Rekipeoù Klervi #9 : Brik Patatez

Eil rekipe ar c’henfinañ zo bet embannet ! Kinnig a ran deoc’h ur rekipe sall, Brik Patatez, evit cheñch un tammig !

Penaos fardañ Brik Patatez ? Displeget eo pep tra er video amañ dindan !

Aozennoù :

– 430 gr patatez
– 2 roll follennoù brik
– 25 cl dienn liñvek
– 1 penn-ognon
– 1 vi
– 2 damm mozzarella
– 200 gr gruyère (tro-dro)
– 112 gr camembert (tro-dro)
– holen
– pebr
– louzoù Provañs

Prientiñ :

Lakait ar patatez da boazhañ en dour.

E-keit m’emañ ar patatez o poazhañ, dibluskit ar penn-ognon ha skejennit anezhañ.

Lakait ar penn-ognon da resediñ gant amann er baelon.

Ur wech resedet ar penn-ognon, lakait anezhañ e-barzh ur volenn da yenaat.

Ur wech graet war-dro an ognon sellit ouzh poazhadur ar patatez.

Flastrit ar patatez gant ur fourchetezenn.

Ouzhpennit ar vi ha meskit.

Ouzhpennit an dienn liñvek ha meskit adarre.

Ouzhpennit an ognon ha meskit c’hoazh.

Evit echuiñ ouzhpennit holen, pebr ha louzoù Provañs, meskit ur wech diwezhañ.

Lakait un tamm gruyère war ur follenn brik ouzhpennit ar patatez ha lakait c’hoazh un tamm gruyère.

Rollit ar follennoù brik ha lakait un tamm vi evit soudañ an toaz.

Grit heñvel gant ar mozzarella hag ar c’hamembert.

Libistrit ar follennoù brik gant ar vi.

Lakait er forn da boazhañ da 180 derez e-pad 30 munutenn.

Setu prest eo ! Servijit ar brik patatez gant un tamm saladenn ! Kalon vat deoc’h !

Adkavit holl Rekipeoù Klervi all o klikañ amañ !

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like