Klozet – ar podkast savet dindan ar c’holc’hed

Klozet, ar podkast savet dindan ar c'holc'hed

Degemer mat war bajenn ar podkast “Klozet” ! Un niverenn a ginnigomp deoc’h bemdez e-pad ar prantad kenfinañ ar c’horonaviruz/Covid-19. Krouet ez eus bet ur studio bihan dindan palennoù ganeomp, en ur gambr e Kemper. Deustalek amañ e kontimp hon avanturioù bihan ha bras deoc’h, ha reoù an dud aterset.

Klozet #50 Zero Lastez

Produiñ lastez a reer holl. Met penaos dont a-benn da grennañ an niver a lastez-se ? Justine ha Perynn zo er podkast Klozet evit displegañ deomp peseurt hent kemer evit foeltrañ nebeutoc’h baper, plastek pe metal… Ha labour ‘zo ! Heuilhit an difi dre amañ.

Klozet #49 Start-up nation

Gant Diana Kamura hag he mignon Leo, a zo klozet e Kemper ivez, emañ Tudi ha Metig hiziv. Kaoz a vo euse an arzourez evel-just, pe c’hoazh eus an digenfinañ.
Tonioù :
Astrakan Project, O redek war ar roz
Keep Dancing Inc, Start up nation

Klozet #48 Sed aze ar babig diwezhañ

Nag a avanturioù zo bet dindan un nebeud devezhioù e ti Kerfeunteun. Ur giton nevez zo ouzh an ti abaoe ar 1añ a viz Mae.
Pellgomzet eo bet gant Metig ha Tudi da Vrendan e Kernitron-al-Lann. Evit ar wech kentañ e vo ganeoc’h mouezh flour Lupita, merc’h Tifenn ha Brendan, ganet just a-raok ar prantad kenfinañ !

Ti-embann Timilenn

Klozet #44 Yec’hed mat d’an holl !

Nevezentioù an ti a vo da selaou, koulz ha Gwenole Olier eus ar vreserezh D’istribilh e Plouider ha Tudwal Girard eus ar c’hav ha tavarn Mar’mousse e Sant-Brieg. Kenderc’hel a reont da broduiñ ha da werzhañ bier abaoe penn-kentañ ar c’henfinañ. Trug’.

Klozet #43 An distro

Setu-ni distro goude un nebeud vakañsoù ! Flip ha flap a vo gant Metig ha Tudi evel boaz, ha Klet a vo pedet ganto an taol-mañ, eus Montroulez. Soner, aktour hag advouezhier eo, gant ar statud krog-diskrog. Kaoz a vo en abadenn eus e raktresoù nevez, gant Morzhol Prod ha Cancre.

Klozet #36 Nozvezh zombi

An taol-mañ e oa Metig ha Tudi gant Iona, a zo skoazellerez e skol Diwan an Alre. Evit sikour ar vugale da glevet brezhoneg e-pad ar c’henfinañ he deus krouet ur chadenn YouTube hag ul levrig evit ar familhoù ha na gomzont ket brezhoneg. Kaoz a vo ivez eus an escape game zombi, rouanez an erc’h pe ar Bantam Lyons.

Klozet #35 25m²

Deomp gant un abadenn nevez e kompagnunezh Ninnog ! Kinnig a raio deomp ar podkast “25²” a zo savet ganti hag he mignonezed deus ar skol kazetennerezh. Emaint war-nes echuiñ o studioù ha kas a reont o amzer o kinnig ar podskignad-mañ. Kaoz a vo ivez eus ar fars pitilig (war ar skeudenn e wellit unan fardet gant mamm Tudi !), an heuliad Years and Years, Luis Sepulveda, Div Glogorenn hag El Maout.

Kit ‘ta da selaou ouzh podskignad Ninnog amañ !
Rekipe ar fars pitilig amañ

Klozet #31 Aostralia is burning

Hiziv e vo klevet ur glimatourez ganeoc’h. Na n’eo ket forzh piv ! Manon a vev e Sydney ha studial a ra cheñchamant an hin. Reiñ a raio he sell deomp war ar reuz zo er bed-holl, desket e vo hiroc’h war enkadenn ar paper revr e Aostralia ivez ha klevet e vo ganeoc’h div son dibabet a-ratozh evit klotañ gant an abadenn-mañ.

Klozet #30 Un hañvezh hep festivalioù

Emañ Armel kenfinet en e ranndi e Angers. Boaz eo da redek a festival da festival e-pad an hañv, ha sikour a ra e aozadur meur a hini, evel l’Ere de rien, Visions pe Kann al Loar. Reiñ a ra e ali deomp war an hañvezh a zeu.

Klozet #29 Klap pe get ?

