WAR VOURZH UR VAG-KENWERZH 2/2 An doug endalc’herioù

Da vare ar « Black Friday » ha prenadennoù Nedeleg, deomp da sellet un tammig a-dostoc’h ouzh an hentad graet gant ar varc’hadourezh a-raok na zegouezhfe er gourmac’hadoù. Kelaouadenn e-kreiz ar meurvor Atlantel war vourzh ul lestr kenwerzh, e-touez an endalc’herioù.

Ar CC Cayenne e porzh Philipsburgh, war enez St-Maarten, er Mor Karib.

Hirder : 190 metrad. Anv ar vag: CC Cayenne. Akipaj : 27 den. Lestrad : 2 000 a endalc’herioù. Hentad : An Havr-Nevez (Bro-C’hall) – Degrad de Cannes (Gwiana C’hall). Un uzin da vat eo al lestr-mañ, gant ur sal-vekanikoù ken bras ken ne vez gwelet nag ar mor nag an heol gant an dud a labour enni, devezhioù-pad a-wechoù.

Trouzal a ra ar c’hefluskerioù, eus ar penn a-dreñv betek ar penn a-raok. Evit tud n’int ket boazet eveldomp eo spontus pep tra a-fet ment… Koulskoude eo ar CC Cayenne bag vihanañ embregerezh etrebroadel CMA CGM, ul lestr-karg doug-endalc’herioù! Buan hon eus komprenet an dra-se : o paouez mont kuit eus an Havr-Nevez  e oamp pa oa dija meur a vag bras-tre, brasoc’h eget hon hini, a-bep tu d’an dremmwel.

Bremañ, ar bagoù brasañ a zo dezho tro-dro da 350 m hir ha betek 22 000 a endalc’herioù a c’haller kargañ enno (boestoù-houarn bras). “D’ar poent-se, ar vag a zo da vat par d’un enezenn”, eme ur martolod filipinezat. Ne santer ket ar gwagennoù ken pa vez eus un taol barr-avel!” Ni hon deus gallet kaout un taol arnev e-kreiz ar Meurvor, hag e vije hejet mat ar vag, daoust ma ne oa ket uheloc’h ar gwagennoù eget pevar metrad. Sañset e krog da vezañ start evit ar CC Cayenne adalek 6 pe 7 metrad uhelder. “War ul lestr-bras e oan a-raok labourat amañ”, a lavar un ofiser dimp. “Ur wech e oa bet gwagennoù 13 metrad uhelder… Ne veze ket santet mann”.

Betek 300 tonnenn a fioul pounner

Trouz bouzarus dibaouez a vez e sal ar c’hefluskerioù.
N’eo ket bagoù-dre-lien an endalc’herioù-se, anat eo. Hag evit lakaat da vont war-raok un euzhvil a-seurt-se eo dav lakaat litradoù a eoul-mein er c’heflusker, evel-just.

A bep seurt gazeoul a vez implijet gant ar bagoù. Met peurliesañ eo un doare dour-tan saotrus-kenañ a vez devet gant al listri-kenwerzh pa vezont war vor, pell diouzh an aodoù. Fioul pounner a vez graet eus se. Gant lastez an eoul-maen hag ar produioù a servij da wennaat anezhi e vez fardet ar fioul-se. Betek 300 tonnenn fioul-pounner a c’hell bezañ lonket, bemdez, gant ur c’hargo eus ar re vrasañ. 50 tonennad bemdez zo a-walc’h evit ar CC Cayenne. Daoust ma n’eo ket ken fall al listri-kenwerzh hag ar c’hirri-nij a-fet CO2 produet, e c’hell ur vag vras er mod-se hec’h-unan, a-fed soufr, saotrañ an aer kement a 50 milion a girri-tan ! Gwelet e vez war hor bag : du-mat eo ar moged a ya kuit diouzh ar siminal, ha ken lous eo ma vez tammoù ludu pegus o c’holeiñ al leur hag ar mogerioù. Hag e-pad hor beaj eo bet diaes alaniñ aer fresk ar mor ken fall e oa ar c’hwezh a zee er-maez eus kof ar vag.

A-benn 2020 e tlefe bezañ difennet implij ar fioul-se gant an Aozadur mor etrebroadel (Organisation maritime internationale) war an holl vorioù. Evel-just e vo implijet ur fioul ha ne vo ket ken “pounner” marteze met a chomo gwall saotrus memes tra.

Hag an endro ?

Ar produioù lakaet war pont ar vag.
Ar produioù lakaet war pont ar vag.

Ouzhpenn da se, e vez kemeret ar c’harr-nij gant pep martolod, bewech ma teu e-bourzh ar vag pe evit distreiñ d’ar gêr (rak evel-just ne‘z a ket ar vag da gerc’hat ar vartoloded en o bro). Tost an hanter eus ar 27 martolod a gas o devezhioù er-maez, war ar pont, o naetaat ar mergl. Gant dour ha produioù pistrius e vez graet al labour-se. Sañset e vez dastumet al lastez, met diouzh ar pezh hon deus gwelet, mont a ra pep tra er mor.

Kement-se… evit kas petra ‘ta ? Tablezennoù, poellgomzerioù, dilhad, kirri-tan, c’hoarioù Kinder pe Mac Do… Muioc’h eget 90% eus an traoù gwerzhet dre ar bed a vez treuzdouget war vor. E bourzh ar CC Cayenne, den ne oar ar pezh a vez kaset gante. Nemet pa vez armoù pe danvez-tarzh. « Ar boestoù-houarn gwenn aze zo enne danvez fresk, a zispleg ur martolod. Frouezh, legumaj, kig pe me oar me. Gant ar re-se e vez gounezet ar muiañ a arc’hant ». Pep hini anezhe en deus ur c’heflusker, evel ur yenerez, a dro dibaouez.

“Bez’ ez eus muioc’h-mui a listri war vor, eme ar pennmekanikour. Normal eo : bevezet e vez muioc’h gant an dud, an dud eo a ranko cheñch.”

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like