“Bugale o seier kein” : ur film diwar-benn tonkad bugale prizonidi politikel Euskadi

Ur Handitan zo un abadenn produet ha skignet gant Euskal Telebista (EITB). Un abadenn euskarek sizhuniek lusket gant Xabier Madariaga an hini eo. Alies e laka ar gaoz war demoù direnkus evit kevredigezh Euskal Herria evel ar vugale gwallgaset gant beleien, an alkoolegezh, ar feulster gouzañvet gant ar merc’hed, an etrerevelezh. “En dourioù don” a c’hellfe bezañ troidigezh titl an abadenn.

Krouet e 2015 eo deuet da vezañ unan eus abadennoù brudetañ ar chadenn skinwel. E miz Genver 2018 e oa bet skignet un abadenn gouestlet da vugale ar brizonidi bolitikel anvet “Mutxiladun Haurren” (bugale o seier kein). Ouzhpenn 100 000 a dud o doa sellet ouzh an abadenn war-eeun. Ar wech kentañ e oa d’ar skinwel renet gant gouarnamant kumuniezh emren Euskadi lakaat ar gaoz war tonkad bugale an doullbac’hidi abaoe arsav-brezel ETA.

284 anezho zo c’hoazh dasparzhet e 65 prizon etre Spagn ha Frañs hiziv. Nebeut-tre zo bac’het tost d’o ziegezh evel ma vefe dleet evit doujañ da lezennoù Europa. Gouez da Etxerat ur gevredigezh a ra war-dro o gwirioù ez eus 185 prizoniad·ez (66 %) bac’het en ul lec’h zo etre 600 ha 1100 km eus Euskal Herria, 70 (23,60 %) etre 400 ha 590 km ha 29 (10,40 %) etre 100 ha 390 km. Div vaouez zo er mare mañ da skouer e toull-bac’h ar merc’hed e Roazhon, kondaonet ma’z int bet evit bezañ kemeret perzh e stourm an aozadur armet dispac’hel ETA.

Mutxiladun Haurren” gant istitloù brezhonek

A-drugarez d’al lec’hienn anvet Amara e c’hellomp kinnig deoc’h sellet ouzh “Mutxiladun Haurren” gant istitloù brezhonek. Ur benveg nevez dibar eo evit istitlañ e n’eus forzh peseurt yezh. An diellfilm kentañ istitlet e brezhoneg dre hanterouriezh Amara an hini eo. Moarvat e vo re all. Pep hini a c’hell pleustriñ, n’eus ket ezhomm bezañ a-vicher. Un doare simpl ha digoust da ledanaat plas hor yezh dre ar genrouedad hag ar filmoù eo.

Un hir a veaj e kompagnunezh Xabier Madariaga ha Gari, ur paotrig zo e dud en toull-bac’h hag a zo o chom gant e dud kozh el lodenn eus ar vro dindan beli Frañs, a vo tu deoc’h ober e-pad 55 mn betek Cadiz. Diaes e vo deoc’h chom diseblant ouzh tonkad ha buhez Gari, Haizea, Maddi, Hize, Male hag ar re all, bugale a zo o mamm pe o zad, pe an daou, en toull-bac’h evit pell. Ar filmaozour en deus roet ar gaoz ivez d’o skolaerezed, tud-kozh, tud evit ma c’hellfemp kompren efed kriz an toull-bac’h war ar gevredigezh a-bezh.

D’an 12 a viz Genver e tibuno c’hoazh Euskariz e Baiona ha Bilbo evit embann o c’hoant da welet o c’henvroidi hag o c’henvroadezed bac’het da zistreiñ d’o bro.

Mard eo re vihan ar skramm gant an istitloù tremenit dre aze evit adkavout ar video war ur skramm bras ha dibabit en traoñ  “toggle full screen

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like