Menegoù lezennel

Dispak a zo ur media hollvrezhonek, digoust, enlinenn, krouet e 2018.

Al lec’hienn www.dispak.bzh a ginnig pennadoù ha skridoù aozet gant skridaozerien ha skridaozerezed, lod anezho o vezañ kazetennerien pe kazetennerezed a vicher.

Ma vefe peadra da lavaret deomp, ezhomm titouroù ouzhpenn pe goulenn ur gwir respont d’ur pennad embannet e c’hallit kas ur postel deomp amañ : darempred@dispak.bzh

Pep skrid embannet war al lec’hienn a zo dindan atebegezh Dispak, aotreet oc’h da implijout anezho gant ma vo meneget orin ar vammenn. 

Ar skeudennoù implijet a zo skeudennoù frank a-wirioù pe skeudennoù bet kemeret gant ar skridaozerezed hag ar skridaozerien, d’ar mare-se n’int ket dieub ha pep gwir a zo miret strizh ganeomp.

Al logo hag ar frammañ a zo bet graet gant Nollaig Dipode.

Implijet hon eus WordPress evel diaz, ur CMS dieub.

An tem staliet a zo Magazine Elite, un tem digoust ha dieub graet gant ThemeSaga.

Al lec’hienn www.dispak.bzh a zo herberc’hiet gant an embregerezh OVH, 2 straed Kellermann – 59100 Roubaix – Frañs