Sinema. Dindan ar strinkadenn, an oabl : ur stourm evit an dud dilojeiz

Gant ar c’horonaviruz eo bet lakaet war wel roll pouezus an dud a-youl vat evit stourm a-enep da zigenvezded an dud dilojeiz ha diasur o saviad dre vras. Just a-walc’h, penaos en em walc’hiñ pa vezer o vevañ er straedoù ? En teulfilm belgiat Sous la douche, le ciel, e heulier raktres dibar ar gevredigezh DoucheFLUX : kinnig salioù-dour a-zoare d’an dud a vev e straedoù Brusel.

Roched gwer, stammenn ha kroks orañjez, stourmer ha danvez furlukin : setu Laurent D’Ursel, prezidant DoucheFLUX. Hunvre ar gevredigezh ? Kavout, prenañ ha nevesaat un ensavadur evit sevel strinkadennoù, kibelloù, privezioù, ha gallout pourchas evel-se ur servij yec’hedoniezh, digor d’an dud dilojeiz. Evit aveadurioù a-zoare e stourm DoucheFLUX, a zo kaeroc’h, evit distreiñ o lorc’h hag o fiziañs d’an dud a vev er straedoù. Simpl a-walc’h eo ar soñj : an holl a rank gellet kaout moned d’ur banne dour tomm, amzer evit distanañ ha gallout en em santout fresk. “Shower Power” eo just a-walc’h anv ar film e saozneg.

Hervez Kroaz-Ruz Frañs n’eus nemet 15% eus an dud dilojeiz a c’hell kemer ur strinkadenn bemdez

Keodedourien war un hent reustlek ha fentus

E-pad pemp bloaz eo bet heuliet ar strollad stourmerien gant an arzourien Effi & Amir evit sevel o film. Pemp bloaz a droioù-kaer denel pe a-enep ar vurokratelezh, pemp bloaz leun a spi, anken, lorc’h, dizesper ha startijenn forzh pegement. Ken reustlek ez eo ar stourm kaset da benn ma krog an istor da vezañ heñvel ouzh hini ur film suspens, tost un thriller politikel. Tud a-youl vat DoucheFLUX a zalc’h, pennoù-kalet anezho betek an trec’h, ne vern ar riskloù hag an distroioù fall.

Tamm sinism ebet amañ, met ijin ar geodedourien da arm. An ijin zo ret, ken ral e seblant bezañ an arc’hant hag ar youl bolitikel d’o sikour. Font arc’hantaouiñ ebet na vo roet dezho gant ar Stad, ar rannvro pe ar gumun. Aonik eo respontoù ar galloudoù publik : aon da welet an holl dud dilojeiz oc’h en em strollañ e kreiz-kêr, pe aon e vefe e gwirionez ar greizenn un ti-gisti zoken… Kontrolliñ an dienez a seblant bezañ dibab ar Stad, betek kuzhat anezhi da vat evit ma chomfe en arlez.

4 175 den dilojeiz a oa e Brusel e 2019, hervez ar greizenn La Strada

Ret e vo mont da welet tud prevez ha pinvidik neuze. Hag arguzenniñ. Lavaret dezho ar pezh o deus c’hoant da glevet, da lavaret eo e sikouro ar raktres da enframmañ an dud diasur kentoc’h eget dishualañ anezho. Mont a ra Laurent d’Ursel d’an talbenn, bepred gant kroks, ha gant ur mousc’hoarzh c’hwek, er mareoù diaesañ zoken.

Rak ur film farsus eo Sous la douche, le ciel, merket gant ar fent belgiat. Ar fent evit kontañ an anster. Anster an emvodoù gant ar velestradurezh, anster ur sistem ha ne respont ket da ezhommoù diazez an dud.

Toennoù kêr Brusel. Eno eo kresket an niver a dud dilojeiz eus 33% etre 2010 ha 2019 (La Strada)

Kibelloù, klogorennoù ha komzoù

Fent ha nested, setu ar sell dibabet gant ar film neuze, hep bezañ dismegañsus morse e-keñver an dud dilojeiz. Tud voas da vezañ diwelus, tud bet gloazet gant ar gevredigezh, a vez lakaet war wel a-drugarez d’ul labour dibar war ar skeudennoù. Gwelet e vezont o tistanañ en ur gibell, ha kontañ a reont perak ez eo ur mare pouezus evito. Tud ar gevredigezh a vez aterset dindan o strinkadenn pe en o c’hibell ivez, hep ma vefe tu a-wechoù d’ober an diforc’h etre implijerien ha merourien.

Ouzhpenn da vogerioù ar salioù-dour e vez gwelet toennoù Brusel, koefet gant klogorennoù metalek an Atomiom, kizidik ha barzhel, o nijal en un oabl koumoulek ha glas war un dro. Evel un heklev da ijin DoucheFLUX, o cheñch tachenn-emgann ar gêr. Gant ar pal lakaat war-wel an “ober” eo frammet ar skeudennoù. Hag a-stroll e vez graet, dre emvodoù stourmerien, emvodoù melestradurel, emvodoù gant tud dilojeiz, mekenourien, arkitektourien…

An Atomiom, unan eus monumantoù brudetañ kêr Vrusel

Ul labour spis ha don war ar son a ya asambles gant ar skeudennoù-mañ, rak ur film helavar eo a-benn ar fin Sous la douche, le ciel. Mouezhioù lies a vez roet da glevet, huchadennoù, goulennoù, testenioù, c’hoarzhadennoù… hag e-tal, didrouz bras an ensavadurioù. Ar film a ro da glevet komzoù nerzhus ar startijenn stroll, ha komzoù sioul ur gibelladenn. En em veskañ a ra mouezhioù ar strollad betek bezañ heñvel ouzh re ur red-dour. Komzoù evel ul leurenn-lañs betek an ober.

Spoiler : an ensavadur bet (a-benn ar fin !) nevesaet gant DoucheFLUX

Sous la douche, le ciel – Film belgiat, sevenet gant Amir Borenstein hag Effi Weiss e 2018 – 1e25mn

Tañvadenn :

Sous la douche le ciel | Effi & Amir | Bande-annonce | Vo Fr from CVB on Vimeo.

                    Evit mont pelloc’h ganti

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like