Arc’hantaouiñ

Mont en-dro ekonomikel Dispak

Ur media kevredigezhel eo Dispak. E-pad 4 bloaz eo bet maget al lec’hienn gant tud a-youl vat hepken (trugarez vras dezho!).
E 2022 hon eus goulennet ur skoazell digant ar Redadeg evit gallout paeañ ar skridaozerien.ezed e stumm pijoù, da lavaret eo dre bennad (pe podkast, video…). Ur skoazell 12 000€ hon eus resevet. A-drugarez d’an arc’hant-se e vimp gouest da baeañ ur pennad bep sizhun e-pad bloaz mui pe vui.

Gallout a rit-c’hwi harpañ hon media war al lec’hienn HelloAsso ivez dre ur roadenn brim pe gwelloc’h c’hoazh, roadennoù miziek. Evel-se e c’hallimp kenderc’hel da c’hoprañ an dud.

Sikourit neuze Dispak evit :

  • Paeañ ar skrivagnerezed ha skrivagnerien
  • Talvoudekaat ar pennadoù kazetenniñ e brezhoneg
  • Kaout danvez liesseurt da lenn enlinenn ha digoust e brezhoneg
  • Paeañ frejoù al lec’hienn
  • Micherelaat ar vicher kazetenniñ e brezhoneg

66% eus ar sammad roet a c’hallo bezañ tennet diwar ho tailhoù. Ur roadenn 50€ ne gousto deoc’h nemet 17€ e fin ar gont da skouer. (Da welet ma c’hellomp reiñ testenioù Cerfa otomatek war HelloAsso evit Dispak)

Degas a reomp da soñj ne resevomp arc’hant ebet digant embregerezhioù pe ensavadurioù publik.

Trugarez deoc’h !