Rekipeoù Klervi : #1 barrennoù edaj

Setu aze rekipe kentañ ar chadenn YouTube videoioù keginañ e brezhoneg, “Rekipeoù Klervi”. Bep an amzer e vint skignet war hol lec’hienn, evit brasañ plijadur ar begoù lipous.

 

Ar barrennoù edaj : ur rekipe aes da fardañ evit merenn-vihan ! Displeget eo pep tra er video amañ dindan.

Aozennoù :

  • 3 bananezenn
  • 2 loaiad mel
  • 136 gr malzennoù chokolad
  • 1 meudad holen
  • 292 gr kerc’h
  • 84 gr greun lin
  • 57 gr bananez sec’h
  • 55 gr kraoñ-kelvez
  • 117 gr kraoñ-dimezell

Prientiñ :

Flastrañ ar bananez gant ur fourchetezenn ha skuilhañ ar mel warno. Meskañ.

Ouzhpennañ an holl aozennoù a chom ha meskañ gant an daouarn.

Stummañ ur voull.

Fornañ e-pad 25 munutenn da 180°C.

Troc’hañ e stumm barrennoù diouzh ar ment hoc’h eus c’hoant.

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù