Skip to navigation Skip to content
  • Facebook
  • Twitter
  • Instagram
  • Postel
Dispak

Dispak

Primary Menu
  • Degemer
  • Keleier
  • Sevenadur
  • Dudi
  • Soñjoù
  • Video

Eurovision : « Un tamm muioc’h a dud a vo eget e Yaouank, ‘gav din ! »

Ar strollad Alvan & Ahez a vo war leurenn an Eurovision d'ar 14 a viz Mae e Torino

Ar strollad Alvan & Ahez a vo war leurenn an Eurovision d’ar 14 a viz Mae e Torino D’ar 14 a viz Mae e vo klevet ur sonenn hollvrezhonek gant ar strollad Alvan & Ahez. Kinniget e vo ganto war […]

09/05/202209/05/2022 Arzoù, Breizh, Etrebroadel, Keleier, Kleweled

Kentelioù brezhoneg ar CNED : “Forzh petra eo !”

Jean-Michel Blanquer, ministr an Deskadurezh Stad e burevioù ar CNED e Poitiers e miz Meurzh 2020 (GM : Twitter @jmblanquer)

Bloaz zo e oa bet embannet gant Jean-Michel Blanquer, ministr an deskadurezh, e vefe kinniget kentelioù brezhoneg a-bell gant ar CNED. Kalz a drouz zo bet graet tro-dro d’ar c’hentelioù-se, anat eo, met evit nebeut a dra a-benn fin ar […]

26/04/202226/04/2022 Breizh, Deskadurezh, Keleier, Yezh

Iwerzhon : enkrez hag anken an unanerien [2/2]

D’ar 5 a viz Mae e vo anvet kannad·ez·ed Parlamant Stormont, breujoù Iwerzhon an Hanternoz. Un dilennadeg mil bouezus e vo rak spi en deus ar Sinn Féin da vezañ trec’h evit ar wech kentañ abaoe emglev ar peoc’h bet […]

28/03/202212/04/2022 Etrebroadel, Keleier

Iwerzhon : war-zu an adunaniñ ? [1/2]

D’ar 5 a viz Mae e vo anvet kannad·ez·ed Parlamant Stormont, breujoù Norzhiwerzhon. Un dilennadeg mil bouezus e vo rak spi a zo gant ar Sinn Féin da vezañ trec’h evit ar wech kentañ abaoe emglev ar peoc’h bet sinet […]

15/03/202215/03/2022 Etrebroadel, Keleier, Kevredigezh / Sokial

Ur Breizhad war hent ar brezel en Ukraina

Dilezel a ray Bro-Leon, hag e verc’h, evit mont da gemer perzh el Lejion estren ha harpañ evel-se arme Ukraina a-enep d’ar Rusianed. Ronan Calvarin en deus respontet da c’houlennoù Dispak evit displegañ ar rag hag ar perag eus e […]

04/03/202205/04/2022 Breizh, Brezel, Darvoudoù, Etrebroadel, Keleier

30 vloaz-zo e oa dibenn prosez meur an Amoco Cadiz

D’ar 24 a viz Genver 1992 e lakae diviz lez-varn galv Chicago un termen d’un afer krog 14 vloaz abretoc’h. Anavezet e oa gant justis ar Stadoù-Unanet kablusted an embregerezh Standard Oil of Indiana evit peñse an Amoco Cadiz. Dav […]

24/01/202226/01/2022 Breizh, Etrebroadel, Istor, Keleier, Memor

Kendalc’h ar studierien ha studierezed keltiek e Dulenn

Evit an eil bloavezh diouzh renk e oa bet aozet Kendalc’h ar studierien ha studierezed keltiek e Dulenn. E-doug an tri devezh prezegennoù ez eus bet tro da ober anaoudegezh gant enklaskoù kaset er bed a-bezh. « Echu eo Kendalc’h ar […]

29/10/202108/11/2021 Darvoudoù, Etrebroadel, Preder, Soñjoù

Dilennadegoù Rannvro 2021 : ur mare pouezus evit ar brezhoneg ?

D’ar 27 a viz Mezheven 2021 e vo eil tro an dilennadegoù rannvro ha departamant. Gant 5 listennad war ar renk e rannvro Breizh ha 4 listennad e Broioù al Liger eo niverus ar c’hinnigoù. Goude afer al Lezenn Molag […]

26/06/202127/06/2021 Breizh, Keleier

Redadeg 2021 : Ewen Raballand, ar Redadeg e Bro-Naoned

Ur paotr yaouank 33 bloaz eo Ewen Raballand, genidik eus Bro-Naoned. Pennraktres e ti « Etamine » eo, un embregerezh a labour war perzhioù energetek ar savadurioù. E 2019 eo deuet da vezañ ezel eus Kuzul-Merañ ha Burev ar Redadeg. […]

27/05/202126/05/2021 Darvoudoù, Keleier

“Klub an douar santel”, ur c’hilometrad gant ur strollad mignoned leun a youl

“Deus ‘ta mignon”·ez·ed eo tem ar Redadeg er bloaz-mañ. A-hed an hentad ez eus moaien da welet mignon·ez·ed o redek, plijadur e-leiz gante. E-kreiz tout an hent, da skouer. Ar c’hilometrad 1009, e Kervignag er Mor-Bihan, eo hini ar strollad […]

26/05/2021 Darvoudoù, Keleier, Sport, Yezh

Deuit ‘ta da heul mignonezed ar strollad LIES !

Jérémy Kergoulay

E 2019 e oa bet dibabet kanaouenn ar strollad LIES, “Dait ‘ta ma mignoned”, gant fan club ar Redadeg, da ganaouenn ofisiel ar 7vet Redadeg, dre ur genstrivadeg. Tri ezel deus LIES, Natacha ar Gall, Nolwenn Tatard ha Tomaz Prat, […]

24/05/202115/03/2022 Arzoù, Sevenadur, Yezh

Kilometrad 186 : splujañ er Redadeg dre zegouezh

Diaes e oa din gouzout diwar-benn peseurt kilometrad eus ar Redadeg ober ur pennad-skrid, setu em eus graet sammadenn niverennoù an departamantoù (29+56+22+35+44=186) ha klasket em eus gouzout piv ’ta en oa tapet ar 186vet km. Un istor mignoniezh kentoc’h […]

22/05/202119/05/2021 Breizh, Darvoudoù, Keleier

Síbín : distro an tavarnioù kuzh en Iwerzhon

E-giz ma vez lavaret : « Kant parrez kant giz ». Kaoz a zo kalzik e Bro-C’hall eus pretioù ha gouelioù kuzh, hag e Breizh diwar-benn festoù-noz aozet en desped d’al lezenn. E Bro-Iwerzhon e vez graet anv ur wech […]

18/04/202119/04/2021 Beajiñ, Etrebroadel, Keleier

Un devezh kengred gant Morgan Large, kazetennerez a enklask war an agroindustriezh e Breizh

Ouzhpenn 500 a dud a oa en em vodet e Rostrenenn d’ar Meurzh 6 a viz Ebrel evit harpañ ar gazetennerez Morgan Large hag ur genseurtez alaman dezhi, o deus gouzañvet oberoù fallakr er sizhun dremenet. Deuet e oa tud […]

09/04/202115/04/2021 Darvoudoù, Endro / labour-douar, Keleier

Drolat gouel Sant Padrig en Iwerzhon adarre

Devezh gouel meur Bro-Iwerzhon eo deiz Sant Padrig (saint Patrick’s day), met abalamour d’ar C’hovid ne vo ket kenkoulz ha da gustum. Ijin a zo memes tra gant an dud evit lidañ Sant paeron ar vro ! Ne vo graet […]

17/03/202117/03/2021 Darvoudoù, Etrebroadel, Keleier
Older Posts

Diwar-benn

  • Degemer
  • Menegoù lezennel
  • Mont e darempred
  • Pennadoù
  • Petra eo Dispak ?
    • Ar skipailh

Rouedadoù sokial

  • Facebook
  • Twitter
  • Instagram
  • Postel
Copyright Dispak © 2018-2020 Pep gwir miret strizh. Theme: Magazine Elite by Unfoldwp