30 vloaz-zo e oa dibenn prosez meur an Amoco Cadiz

D’ar 24 a viz Genver 1992 e lakae diviz lez-varn galv Chicago un termen d’un afer krog 14 vloaz abretoc’h. Anavezet e oa gant justis ar Stadoù-Unanet kablusted an embregerezh Standard Oil of Indiana evit peñse an Amoco Cadiz. Dav eo bet d’ar Vretoned bezañ pennek ha mont betek Chicago evit reiñ lamm d’an Amerikaned. Gi ar C’horr, kazetenner, a oa bet en tu-hont ar meurvor Atlantel da-heul dilennidi ar vro.

Dispak | D’ar 16 a viz Meurzh 1978 e rae peñse an Amoco Cadiz reier Porsal. Soñj ‘peus deus an deiziad-se ?

Gi ar C’horre | Ya evel-just ! Ne oa ket ar gwallzarvoud kentañ. Soñj ‘m eus, da benn kentañ, deus an Torrey Cannion, e 1967, an istor a oa ar memes hini. Honnezh a oa aet war ar reier war aod Kerne-Veur. En em gavet e oa ar petrol du nepell war-lerc’h, treuzet Mor Breizh gantañ. Ar wech kentañ ma oan bet da vanifestiñ ‘enep d’al lanv-du a oa er bloavezh 1967, war ar c’hae d’Aiguillon, e Lannuon. Pa oa en em gavet an Amoco, ma mab a oa bihan d’ar c’houlz-se, hag e oamp aet d’ober un dro war an aod kostez Porsal, hag e oa gweturioù, tud e-leizh. Adlivet, mastaret, an aod penn-da-benn gant ar petrol. Roudoù a oa bet kavet er C’hotentin (Normandi) zoken.

Diouzhtu-dak goude ar peñse e krog tud deus ar vro d’en em soñjal war ar mod da c’houlenn justis. Buan ‘n em vodas an dilennidi neuze ?

E penn-kentañ ne faote ket d’ar gouarnamant gall e vefe douget ar prosez gant kumunioù ar vro. Met, Alphonse Arzel, maer Gwitalmeze, hag ar re all a oa ‘n em unanet ‘sames [asambles]. Alphonse Arzel eo, evidon-me, Breizhad pennañ fin an 20vet kantved ! Alphonse eo a vode an dud tro-dro dezhañ, tud deus an tu kleiz-mat, sosialisted, deus an tu dehoù, spered un tamm evel er CELIB (Comité d’étude et de liaison des intérêts bretons, ur pennad ‘zo da lenn amañ evit gouzout hiroc’h). Deuet e oa ‘benn da lakaat dilennidi, dreist-holl, Bro-Dreger ha Bro-Leon da vont ‘sames. E penn-kentañ, pep hini a oa aet un tammig bihan deus e du. Met, p’en em gav un dra ‘vel-se, ‘gav din, ‘n eus ‘met un dra da lavaret : kaoc’h ! Dija, ne oa ket ar wech kentañ, hag an taol-se a oa gwashoc’h eget an taol all (kazi div wech muioc’h petrol a oa e bourzh an Amoco eget en Torrey Cannion)

Kentoc’h evit chom da ruzañ dirak lezioù-barn Frañs e tagont end-eeun dirak lez-varn Chicago, lec’h ma oa sez sokial ar Standard Oil of Indiana, mestr war an Amoco International. Ur mell-avantur e vo ar prosez er Stadoù-Unanet, met ur sapre labour a oa dija da gas da benn e Breizh. Penaos ec’h en em aoz an traoù da neuze

A-raok ‘vefe deus ar prosez e oa ret degas prouennoù d’ar justis e Chicago. Ul labour spontus eo bet evit an dilennidi. Kontet en doa din Georges Le Noane, aotroù maer Tregastell d’ar poent-se, e vije goulennet digantañ prouenn deus stad an arvor a-raok ar peñse. Hennezh ‘n oa renablet an distruj oa bet, met alies ne oa netra en a-raok evit prouiñ e oa an traoù e stad vat. Da lavaret eo e oa tu pismigañ gant Frank Cicero, alvokad ar Standard Oil ! Ha kement parrez ‘n oa da ober al labour-se. Ret oa kaout tud barrek da furchal, da glask, da verniañ traoù e-leizh evit diskouez penaos e oa an traoù a-raok ar peñse. Se ‘n eus koustet ur bern arc’hant.

“A-raok ‘vefe deus ar prosez e oa ret degas prouennoù d’ar justis e Chicago. Ul labour spontus eo bet evit an dilennidi” 

Degas prouennoù deus kement-tra ! Ha zoken traoù munud, an dispignoù, tout pezh ‘n oa koustet d’ar parrezioù. Pa oa ‘n em gavet ar petrol daoniet-se e oa bet ret naetaat, skrapat ar pezh a oa war an aod. Graet e oa bet un tamm deus al labour gant tud deus ar vro. Kamionoù, kirri-samm, o doa ruilhet war hentoù na oant ket boaz deus-se.

Labour divent ‘oa bet kaset da benn gant ar youlidi evit kempenn an aodoù – National Oceanic and Atmospheric Administration

Ouzhpenn 135 milion a lurioù eo koustet ar prosez en holl. Penaos kavout an arc’hant ?

Ret eo bet kreskiñ an tailhoù er parrezioù (tro 10 lur dre annezad). Arabat disoñjal e oa ivez er jeu Kuzulioù-meur Penn-ar-Bed hag Aodoù-an-Hanternoz, ha tiez-kêr Brest ha Sant Brieg. ‘Se oa a-bouez. 

E 1982 e krog ar prosez, erfin, e Chicago, penaos e oa bet aozet ar veaj-se ?

Krouet e oa bet e 1980 ur syndicat mixte dija evit ober war-dro ar prosez evit difenn ar parrezioù, ar c’hêrioù (NGAS : hag ivez  an 3000 komersant, istraer, pesketaer, bezhinaer. Deuet eo da vezañ ar Vigipol goude fin ar prosez). Hag e faote d’ar syndicat kas un toullad dilennidi, ar muiañ posubl, evit an devezh kentañ ha digoradur ar prosez e Chicago. D’ar poent-se e oan-me kazetenner e FR3 Brest, ar radio a oa d’ar c’houlz-se stag deus Frañs 3. Aet e oan e Gwitalmeze da c’houl’ digant Alphonse Arzel mont ganto. Ha setu-me, ‘n en gavet e-mesk ar veajourien, gant tout dilennidi an hanternoz. Paul Burel, kazetenner e Ouest-France a oa ivez, Jean Guisnel deus Liberation, ha lod all deus an Telegramme. 67 e oamp ha lod ac’hanomp ne oant ket bet morse ‘n ur c’harr-nij.

Avanturioù ‘zo ‘n em gavet e New-York surtout. ‘Oamp ket aet war-eeun deus Pariz da Chicago, un ehan e oa e New-York, kement hag ober. Chomet e oamp div nozvezh eno, hag e oa bet un droiad en ONU [Aozadur ar Broadoù Unanet]. Un tamm reuz e oa bet ! Te oar, pa ‘z eus bagadoù tud evel-se o pourmen, zoken dilennidi, e teus c’hoant c’hoarzhin un tammig bihan ivez. E-kreiz sal ar bodadegoù meur deus an ONU, e oa tud o kemer plas an URSS, hag e oa un’ bennak, ‘n oa tennet e votez evit ober evel Khrouchtchev. Jean-Yves Cozan e oa soñj din. 

En ONU, un’ bennak, ‘n oa tennet e votez evit ober evel Khrouchtchev”

Pêr Chapalan, maer Gwinevez da neuze, a oa deus ar veaj ivez – tremen 100 vloaz eo bremañ ! -. Aet e oa da bourmen e kêr, diwezhat diouzh noz, e-kreiz savadurioù kalz uheloc’h eget tour-Iliz Gwinevez. Harzhet oa bet gant ur pezh den ‘n oa goulennet digantañ dollaroù, hag aet kuit gant e zoug-moneiz. Distro en hôtel, dihunet kreiz an noz, Alfoñs ha tout, hag int da gomz gant rener an hôtel. Met Per Chapalan ‘n oa bet an ide vat da gemeret chekennoù a oa asuret ! Dalc’het an niverennoù gantañ, ha pa oa dihunet e oa resevet e arc’hant gantañ.

Hag erru e Chicago e vo kemeret ar vaered evit marc’hadourien fourmaj…

An deiz war-lerc’h oamp erruet e Chicago gant ar c’harr-nij e oamp aet war droad deus an hôtel d’al lez-varn. Tremenet oamp e kreiz-kêr ha tud a selle diouimp [ouzhomp]. Ar maered a oa bet kaset ganto o seizenn triliv. Tud a soñje gante e oant marc’hadourien fourmaj deus an Izel-vroioù !

Ur wech boulc’het ar prosez, ne oa ket ken farsus ar jeu sur-mat ?

Lañset an traoù diouzhtu gant ar barner Frank McGarr ! Padet en deus pell a-walc’h ar prosez, padal hennezh na chome ket da dortal. An deiz kentañ, an hini kentañ o komz e oa François Le Borgne, maer Konk Leon. Hennezh a oa ivez rener Radio Conquet, radio ar verdeiñ, a rae war-dro an darempredoù etre an douar hag an dud war vor, pesketaerien, tud a goñvers. Hen’ [Hennezh] ‘oa bet e darempred war-eeun gant komandant an Amoco.

Ar rebech kentañ ‘zo deuet buan. Skipailh Cicero ‘n oa tamallet François Le Borgne nompas gouzout saozneg ‘walc’h evit kompren ‘pezh oa ‘n em gavout gant an Amoco. Klask a raen forzh petra evit diskar ar re a oa enep dezho.

Chomet e oa an dilennidi a-gevret e-pad tout ar prosez, ‘n eus ket bet reuz kenetrezo a-wechoù ?

Dre vras e oant unanet betek an dibenn. Daoust ma ’oant ket deus ar memes tu politikel. Alfoñs a oa kentoc’h deus an tu dehoù, ha Jean-Baptiste Henry a oa deus an tu kleiz. Hennezh a zo e-pad pellig amzer e Chicago evit ar prosez, prezidant kentañ Comité de coordination et de vigilance des élus des communes du littoral des côtes du nord eo bet e Treger. Tud ar vro a oa mennet da vont betek penn. « Mont betek penn », a lavare alies Alphonse Arzel e brezhoneg. [NGAS : ul levr a zo bet skrivet gant René Montfort, titlet diwar al lugan-se Alphonse Arzel, betek penn, jusqu’au bout, Brest, Mor ha douar, 2008, 92 p.]

« Mont betek penn » a lavare alies Alphonse Arzel e brezhoneg”

D’ar 24 a viz Genver 1992 e oa bet roet e varnedigezh gant lez-varn galv Chicago. Kondaonet ar Standard Oil of Indiana da baeañ ouzhpenn ur miliard a lurioù d’ar Stad hag ouzhpenn 200 milion d’ar c’humunioù.

Traoù ‘zo deuet war-lerc’h, lakaet e oa bet e plas tour ar Cross Corsen goude ar peñse, ur vag-sacher e Brest hag e Eusa, ha na c’haller ket ober forzh petra ken. Ar pezh a c’haller lavaret eo, ar prosez-se a zo bet ur skouer evit ar pezh a oa en em gavet da c’houde gant lanv du an Exon Valden, en Alaska, er Stadoù-Unanet. Tud an Alaska a oa deuet da c’houlenn sikour digant ar Vretoned. ‘Vit goût penaos ober. 

Ur sapre trec’h ekologel eo bet prosez an Amoco, padal, darn an dilennidi ne oant ket ekologourien anezho, neketa ?

Ne oant ket gwall ekologour, Alfoñs Arzel ‘oa bet e penn Kambr labour-douar Penn-ar-Bed, da skouer. Met, lakaet en doa lod da brederiañ un tamm ! 

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like