuet e oa mammoù eus bro Pempoull da Wengamp er bloavezhioù tremenet. N’o doa ket amzer da vont da Sant Brieg. Ma ne vije ket eus ar servij amañ e vije bet marvet bugale zo sur a-walc’h, emezi. Ouzhpenn-se, me a gav din, kaout un ti-gwilioudiñ bras-tre evit an holl n’eo ket mat evit ar familhoù. Kudennoù arc’hant a zo gant an ospitalioù, sklaer eo. Met arabat soñjal e-barzh se nemetken ha disoñjal buhez tud ar vro. » A-benn 2020 e vo Kib an Europa ha Noel ar Graet a vo prezidant Kevredad broadel ar vell-droad atav sañset. Savetaet e vefe dazont ti-gwilioudiñ Gwengamp en ur stad melldroad adarre marteze…

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like