Ur film da sellet evit harpañ maer degemerus ar repuidi

Domenico Lucano, maer Riace, ur gêriadenn a Galabria, a zo bet harzhet dilun. Tamallet e vez dezhañ gant polis Italia sikour an enbroerezh kuzh. Un teulfilm a zo bet savet diwar-benn e stourm gant un ti-produiñ eus Douarnenez.

Degemer ar repuidi a zo un danvez tenn, a weler c’hoazh en deizioù-mañ. Pa vez taget tud “SOS Méditerranée” gant an tu-dehou pellañ e Marsilha e vez lakaet diaes spered degemer Riace, kêriadennig kreisteiz Italia. Rak Domenico Lucano, an aotrou maer a zo bac’het abaoe dilun. Tamallet e vez dezhañ bezañ lidet euredoù etre tud genidik eus ar gêriadenn hag estrañjourezed evito da dapout paperoù.

Ur gêriadenn hep he bar eo hini Riace. Dibaoe 20 vloaz e vez kempennet tiez dilezet ha degemeret enno repuidi Eritrean, Afghan pe Kurd. Kroget e oa an degemer pa oa aet d’ar strad ur vag a 300 Kurd, un drederenn eus poblañs Riace d’ar c’houlz-se. Ouzhpenn 2000 annezad a zo bremañ ha bev eo ar bourk, addigoret ez eus bet ar skol ha kenwerzhioù.

Ar repuidi o buheziñ kêriadenn Riace

Un arouez eo deuet da vezañ Domenico Lucano : e-touez an 50 tudenn gant al levezon brasañ er bed a-bezh eo bet anvet gant ar gelaouenn amerikan Fortune e 2016. Gant e stourm evit degemer ar repuidi eo aet a benn an ‘Ndrangheta, Mafia spontus Kalabria hag enebet krenn d’an degemer-se.

Un teulfilm a oa bet kenproduet gant ti-produiñ Douarnenez, Tita production e 2016. Lakaat a ra war-wel stourm an aotroù Lucano evit reiñ buhez d’e gêriadenn gant ar repuidi ha gwelet neuze tuioù mat ha tuioù fall an degemer-se. Sevenourezed ha produerezed an teulfilm « Un Paese di Calabria » a ro tro d’an dud da sellet ouzh ar film en un doare digoust, disadorn 6 ha disul 7 a viz Here, evit brudañ ha harpañ stourm Domenico Lucano hag annezidi Riace :

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù