WAR VOURZH UR VAG-KENWERZH 1/2 Tud an akipaj

Da vare ar « Black Friday » ha prenadennoù Nedeleg, deomp da sellet un tamm a-dostoc’h ouzh an hentad graet gant ar varc’hadourezh a-raok na zegouezhfe er gourmarc’hadoù. Kelaouadenn e-kreiz ar Meurvor Atlantel war vourzh ur vag-kenwerzh, e-touez an endalc’herioù hag an akipaj.

War-dro 2 000 a endalc'herioù houarn a zo war al lestr, hep na oufe den ar pezh a zo enno, zoken ar c'habiten. War-dro 2 000 a endalc’herioù houarn a zo war al lestr, hep na oufe den ar pezh a zo enno, zoken ar c’habiten.

Miliadoù a voestoù-houarn renket a linennadoù war gilometradoù. Gant ar betoñs, ar savadurioù bras hag an uzinoù e-leizh tro-dro dimp eo diaes ijinañ penaos e oa an traoù gwechall el lec’h m’emaomp o sevel bremañ, e miz Gwengolo 2019. War unan eus porzhioù an Havr-Nevez emaomp, e kreiz un takad natur gwarezet pouezus-kaer evit al laboused, e penn stêr ar Saena. Al laboused, ne vezont mui gwelet nemet en un nebeud lec’hioù gwarezet. Kirri-samm, kirri-tan, givri-houarn uhel-kenañ ha trenioù hir-mat a fiñv a-herr diehan, evit kas ha degas an holl endalc’herioù. Setu ul lodenn dianav eus kevredigezh ar beveziñ, ar pezh na soñjer ket ennañ pa’z eer da brenañ tra pe dra er gourmarc’had. Da vare ar « Black Friday » ha prenadennoù dibreder Nedeleg e kinnigomp deoc’h ur veaj war vourzh ur vag-kenwerzh, endalc’herioù warni etre an Havr-Nevez ha Gwiana C’hall.

C C Cayenne

Daou gazetenner a zo ac’hanomp. E bourzh ar CC Cayenne omp bet e-pad 18 devezh, bag vihanañ an embregerezh etrebroadel CMA-CGM, ur gompagnunezh frediñ. Ma c’halled c’hoazh un nebeud bloavezhioù zo mont war vourzh ul lestr kenwerzh ken nemet o c’houlenn an aotre digant ar c’habiten, e ranker bremañ tremen dre ur stal douristed evit prenañ un tiked (ker-ruz, 100 euro an deiz dre zen). Neuze, gant ar vartoloded eus Filipinez a zo war ar CC Cayenne omp bet gwelet evel touristed pinvidik, ha servijet gante evel ma vijemp bet en ul leti. Ne oamp ket en hon aez gant se. Ma ! Ganeomp e oa bet divizet treuziñ ar meurvor Atlantel er mod-se da gentañ evit gwelout an hentad a vez graet gant an endalc’herioù tro-dro d’ar bed, met ivez evit ober anaoudegezh gant ar re a labour war al listri-se.

Akipaj etrebroadel, kevratoù etrebroadel

Etrebroadel eo ar vag, a-dra-sur. Roumaned zo eus ar c’habiten hag eus an iskabiten, Gallaoued ar penn-mekaniker hag an danvez ofiserien, Ukrenian un ofiser all, hag ar peurrest… Filipineziz an holl anezhe. Etrebroadel eo ivez ar c’hevratoù : ma c’hell chom un ofiser gall etre daou ha pevar mivzvezh war-vor, evit tud Filipinez e c’hell mont betek nav mizvezh diouzh renk. « Me zo amañ abaoe 14 mizvezh, eme Ray, ar c’heginer, a orin eus Manila (kêr-benn Filipinez). Div gevrat am eus graet diouzh renk. Ne’m boa ket a choaz, ma’m bije nac’het an eil kevrat e vije bet re risklus din ». Ne vefe ket bet asur Ray da adkavout ul labour da c’houde. Neuze n’en deus ket gwelet e ziv verc’h hag e wreg abaoe muioc’h eget bloaz.

