Un teulfilm war implij ar gwallerezh e Libia

Ar sevenourez Cécile Allegra he deus kaset da benn un enklask hir ha start war implij ar gwallerezh e Libia e-giz arm brezel. He zeulfilm, “Libye, anatomie d’un crime” a zo da welet betek an 21 a viz Kerzu war Arte.

 

 

N’eo ket nevez implij ar gwallerezh er brezelioù evit moustrañ an enebourien. Abaoe fin an eil brezel-bed ha kresk an emgannoù e pep lec’h dre ar bed eo deuet war wel an torfedoù-se. Difin e seblant bezañ al listennad brezelioù ma vez implijet ar gwallerezh da arm : en Alamagn, Indez-Sina, Aljeria, Yougoslavia, Rwanda, Koweit, Iraq, Kongo… Aliañ a ran deoc’h lenn ar pennad Le viol en temps de guerre bet skrivet e 2010 gant an arzourez Agnès Stienne, ha sellet ouzh ar gartenn treset ganti amañ, evit gouzout hiroc’h war an tem-mañ.

Goude diskar Kadhafi ez eus kroget ur brezel all

E Libia eo implijet ar gwallerezh da arm brezel abaoe ar bloavezhioù 90 en un doare sistematek, da gentañ gant an arme. Met en ur vro disrannet gant ar brezel ez eus torfedourien a bep tu. Goude diskar ren Mouammar Kadhafi e 2011 eo deuet an traoù da vezañ gwashoc’h c’hoazh p’eo kroget an emsavidi gant koulzadoù emveñjiñ, evit ma vefe gwallet ar re o deus bet o gwallet en a-raok. Milisoù a zo bet savet e pep korn ar vro, d’ober justis o-unan. Ha ma ne vefe ket euzhus a-walc’h c’hoazh e vez implijet repuidi afrikan gant ar milisoù-se, pe gwazed eus pobl an Tawarga, evit gwallañ an enebourezed hag an enebourien, a-raok o lazhañ alies.

Deuet eo ar gwallañ da vezañ reoliek en toulloù-bac’h, graet a-stroll, ha war ar wazed ivez, ar pezh a zo un elfenn nevez a-walc’h, dre ma vezont kalz niverusoc’h o vezañ bac’het. Tabou ar sekselezh a zo ken kreñv er vro gant pouez ar relijion hag ar sevenadur muzulman m’eo deuet ar gwallerezh da vezañ un doare da zistruj an dud, dre ma ne gredont ket komz eus ar pezh a zo c’hoarvezet ganto. Ur benveg politikel eo, da lakaat suj an enebourien.

An arm a lez ur roud, ar gwall ne ra ket.

Gwashoc’h eget mervel eo.

En teulfilm-mañ e reer anaoudegezh gant Emad ha Ramadan, daou zivroad libian e Tunizia a stourm evit ma vefe kondaonet an torfedoù, ar gwalloù en o zouez, graet abaoe 2011 ha deroù ar brezel diabarzh kentañ. Abaoe mizvezhioù e klaskont dastum testenioù prizonidi gant sikour Céline Bardet, gwiraourez etrebroadel, evit ma vo, un deiz bennak, kaset an dorfedourien dirak al Lez Kastizel Etrebroadel (ICC-CPI). Ar pal a zo ivez diskouez sklaer penaos e vez implijet an hevelep doareoù d’ober e lec’hioù disheñvel, klask prouennoù ha titouriñ ar fed e vefe un “hentenn” embannet gant pennoù-bras strollad-pe-strollad.

Heñvelderioù a zo ivez etre ar pezh a c’hoarvez e Libia abaoe 2011, hag ar pezh a oa bet e Srebrenica e Bosnia e 1995 hervez ar wiraourez. Sklaer eo eviti, ur pal a zo bet lakaet gant ar milisoù-kuzh : lazhañ ul lodenn eus ar boblañs, an Tawarga, rebechet da lod anezho bezañ bet a-du gant Kadhafi e-pad reveulzi 2011. Ouzhpenn un torfed-brezel, ur gouennlazh an hini eo. Koulskoude, diaes-tre eo termeniñ resis piv a zo e penn ar strolladoù, ha piv a ro an urzhioù. Labour ar stourmerien evit gwirioù mab-den war an dachenn, pe divroet da Dunizia e-giz Emad ha Ramadan, a vo a-bouez bras en dazont evit ma vo barnet ha kondaonet ar re gablus eus an torfedoù euzhus-mañ.

 

 

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like