Adunaniñ Breizh : istor an disrann

Hiziv e vo manifestet e Naoned evit adunaniñ Breizh ha gwir Pobl Vreizh d’en em dermenañ. Meur a vanifestadeg zo bet dija, ha doareoù all da stourm, diefed betek-henn war an divizoù politikel, daoust da c’hoant brasañ niver Breizhiz da adunaniñ o bro. Hervez Emmanuel Macron e vefe un afer eus an amzer dremenet. Padal eo istor ar stourm evit an adunaniñ un afer a zemokratelezh, un istor a ziskouez mat kudenn an aotrouniezh hag ar galloud Frañs.

Ur stourm hanter-kant vloaz

Kregiñ a reas ar stourm er bloavezhioù 1970 da vat, daoust ma oa bet anv eus kudenn disrann Breizh un tamm mat abretoc’h. Ken kozh hag ar bloavezhioù tregont e oa bet savet steuñvoù rannvroelaat a zispartie Bro-Naoned diouzh Breizh. En diaraog na oa ket bet anv eus an dalc’h-se dre ma ne oa ket a rannvroioù melestradurel pe politikel : ne oa eus Breizh nemet un tiriad istorel pe hengounel, rannet etre pemp departamant.

A-raok krouidigezh an SFIO (Section Française de l’Internationale Ouvrière), e penn-kentañ tout an ugentvet kantved, e oa bet anat evit stourmerien sokialour Breizh bodañ o nerzhioù war ar pemp departamant. Dindan beli riegezh Vichy, avat, e voe savet ur gartenn ofisiel eus ar rannvroioù-prefeti a lakae Naoned maez rannvro Breizh dija. Diverket e voe an diviz-se e 1945 ha kartenn Vichy ne voe ket adtapet gant ar IVre Republik, daoust d’ar pezh a lenner a-wechoù.

Diwezhatoc’h, pa zibabas pennoù-bras ar Stad mont war-du un doare rannvroeladur, e voe dibabet adarre reiñ ur rannvro da Naoned hag unan all da Roazhon. Ne voe ket doujet ouzh tiriad Breizh nag evit sevel ar « rannvroioù-programm » (tachennoù-merañ ar postadoù arc’hant foran) krouet e 1955, nag e 1960, pa oa bet divizet e tlefe rannoù melestradur ar Stad heuliañ kartenn ar rannvroioù-programm evit o aozadur diabarzh.

E 1972 e chomas Breizh disrannet adarre pa voe roet ur bersonelezh lezennel d’ar rannvroioù, ha pa voe staliet kuzulioù-rannvro. Daou vloaz war-lerc’h e oa savet ar c’hCUAB (Comité pour l’unité adminsitrative de la Bretagne), deuet da vezañ « Breizh Unvan » diwezhatoc’h.

Tabut zo c’hoazh diwar-benn abegoù an disrann : gwanaat Breizh a-ratozh evit stankañ an hent d’an emrenourien ? Tremen hebioù d’ur brezel etre Roazhon ha Naoned, gant ar c’hoant m’o dije bet bourc’hizien pep hini da staliañ sez ar rannvro en o c’hêr ? Mirout ouzh labourerien « Breizh » pevar departamant da vezañ gounezet d’ar mennozhioù sokialour a seblante staliet kreñvoc’h el Liger-Atlantel d’ar mare-hont ? Diaes eo da lavaret rak n’eo ket e-kerzh eskemmoù foran e veze savet ar c’hartennoù. Un afer politikourien eo.

