Ur gartenn graet evit anavezout Roazhon dreist d’ar bevennoù

Ober anaoudegezh gant ur gêr vras dindan berr amzer, o tennañ gounid diouzh al lec’hioù dedennusañ hep dispign kalz arc’hant, setu pal ar c’hartennoù USE-IT. Aozet holl war ur patrom boutin, hini Roazhon a zo ganet e miz Mezheven 2018.

Soñjet int bet evit degas titouroù d’ar veajourien ha beajourezed yaouank, ar gartenn, glas hag orañjez, a zo digoust ha pep tra a zo e saozneg warni. War an tamm paper, a c’hell derc’hel en ur c’hodell, ez eus titouroù a-bouez evit an douristed. Straedoù kreiz-kêr, stalioù, treuzdougen, tiez-bank, ar pep pouezusañ a weler en ur serr-lagad. Met mont a ra pelloc’h evit se.

Welcome to Roazhon !

Alioù a vez roet gant annezidi Roazhon, anvet “locals”. Pa zigorer ar pleg-dibleg e tigoront ar gaoz war o doare bevañ, evit anavezout Roazhon dreist d’ar bevennoù.  Komz a reont diwar-benn poentoù sevenadurel, boazioù an dud ha lec’hioù aliet evit debriñ pe pakañ ur banne gant mignoned.

E-mesk an traoù heverk a ranker gouzout o tont amañ pa vezer o touristañ ? Aliet oc’h da saludiñ an dud en ur bokat ouzh o divjod, chom hep debriñ an amann sall a vo diaes, posupl eo c’hoari paledoù pe harpañ klub mell-droad Roazhon, marteze e voc’h estonet dirak mozaikoù Odorico a vez kavet e pep lec’h… hag ar barradoù-glav a zo un dachenn gizidik.

Da belec’h mont ?

Ur wech plantet ar steuñv e c’heller teurel ur sell war kartenn ar straedoù, evit kantreal etre ar c’harterioù a-hed an deiz… hag an noz ! Merket eo ar poentoù dedennus ha displeget peseurt doare lec’h a gaver a-dreñv d’an añvioù ostaleri, tavarnioù pe stalioù. Evit astenn ar veajig prim e c’heller gouzout hiroc’h war istor ostel Breujoù Breizh, anavezout darvoudoù pennañ aozet bep miz pe c’hoazh kaout ur sell war al lec’hioù gouestlet d’an arzoù.

Ha pa vefe pep tra e saozneg n’eo ket ur gartenn didalvout-holl evit ar Vretoned hag ar Bretonezed. Amañ e c’hell annezidi ar veurgêr, pe tud a gred anavezout Roazhon kavout mennozhioù nevez evit o frantadoù ehan ivez.

Ur rouedad kartennoù

E Kopenhagen eo ganet ar c’hartennoù USE-IT er bloavezhioù 70. En em gavet int e Belgia e 2005. Ar mennozh a zo bet brudet dindan berramzer ha treuzkaset a gêr da gêr. Bremañ e vezont kavet en ouzhpenn 40 kêr eus Europa, evel e Beograd, Porto, Polonia, Oulu, Augsburg, Cordoba pe c’hoazh Bourdel pe Naoned. Dre ma cheñch buan a-walc’h ar stalioù hag al lec’hioù diouzh ar c’hiz evit an dud yaouank eo ret kinnig kartennoù stag ouzh birvilh kêr. Moullet e vez kartennoù nevez bep bloaz gant cheñchamantoù neuze.

Posupl eo kavout kartennoù Roazhon e Ti an douristed, en tavarnioù pe er stalioù.

Ur bajenn Facebook a zo ivez, evit adkavout an holl titouroù.

A-hend-all emañ an holl gartennoù enlinenn war lerc’hienn USE-IT, ha war o arload hezoug ha gallout a reer o fellgargañ amañ.

Reiñ a ra c’hoant da veajiñ !


Skeudenn : Dispak

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like