Klervi a zo psikokefluskoniourez e Sant-Brieg. Kenderc’hel a ra da labourat gant ar re gozh er prantad-mañ, etre div c’hoariadenn Monopoli gant he c’henlojerez ha stlakadegoù-douarn gant o amezeien.

Klozet #28 Francis Favereau dindan ar c’holc’hed

Kaoz a vo eus liorzhañ, videoioù sonerezh e-pad ar c’henfinañ ha ganedigezh daou blogig boc’hruzig el liorzh ! Gant Francis Favereau e vimp ivez. Kontañ a raio deomp penaos e tro ar bed gantañ hag ur gentelig brezhoneg a roio deomp ivez.

Klozet #25 Deiz-ha-bloaz laouen Uisant

Lidet en deus Uisant, breur Tudi, e 30vet deiz-ha-bloaz digwener…hep e vignoned ! Dre chañs en deus bet ur c’houign-amann hag ur burger evit frealziñ anezhañ. Kontañ a raio deomp ivez petra a c’hortoz eus ar bloaz-mañ.


Klozet #24 Ar vran satanazet

Nathanael a zo e klas CE2 e Skol Diwan Kemper. Kenfinet eo gant Manuela e vamm ha Kaou, he mignon. N’eo ket aes evitañ chom hep gwelet bugale all met kavout a ra peadra da abuziñ e amzer. E-keit all he deus lakaet ur vran he beg e lastez ti Kerfeunteun.

Klozet #22 Fanfararyer

Tri ac’hanomp a vez o labourat er studio bremañ. N’eo ket troet da sot Thomas ganeomp c’hoazh, ur sin mat evit Tudi ha Metig. Ur souezhadenn a vo da glevet ivez, kaset deomp gant Bleuenn. Hep disoñjal un tube all eus Gwen ar Born.

Klozet #21 Shitty Fleüt

Marzhin en deus krouet ur chadenn Youtube gant videoioù evit deskiñ ober Qi Gong e-pad ar c’henfinañ. Met ur mailh eo ivez war ar “shitty fleüt”. Ne ouezit ket petra eo? Dizoloet e vo ganeoc’h en abadenn, hag ur c’hwiz a vo evit brasañ plijadur ho tivskouarn!

Klozet #20 War-eeun

Metig, Rozenn ha Tudi a oa war-eeun eus Facebook evit respont d’ho koulennoù ha diskouez deoc’h petra eo bezañ dindan ar c’holc’hed !

Klozet #17 Grobi dindan ar c’holc’hed

Bac’het eo an hanter eus poblañs ar bed bremañ…evel Grobi (ar c’hazh) ha Marie. Ensellerez an arc’hant publik eo-hi hag e-kichen Pariz emaint o chom, e Créteil.

Tonioù sonerezh gant Sônge ha Lesneu.

Klozet #16 Crossover

Hiziv e vimp gant Gwenvred, levraouegerez e Sarzhav ha Gwenn, stlennegour e Naoned, o deus savet ar podkast kentañ e brezhoneg : Petra c’hoari ganit, diwar-benn ar c’hoarioù video. Kaoz a vo ivez deus Pepper&Carrot, sonerezh Alex B.S pe c’hoazh c’hwitadenn Metig da vont da bourmen gant he rolleroù.

Klozet #15 Ar familh Thomas

Gant Camille, Maël ha Véronique emaomp hiziv. Ar breur henañ zo kenfinet e Naoned hag ar bidoc’hig zo distro da vevañ gant e vamm hag e dad e Landerne.
Komz a raimp diwar-benn Quarantaine Records, savet gant strolladoù Naoned, diwar-benn labour Maël e PSA pe c’hoazh diwar-benn memeoù ar C’hreizbreizhistan ! Rentet e vo enor ivez da Louise Ebrel zo aet d’an Anaon. Ra vo skañv douar Breizh eviti.

Klozet #14 “Emichañs ‘vin ket kemeret evit ur genaoueg”

Hiziv e vo ul Leonad, Guilvic Le Cam, gant Tudi ha Metig. Kontañ a raio deomp e pelec’h en deus kavet repu. Sevenour eo e Brest ha kasour e Diwan. Aliañ a raio deomp un nebeud filmoù pe levrioù (ma kav anezho en-dro en e ranndi).

Klozet #13 O-unan

Hiziv e vo komzet dizehan gant an daou genlojer. Ne vo ket kanet ganto ar wech-mañ eüruzamant. Tudi a zisplego peseurt troc’h blev nevez en deus #muletmuletmulet ha Metig a gonto he dibenn-sizhun labour (hag he skypero). Un abadenn kinniget d’ur Sul da noz e pijama !