Ur rannvroeladur nann-demokratel

Souezhus a-walc’h eo soñjal e oa bet disrannet Breizh da vat (war an dachenn velestradurel evel-just) dres d’ar mare ma kroge ar mennozhioù rannvroelour da doullañ o hent e spered politikerien zo eus Frañs, ha pa zeue un nerzh stourm en-dro d’an emrenourien ha d’an dizalc’hourien e meur a vro. Ret eo gouzout avat petra a oa pennaennoù ar rannvroelaat-se…

Krogomp gant Décoloniser la province, an destenn vrudet skrivet gant Michel Rocard e 1966, a vez soñjet alies evel ur pezh tagadenn enep ar Stad-kreiz. Ur ger kreñv eo « didrevadenniñ », ha dav eo soñjal e oa echu brezel Aljeria abaoe 4 bloaz hepken. Ul labour preder a oa bet kinniget e-kerzh eskemmoù strolladoù an tu-kleiz, a glaske adkavout nerzh hag ur c’hoant da stourm pa oa Charles de Gaulle staliet mat e penn ar Stad. Deuet eo an destenn da vezañ un arouez eus stourm ar bloavezhioù 1960 ha 1970 evit ar gwir da « vevañ, labourat ha divizout er vro ». Lakaet e vez a-live gant levr Morvan Lebesque, Comment peut-on être breton – Essai sur la démocratie française, ul levr embannet e 1970, a rae eus Frañs a-bezh un drevadenn eus he Stad (anvet « Stad-kazarn» gant ar skrivagner).

Meur a zen a zo bet dallet gant titl testenn Michel Rocard, moarvat. Re a bouez o deus roet dezhañ, rak chom a rae teknikel-kenañ danvez al levrig e gwirionez. Kavout a reer ennañ pennaennoù ar politikerezh krouiñ meurgêrioù doare an DATAR (délégation interministérielle à l’aménagement du territoire et à l’attractivité régionale, krouet e 1963). Evit ma ne vije ket bet mouget kêr Pariz dindan pouez he foblañs re niverus e oa ret lakaat kêrioù all da greskiñ, ha reiñ dezho tachennoù levezon bras a-walc’h.

Eus c’hoantoù an dud, eus identelezh, eus an dibab demokratel hag eus gwir ar pobloù da zivizout o-unan, ne oa ket kaoz, pe dost. El levrig e oa skrivet e tlefe ar rannvroioù bezañ bras, ha ma oa ret freuzañ an tiriadoù istorel ne vefe ket bet ur pezh koll. Pell a-walc’h diouzh soñjoù Lebesque ! Rannvroioù evel ar « C’hornôg bras », ar « Reter bras » pe ar « Su » a seblante dellezekoc’h da seveniñ al labour digreizennañ eget rannvroioù ken « bihan » ha Breizh pe Elzas, daoust ma ne oa ket skrivet en ur mod ken splann. Michel Rocard a skrivo e-unan en un adembannadenn, dekvloavezhiadoù war-lerc’h, e oa bet souezhet bras o welet emrenourien entanet gant e labour, hag e oa bet lakaet kalzik a amzer gant ar PSU (Parti socialiste unifié, krouet e 1960) evit kompren e tlefe an digreizennañ bezañ estreget un afer velestradurel hag armerzhel.

Evel-just e oa gouarnamantoù an amzer-hont pelloc’h c’hoazh diouzh soñjoù an emrenourien eget na oa tud ar PSU, broadelourien c’hall penn-kil-ha-troad ma oa diouzh ar c’haullisted a rene war ar vro. Lavaret en defe Georges Pompidou ne zlee ket bezañ diaes d’ur breton mont da Varsilha da vevañ ha da gavout labour, dre ma oamp « gall holl ac’hanomp » ; kompren a reer mat ne oa ket chalet gant ar soñj ne glote ket kartenn ar rannvroioù ouzh identelezh a-stroll an dud.

Hag evel m’hon deus hen lavaret dija, ne oa ket reuz bras da gaout war an dachenn-se, ken bihan ma oa levezon ha brud ar rannvroioù d’ar mare-hont, frammoù melestradurel dreist-holl, ha ne oa ket dilennet izili o c’huzulioù gant ar bobl. Ar rannvroeladur teknikel hag armerzhel, zoken, a veze taget gant pennoù zo eus ar c’haullisted, spontet ma oant gant ur politikerezh a seblante dezho mont re bell hag a lakae (dija) unvaniezh ar Republik en arvar…

E berr gomzoù, savet e oa bet diazezoù ar rannvroeladur « mod Frañs » gant kreizennourien, a felle dezho mirout ar vestroni war an ensavadurioù nevez-se, pell a-walc’h diouzh selloù ha diouzh paperoù-votiñ ar geodedourien. Arabat bezañ souezhet neuze ne vije ket bet doujet nag ouzh gwir pobl Vreizh d’en em dermenañ, nag ouzh an Istor, nag ouzh ar poell zoken.

Troioù-kamm ar Strollad sokialour gall

Eus tu ar sokialourien e oa luzietoc’h. Er bloavezhioù 1960 ez eas lod eus izili ar PSU (fachet ouzh izili ar SFIO abalamour da vrezel Aljeria) war-zu mennozhioù rannvroelour, hag emrenour diwezhatoc’h. En em gavout a reas un toullad anezho er strollad sokialour gall (PS) er bloavezhioù 1970 hag en em gavout a rejont skoaz-ouzh-skoaz gant jakobined daonet evel Jean-Pierre Chevènement.

Tapet ar galloud ganto e 1981, evit ar wech kentañ abaoe 23 bloaz, e savjont ul lezenn digreizennañ a roas un tamm frankiz d’ar strollegezhioù lec’hel hag a lakaas ar c’huzulioù-rannvro da vezañ dilennet gant ar bobl. Chom a rae kreizennet-mat ar Stad met dont a rae ur pouez politikel nevez d’ar rannvroioù. Ne voe ket kemmet kartenn ar rannvroioù avat : chom a rae disrannet Breizh, ar geodedourien n’o doa ket o ger da lavaret… Ne oad ket ken pell ha se diouzh doare ar c’haullisted da « zigreizennañ », da lavaret eo en ur mod kreizennet hag aotrouniek !

Komzoù brav a oa bet avat. Aet e oa bet François Mitterrand betek komz eus « gwir Pobl Vreizh d’en em dermenañ ». N’eo ket hiziv-an-deiz e vije lavaret kement-se gant pennoù ar PS ! Dav eo lavaret n’eus ket a unaniezh war ar poent-mañ e-touez sokialourien Breizh. Daoust ma oa bet votet hetoù evit an adunaniñ gant an tu-kleiz e kuzul rannvro Breizh, ne oa ket pouezus a-walc’h ar sujed-se evito da stourm ouzh o c’hamaladed eus ar gouarnamant pa oa ar galloud ganto. Ur mare zo e oa bet a-du gant an adunaniñ prezidant kuzul departamant Liger-Atlantel, Patrick Mareshal, met Philippe Grosvalet, an hini a-vremañ, n’eo ket. Maerez Naoned, Johanna Roland, hag he diaraoger Jean-Marc Ayrault a zo a-enep ivez, en-enep da c’hoantoù muiañ-niver annezidi Bro-Naoned : 70 % a vefe a-du gant an adunaniñ hervez ar sontadegoù.

E 2014, da vare an adreizhadur tiriadel kaset gant François Hollande ha Manuel Valls, e oa bet kaoz adarre eus an adunaniñ. Ur raktres all a oa gant Jean-Marc Ayrault avat. Dont a reas a-benn da lakaat maer Brest, François Cuillandre, maerez Roazhon, Nathalie Appéré, ha maerez Naoned (« sokialourien » holl anezho) da sinañ ur galv evit ar « C’hornôg bras », da lavaret eo evit ur rannvro nevez hep identelezh a ziverkfe anv Breizh. Chom a raent stag ouzh ur mod kreizennour da welet aozadur an tiriad : anv a rannvro nevez, ar C’hornôg, n’en doa ster ebet nemet diskouez e oa er c’hornôg da Bariz.

Amsteriek e chom emzalc’h maered kêrioù brasañ Breizh e-keñver an adunaniñ. Enebiñ a reont, mont a reont betek kinnig diverkañ anv Breizh diouzh ar c’hartennoù ofisiel, met asantiñ a reont eus un tu all lakaat e-pleustr politikerezhioù yezh evit diorren kelenn ar brezhoneg ha ledanaat e dachenn el lec’hioù foran. Goude Roazhon eo krog Naoned da zegemer panelloù-straed divyezhek, da lavaret eo da reiñ d’ar brezhoneg ur plas hag ur statud n’en doa ket bet biskoazh e kêrioù bras ar reter ; ar pezh a vefe ur sin heverk eo breizhat Naoned evit kement den a sellfe gant poell ouzh an afer. Breizhat hep bezañ e Breizh, setu ar c’hempouez-digempouez iskis a seblant bezañ kavet gant dilennidi zo !

Kornôg bras pe Breizh emren?

Eus ar c’hornôg bras ne glever ket kalz a geloù ken. Korbellet e voe raktres ur rannvro « kornôg » abalamour da enebiezh Jean-Yves Le Drian, war a lavarer, met n’ez eas ket pelloc’h gant ar stourm ; kenderc’hel a reas kuzul rannvro Breizh da embann e c’hoant da vont war-zu an adunaniñ, ha kenderc’hel a reas ivez ar c’huzul da embann kartennoù Breizh na raent meneg ebet eus bro Naoned. Anat eo ez eus un diouer a youl e-touez ar sokialourien vreizhat…

Ar re c’hlas, eus o zu, a embann ingal bezañ a-du gant an adunaniñ, met aozet int hervez framm ar rannvroioù melestradurel : EELV Breizh ne vod nemet izili ar pevar departamant, p’en em gav izili Liger-Atlantel stag ouzh EELV Broioù-al-Liger. Amañ ivez e kaver un dislavar. Ret eo gouzout, avat, n’eo ket rediet ar strolladoù politikel hag ar c’hevredigezhioù da heuliañ frammoù melestradurel ar Stad. Unvaniezh Demokratel Breizh, da skouer, a zo aozet e Breizh a-bezh, hep na vefe troc’het kevread Liger-Atlantel diouzh ar c’hevreadoù all.

Kevredigezhioù a-bouez a zouj ouzh tiriad pobl Vreizh ivez : « Bretagne vivante », da skouer, pe « Femmes de Bretagne » evit reiñ skouer un aozadur yaouankoc’h. Ar merk « Produit en Bretagne » a vod embregerezhioù eus Naoned da Vrest. Perak n’o deus ket dibabet izili EELV sevel « EELV Breizh » e Breizh a-bezh ? Gant emzalc’h souezhus dilennidi zo emañ ar respont moarvat. Ronan Dantec, senedour ekologour eus Liger-Atlantel, a lavar alies bezañ a-du gant an adunaniñ met difenn a ra ar C’hornôg bras e gwirionez… o tisplegañ e vefe adunanet Breizh er rannvro nevez ! Gwir eo ne vefe ket disrannet Breizh ma ne vefe ket eus Breizh ken…

Unvaniezh Demokratel Breizh da vare ur vanifestadeg gant Breizh Unvan e Karaez

Ur c’hwitadenn eo bet ar C’hornôg bras avat war dachenn ar skolioù-meur. Savet e oa bet ur gumuniezh skolioù-meur kornogat war dismantroù an UBE (Université européenne de Bretagne) gant ar soñj e vefe kreñvoc’h ar skolioù-meur en ur framm brasoc’h. An disoc’h a zlefe talvezout da gentel : korbellet eo bet goulennoù arc’hantaouiñ ar gumuniezh-se bep tro ma’z eus bet aozet galvadennoù-raktres a c’halle degas arc’hant digant ar Stad… diwar an abeg n’eus ket a lusk boutin etre skolioù-meur an dachenn vras a reer kornôg anezhi. Bremañ emañ skolioù meur Roazhon o sevel ur gumuniezh roazhonat, ar pezh a lako termen, moarvat, da vont-en-dro kumuniezh skolioù-meur ar c’hornôg.

Re simpl eo ar soñj e vefe kreñvoc’h ar rannvroioù pa vezont brasoc’h. Kreñv e vezont pa vezont anavezet gant an dud a vev war o zachenn, pa vezont anavezet en diavaez, ha p’o dez emrenerezh. Ur strollegezh evel hini Euskadi ar su, a zo kalz bihanoc’h eget rannvroioù Frañs, he deus kalz muioc’h a levezon war buhez an dud ha war mont en-dro an armerzh. Evit rannañ ar galloud da vat ha paouez a vezañ renet diouzh Pariz e vefe dav sevel rannvroioù en ur mod demokratel ha reiñ galloud hag arc’hant dezho, ha n’eo ket bodañ anezho da sevel reoù brasoc’h…

Meur a zoare da stourm

Teir manifestadeg a oa bet aozet e Naoned e 2014. Deuet e oa a-benn an aozerien da vodañ muioc’h-muiañ a dud, en tu all da 15 000, ha diskouezet e oa bet adarre gant ur sontadeg e oa ar braz eus annezidi Liger-Atlantel a-du gant an adunaniñ. Breizh Unvan hag ar c’henstroll 44=BZH a oa e penn ar jeu. Evel-just ne oa ket a-du an holl war an doare da gas ar stourm : hag ur mennozh mat e oa bet lakaat ur vaouez treuzwisket evel Anna Vreizh da zont war al leurenn ? Ha dav e oa mont war-zu stourm ar « Bonedoù ruz » a oa o paouez lakaat ar Stad da blegañ ? Tagañ an dilennidi dre vras pe anavezout al labour graet gant reoù zo ? Daoust d’an dizemglevioù e veze kenlabour ha niverusoc’h-niverusañ en em gave perzhidi ar manifestadegoù.

Diefed e voe ar stourm pobl-se war an divizoù politikel avat. E fin ar bloaz 2014 e voe roet lañs d’ul luskad nevez, « Dibab », a vode stourmerien evit aozañ votadegoù lec’hel diwar-benn daou sujed : adunaniñ Breizh ha sevel Dael Breizh (kendeuziñ ar pemp kuzul departamant hag ar c’huzul rannvro). Evit ar votadeg kentañ e Sant-Widel-Skovrid e voe tizhet ur feur kemer-perzh uhel a-walc’h evit ur votadeg diofisiel, 20 %. An tri c’hard eus ar voterien a oa a-du gant an daou c’houlenn. Kenderc’hel a reas ar votadegoù e 2015, e Langoed, Rianteg, Sant-Ervlan, e bro Kastell-Briant hag er Menez Are, gant disoc’hoù dizingal. Dont a rae gwelloc’h er c’humunioù bihan, pe pa oa ar maer a-du gant aozadur ar votadeg. Ul labour talvoudus e oa bet evit reiñ da gompren d’an dud (dilennidi zo en o zouez) e oa stag stourm an adunaniñ ouzh ur gudenn a zemokratelezh da gentañ, hag e ranke ar Vretoned dibab o-unan war an afer-se.

Da-heul an intrudu-se e stagas ar gevredigezh « Breizh 5/5 » da vont e darempred gant tiez-kêr : kinniget e vez dezho staliañ panelloù a-du gant an adunaniñ e-kichen panelloù mont e-barzh ar gumun. Ur gevredigezh zo bet savet ivez evit difenn unaniezh Breizh e bed ar c’hevredigezhioù hag an embregerezhioù, « VigiBretagne » anv ar strollad-se, a glask lakaat an aozadurioù breizhat da implijout kartennoù Breizh a-bezh evit kehentiñ hag ober bruderezh. Chomet eo a-sav Breizh Unvan gant an aozañ manifestadegoù evit ar poent ha klask a ra dastum 100 000 sinadur e-touez voterien Liger-Atlantel evit rediañ ar c’huzul-departamant da lakaat an adunaniñ war e roll-labour (n’eo ket evit se avat e vo a-du ar c’huzul-departamant adarre !).

Strivoù a vez graet ivez evit liammañ stourm an adunaniñ ouzh kudennoù fetisoc’h. E miz Here 2016 e oa bet aozet ur gerzhadeg gant Unvaniezh Demokratel Breizh etre Roazhon ha Kastell-Briant evit difenn al linenn hent-houarn ha goulenn e vefe digoret ul linenn TER adarre etre Naoned ha Roazhon dre Gastell-Briant, ul linenn hag a zo troc’het hiziv-an-deiz abalamour d’an harz melestradurel.

C’hwitet e oa bet war an taol e 2014 ha chomet e oa Breizh disrannet, met da-heul an tabut bras eo chomet muioc’h a dud dihunet, prest da stourm ha da chom war evezh. Bremañ e kaver neuze strolladoù liesseurt o labourat evit kreñvaat santad an unaniezh er bobl hag er metoù politikel. Nebeut a chañsoù zo evit ma teufe an adunaniñ eus ar galloud a-vremañ, lavaret eo bet sklaer a-walc’h gant Emmanuel Macron, ha n’eo ket kargoù François de Rugy a cheñcho penn d’ar vazh. Dav eo padout ha klask skarzhañ ar skoilhoù brasañ, an hini kentañ o vezañ enebiezh Meurgêr Naoned.

Koulzad brudañ ar gevredigezh Dibab

Amzer an diaesterioù ?

Goude lusk ar bloavezhioù 2014 ha 2015 e oa deuet ur prantad diaesoc’h e 2016, a oa bet diskouezet splann gant c’hwitadenn manifestadeg Breizh Unvan e miz Gwengolo. Deuet e oa ur strollad eus an tu-dehoù pellañ da vreinañ an dibunadeg gant luganoù gouennelour, ha nac’het o doa an aozerien ober war-dro ar pezh kudenn-se e-kerzh ar vanifestadeg. E 2017 e oa bet tenn ar jeu etre an aozadurioù a soñje dezho e oa ret embann sklaer adarre ne vefe ket deuet mat an tu-dehoù pellañ hag a re a soñje dezho e oa ret « degemer an holl » ; a-benn ar fin e oa bet nullet manifestadeg Breizh Unvan e 2017 gant an aon e vije bet un emgann e-kreiz an darvoud hag ur vanifestadeg vihanoc’h a oa bet dalc’het gant 44=BZH memes tra.

Da-heul an eil c’hwitadenn-se e oa bet savet ur framm nevez evit aozañ ar stourm, anvet « Kenurzhierezh demokratel Breizh », an hini a zo e-karg eus manifestadeg miz Gwengolo 2018. Un nevezadenn a zo : ouzhpenn manifestiñ evit an adunaniñ a vo graet, ar gwir d’en em dermenañ a vo er jeu ivez. Gwir eo ez eo liammet an daou : ar stourm a-enep an disrann a zo ivez ur stourm evit ma c’hallo pobl Vreizh lavaret hec’h-unan petra a zo eus « Breizh ».

Met politikeloc’h e teu da vezañ, ha lec’hiañ a ra stourm an adunaniñ e-kreiz ar stourm evit « divizout er vro » dre vras, da lavaret eo un doare emrenerezh pe, evit lod, an dizalc’hiezh. Ha nerzh a vo roet en-dro d’ar stourm gant an dibab-se, pe strishaet e vo an diazez-stourm er bobl, evel ma’z eo bet rebechet d’ar c’henstroll aozerien gant strolladoù zo ? Dav eo lavaret e oa bet « politikelaet » ar stourm en ur mod all endeo, p’en doa dibabet prezidant kozh Breizh Unvan mont war ar renk gant Marc Le Fur en dilennadeg rannvro e Breizh melestradurel.

Diwar-benn Breizh Unvan, just a-walc’h, e chom goulennoù e-leizh. Ha dont a raio a-benn ar gevredigezh da sklaeraat he savboent ofisiel diwar-benn an tu-dehoù pellañ, ha da ziskoulmañ he c’hudennoù diabarzh ? Ne gemero ket perzh Breizh Unvan e manifestadeg an 29 a viz Gwengolo, met n’emañ ket an izili o lugudiñ. E-tro 80 000 sinadur o deus dastumet dija evit ma vo komzet eus an adunaniñ er c’huzul-departamant. N’eo ket sur e teuint a-benn da rastellat ar re a vank a-raok fin ar bloavezh, met diskouezet o deus e chome Breizh Unvan gouest da genurzhiañ strivoù bras a-walc’h. Gant Breizh Unvan atav e oa bet gwerzhet bannieloù Breizh a-vil-vern war an hentoù da vare Tro Frañs, ar pezh en doa lakaet ar gazetennerien da verzout e oa breizhat tud Bro-Naoned…