An holl Filipineziz hon eus kejet gante a oa start-tre o buhez familh. Plac’h nemeti ar vag, Ilonah, he deus ur c’hoar a zo memes micher ganti… Met war ur vag all. « A-wechoù, pa vez tost a-walc’h hor bagoù, e komzomp etrezomp dre ar radio. » Karlo, eñ, a zistroio sañset e-koulz evit bezañ gant e wreg pa vo ganet o bugel.

N’eo ket aes kennebeut evit ar Frañsizien bezañ re bell diouzh o familhoù. Met bras eo an diforc’h gopr ha gwirioù etre martoloded ar memes akipaj. Tud Filipinez eo ar re baeet ar fallañ. Gante n’eus ket a yalc’hadoù dilabour, evel gwirioù Pol Implij, pa vezont er gêr. Neuze, seul vui a labouront, seul vui e c‘hellont espern, ha seul vui e c‘hellont chom gant o familhoù goude-se.

Er c’hantved diwezhañ  e oa martoloded Enez-Eusa eo a veze kavet war vor e-leizh. Hiziv an deiz e vez kentoc’h Filipineziz. Hervez ar sifroù e vefent tro-dro da 400 000 a vartoloded. Abalamour m’eo marc’had-mat evit an embregerezhioù tuta anezhe, hag ivez abalamour ma vez kalz stalioù doare « interim » en Inizi Filipinez a ya da glask tuta martoloded nevez eno.

Ar re wenn eus un tu, ar re all d’egile

Dispartiet mat e vez an akipaj war ar CC Cayenne. Div sal-debriñ a zo : unan evit an ofiserien hag unan all evit an akipaj. Ha peogwir e fell d’an nebeud ofiserien filipinezat zo war ar vag debriñ boued eus o bro ez eont da zebriñ gant an akipaj. A-benn ar fin ez eus ur sal evit ar re wenn hag unan all evit tud Filipinez. Un tamm drol e oa dimp memes tra, plaset e oamp ouzh taol an ofiserien ha servijet gant ur martolod filipinezat a lavare dimp atav « Yes sir, yes madam ». N’eo ket tre diouzhimp doujañ d’an urzhaz, neuze ne oamp ket plijet da vezañ lakaet war an uhel mod-se, daoust ma oa gwir hon doa paeet muioc’h eget ur mizvezh gopr evit ur martolod eus Filipinez (muioc’h eget ur mizvezh gopr e oa dimp ivez, met diaes e oa displegañ dezhe perak e oa bet lakaet ur sammad ken bras a arc’hant ganimp evit treuziñ ar mor !). Terriñ ar voger a oa etrezomp a felle dimp ober.

E penn kentañ e soñje deomp e vijemp bet gwelet evel touristed kazus gant al labourerien. Ar c’hontrol-mik eo bet e gwirionez. A-benn ar fin e oant laouen o welout pennoù nevez e bourzh ar vag ha, dreist-holl, pennoù yaouank (peurliesañ e vez kentoc’h tud deuet, ouzhpenn hanter-kant vloaz a ra seurt beajoù). Ha setu-ni da dremen amzer gante e-pad o amzer-vak. Na petra ’ta a vez graet gante pa ne labouront ket ? C’hoari d’ar c’hoari video FIFA alies, riboulat kalzik… ha kanañ karaoke forzh pegement ! Filipineziz eo ar re varrekañ war se, sur eo ha n’eo ket marteze.

Echuiñ a ra ar veaj ganeomp e Degrad de Cannes, nepell diouzh Cayenne e Gwiana C’hall. Met kendalc’het e vo al labour gante e-pad mizvezhioù c’hoazh, damdroc’het diouzh ar bed ha diouzh o familhoù.

A-drugarez d’an holl vareoù plijus tremenet gant an akipaj, d’ar banneoù evet asambles, d’ar c’hentelioù keginañ, d’ar sonerezh graet ganto, ha d’an abadennoù plijus bevet ganto ne c’hallimp ket kaozeal diwar o fennoù, omp deuet a-benn da dreuzfurmiñ, p’hon eus kuitaet al lestr, ar « Yes sir, yes madam » e « Good bye my friends ».

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like