Diapo | Kas adreizh ar retredoù d’ar blodoù

Manifestiñ a oa bet graet da-geñver an eizhvet devezh stourm a-enep adreizh al leve. Pa oa ar gannaded ha senedourien o varc’hata o zamm lezenn e oa bet diskouezet fraezh adarre enebiezh Breizhiz hag ar Breizhadezed ouzh al lezenn.

E Kemper e oa bet Dispak da boltrediñ ar vanifestadeg. Aet e oa kuit ar 5000 manifester ha manifesterez eus Plasenn ar Rezistañs evit mont etrezek karter Krec’h Gwenn gant ar pal mont betek burevioù ar Medef. Ur wech en em gavet eno e oa deuet a-benn ur strolladig tud da vont tre er savadur. “Un arouez e oa mont e-barzh burevioù ar batromed” eme Philippe, ezel eus ar CNT, bet kelenner e-pad ouzhpenn 40 vloaz en Deskadurezh-Stad, ha perzh eus ar bagad alouberien.ezed.

Manifestiñ evit ur retred reizh ha mat evit an holl

Image 2 of 20

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like