Klozet #11 Moneiz moneiz moneiz

Ha klevet ho peus anv eus ar chadenn karaoke e brezhoneg nevez war Youtube? Liza, kelennerez e Kentelioù An Noz e Naoned, a zisplego pep tra deomp. Gant Maksim, a zo kelenner, en eil derez e vimp ivez. Kaoz a vo gantañ eus reiñ e gwad pe c’hoazh eus ar skyperoioù.

Klozet #10 Hep ar c’holc’hed

Hiziv e vo un abadenn dreistordinal da glevet. Enrollet hon eus anezhi hep ar c’holc’hed ! Klevet e vo ganeoc’h perak ez eus bet ar cheñchamant-se gant Tudi ha Metig. Tim, keginer Lannuon, a roio deomp ivez rekipeoù keginañ gant linad. Menam-menam.

Klozet #9 Psikokwak

Hiziv e vo klevet Metig, Tudi, Rozenn hag ur c’henlojer nevez. Kanañ a raint holl asambles un ton mil anavezet ! (spoil : pokemon eo). Graet ‘vo anaoudegezh gant Tim ivez, keginer e Lannuon. Plijadur-bras on eus bet o fardañ an abadenn-mañ evidoc’h. Pok(emon) !

Klozet #8 Chañs vat evit frammañ

Setu, un drederenn eus poblañs ar bed a zo kenfinet bremañ. Ha gwelloc’h eo bezañ war ar maez eget e kreiz-kêr eveldomp…keloù hor bo eus Bleuenn e Malastred, hag eus Talwyn a zo e Bro-Gembre.

Klozet #7 C’hoari paledoù ha plijadurioù all

Keleier, c’hoari paledoù ha troioù-kaer Arthmael a zo sac’het e Mec’hiko abalamour d’ar c’horona a vo da glevet. Soner eo ivez er strolladoù Strakal Bezhin ha Taraf Dilo, a lusko an abadenn.

Klozet #6 Karaoke

Hiziv e vo klevet Moira, a zo e Montreal. Ha respont a rimp da difi Jean-Luc Roudaut.

En devezioù kentañ e klaskimp tapout keloù eus brezhonegerien.ezed a zo kenfinet en estrenvro.

Gant : Moira ha Jean-Luc Roudaut

Klozet #5 An dinosaorez

En abadenn-mañ e pedomp Rozenn, hon c’henlojerez. Dentourez eo ha kenderc’hel a ra da vont da labourat. Evel boaz e roimp un nebeud keleier ac’hanomp deoc’h hag Aya Nagavourroù a vo ganeomp war-eeun !

Bonus : Aya Nagavourroù – Ar gourou

Klozet #4 An talabar’brein

Pennadig kaoz diwar-benn ar mor a barizianed oc’h en em gavout e Breizh, un tuto kened, Koronakaoc’h…ha buhezig Tudi ha Metig a vo de glevet evel-just.

Gant : Rozenn Milin, Bleuenn, Liza, Camille Thomas ha Gwen ar Born.

Klozet #3 Ar Pellabour

N’eo ket aes labourat ‘bar gêr ! Skuizh-divi eo an daou gomper. Kaoz a vo hiziv eus ar strollad Mangina, eus al levrioù diwezhañ… ha klevet e vo tonioù nevez Aya Nakamura he deus kaset anezho deomp a-ratozh evit ar podkast.

Trugarez da Vleuenn, Diane, ha Camille da vezañ kemeret perzh en abadenn-mañ. Selaouit ouzh tonioù Mangina amañ.

Klozet #2 Piv ‘oa André Gorz ?

En em voaziañ a ra Metig ha Tudi eus o zi nevez hag aozadur ar vuhez a-stroll. Un ton kenf, kronikenn lennegezh al levrioù n’int ket bet lennet ganto c’hoazh ha souezhadennoù all a vo da glevet !

Trugarez da Leo da vezañ kemeret perzh.

Klozet #1 An dilojañ

Tudi ha Metig a ziviz kuitaat o ranndi e kreiz-kêr Kemper evit dilojañ gant pevar c’henlojer·ez all en un ti bras e karter Kerfeunteun. Eno e vint kenfinet e-pad pemzektez – d’an nebeutañ – !

Fellout a ra deoc’h kemer perzh en abadenn ? Kontit deomp penaos e tro an traoù ganeoc’h er gêr : son al lapoused o kanañ, an amezeien oc’h en em chikanañ, ul lennadenn, ur rekipe, ur farsadenn, un divinadell… Kasit ho sonioù deomp dre bostel gant WeTransfer da darempred@dispak.bzh.

En em santout en ho pleud a rit dre skrid kentoc’h ? Gallout a rit kinnig pennadoù deomp ivez.

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù