Petra eo Dispak ?

Goulennoù boutin… hag o respontoù

 

Petra eo Dispak ?
Ur media enlinenn, hollvrezhonek, digoust ha liesvedia eo Dispak.
Embann a reomp pennadoù e brezhoneg bep an amzer war sujedoù liesseurt.

Perak krouiñ Dispak ?
Deuet eo mennozh ar media-mañ diwar an diouer a vedia unyezhek enlinenn, ledan hag azasaet d’an niverel. Hor pal eo kinnig ur savboent breton war ar vro hag ar bed, reiñ ur skeudenn vodern eus hor yezh, en ur implijout ar mediaoù hag ar rouedad evit adperc’hennañ hor yezh dre al lenn hag ar skrivañ. Gant ur sell broadelour e skrivomp hor pennadoù evit diazezañ ur gevredigezh reishoc’h e Breizh. Ur skrid hon oa embannet evit displegañ pep tra, da lenn amañ !

Penaos heuliañ embannoù Dispak ?
Kas ar reomp ul lizher-kelaouiñ ur wech ar mare, enni ar pennadoù ziwezhañ bet embannet war al lec’hienn. Posupl eo deoc’h enskrivañ da bostel er golonenn dehou.
Embann a reomp pep pennad nevez war ar rouedadoù sokial : Facebook, Twitter hag Instagram. En ur goumanantiñ d’ar c’hontoù-se e viot kelaouet war ar prim !

Piv a zo a-dreñv Dispak ?
Gallout a rit kavout listenn an dud o deus embannet ur pennad amañ.
D’un doare hollek omp tud yaouank -etre 20 ha 70 vloaz-, o deus bet c’hoant sevel ur media nevez, holl a-youl vat. Lod ac’hanomp a skriv pennadoù met lakaat
ar media da vont en-dro a reomp dreist-holl.

Lobby ebet amañ, distag omp diouzh strolladoù politikel, sindikadoù, strolladoù relijiel, mediaoù hag embregerezhioù.

Penaos eo aozet Dispak ?
Ar gelaouenn a zo meret gant tud o deus barregezhioù ha c’hoantoù liesseurt. Perzhioù disheñvel a zo gant pep hini : skrivañ pennadoù, difaziañ anezho, embann war ar rouedadoù, merañ al lec’hienn…
Ur gevredigezh a zo bet savet evit merañ perzhioù diazez ar media.
Ur skipailh kreiz a zo evit kenaozañ buhez ar gelaouenn ha merañ an embann.
Er skipailh skrivagnerien ha skrivagnerezed ez eus tud a skriv ingal evit ar gelaouenn pe ur wech ar mare. Skrivañ a rae an dud a youl-vat betek-henn
met a-drugarez da skoazell ar Redadeg e 2022
e c’hellomp bremañ paeañ an dud evit ar pennadoù skrivet.

Ha posupl eo kemer perzh ?
Evel-just ! Degemer a reomp tud nevez e skipailh ar gelaouenn. Gallout a rit ivez kas pennadoù deomp da embann ha posupl eo kemer perzh war hir-dermen. Ret eo gouzout hon eus prederiet war spered ar media a-raok lañsañ anezhañ, ha pep-tra a vez embannet a zle doujañ ouzh hor c’harta. Deuit e darempred ganeomp evit resisadurioù, dre ar rouedadoù pe dre darempred@dispak.bzh

Penaos skoazellañ en un doare all ?
Lenn ar pennadoù, komz eus al lec’hienn tro-dro deoc’h a zo un doare harpañ ac’hanomp. Skignañ ar pennadoù war ar rouedadoù sokial a sikour ivez da vroudañ ar media, ha laouen-tre e vimp lenn ha respont d’an evezhiadennoù skrivet !
Ma fell deoc’h reiñ un tamm gwenneg deomp evit sikour da arc’hantaouiñ al lec’hienn eo pusupl dre amañ.

Ha posupl eo implijout pennadoù al lec’hienn ?
Aotreet eo skignañ, moullañ hag implijout ar pennadoù gant ma vo miret o stumm, miret ar vammenn ha resisaet an oberourien pe oberourezed, evit doujañ ouzh hol labour.

Hag ar skeudennoù?

Menegiñ a reomp orin hor skeudennoù : mammennoù disheñvel o deus hervez ar pennadoù. Ar skeudennoù a implijomp a c’hell bezañ frank-a-wirioù : n’omp ket perc’henn warno met dieub eo o implij. A-wechoù e embannomp hor skeudennoù deomp-ni. Pep gwir a zo miret ganeomp evit skeudennoù hor media.

Peseurt toupinoù a zo gant al lec’hienn ? Petra a vez graet gant an titouroù personel ?
N’eus nemet ul lec’hienn diavaez implijet ganeomp evit muzuliañ an niver a lennerezed ha lennerien. Evit-se ez eus toupinoù gant al lec’hienn, met posupl eo chom hep asantiñ anezho. Ne vez ket ebarzhet titouroù personel ganeomp. N’eus nemet chomlec’h postel koumananterien·ezed ar c’helc’h-lizher a vez roet deomp, met ne implijomp ket an titour-se evit abegoù all eget kas ar c’helc’h-lizher.
Kontoù Facebook, Instagram ha Twitter dalc’het gant Dispak a vuzul an niver a dud tizhet gant an embannadennoù ivez, hervez lezennoù ar rouedadoù-se. Ne implijomp ket an titouroù a zo ganeomp evit abegoù kenwerzhel hag all. Ur furm-skrid a zo evit sevel goulennoù amañ.