Kudennoù a-vremañ

Penaos displegañ e kendalc’h kement a dud da reiñ amzer ha startijenn, d’en em chikanañ a-wechoù ivez, hag abaoe kement a vloavezhioù, evit un afer harz melestradurel ? Hag a-bouez eo an afer-se a-benn ar fin ? Estreget Emmanuel Macron a soñj dezhañ eo ur c’hozh afer da leuskel er mirdi : Benoît Hamon en doa servijet komzoù damheñvel d’ar Vretoned e 2017, ha dilennidi ar c’hêrioù bras a respont atav eo dav lakaat « an div rannvro da genlabourat ».

Met estreget un afer harz etre strollegezhioù lec’hel eo. Degas a ra disrann Breizh diaesterioù e-leizh war meur a dachenn. Da gentañ, n’eus kempouez ebet er mod ma tiorren meurgêrioù ar reter hiziv-an deiz, o keveziñ etrezo, pep hini troet war-zu Pariz kentoc’h eget war-zu kêrioù all Breizh, ha dibreder ouzh diaesterioù don an tiriadoù a zo maez o zakad levezon. Da eil e teu divizoù diboell e-keñver an treuzdougen, troc’h al linenn Roazhon-Naoned e Kastell-Briant o vezañ an hini sotañ moarvat.

E-keñver ar porzhioù-mor eo mantrusoc’h c’hoazh ar blegenn a-vremañ. Ur c’hevezerezh kriz a ren en Europa, diaesoc’h-diaesañ e teu da vezañ talañ ouzh pouez porzhioù bras an Izelvroioù hag ouzh dibaboù ar Stad C’hall a gav mat diorren porzh an Havr-Nevez hag hini Marsilha, hep preder evit ar re all. Dibosupl eo deuet da vezañ enporzhiañ produioù bio e porzhioù Breizh (war-bouez e Sant-Nazer, met n’eo ket sur e pado), abalamour ma’z eo bet kaset servijoù ar valtouterien da netra gant ar Stad. Porzhioù Breizh unanet, Sant-Nazer en o zouez, o defe muioc’h a chañsoù da zreistbevañ er saviad a-vremañ.

Ne vefe ket klok an daolenn ma ne vefe ket meneget an diaesterioù graet d’an dud a glask enskrivañ o bugale en un hentenn divyezhek brezhoneg-galleg e Liger-Atlantel : kavout a ra atav ar rektorelezh un abeg toull bennak evit nac’hañ digeriñ klasoù. Eus an tu all d’an harz, en Il-ha-Gwilen, e c’haller digeriñ un hentenn gant nebeutoc’h eget 10 bugel rakenskrivet, pa vez nac’het ober kement all evit ur 15 bennak e Liger-Atlantel. Bretoned Liger-Atlantel o deus nebeutoc’h a wirioù sevenadurel eget re Breizh melestradurel. Ur politikerezh moustrañ war an identelezh vreizhat a gendalc’h da vezañ lakaet e pleustr, daoust d’ar prezegennoù politikel diwar-benn ar c’henlabour ha liesseurted an identelezhioù a lakfe an adunvaniñ da vezañ didalvoud.

Diaesterioù pleustrek, armerzhel, politikel ha sevenadurel a sav atav abalamour d’an disrann, ha ne vint ket diskoulmet keit ha ma ne vo ket adunanet ar vro. Un afer a identelezh eo ivez, evel-just, hag arabat eo kaout aon rak ar ger-se. En ur vro demokratel, ne zlefe ket un toulladig kargidi-uhel dibab e lec’h an dud eus an identelezhioù o deus ar gwir da zougen. Ne zlefe ket bezañ dibabet war gorn un daol hag e c’hallo kumuniezhoù istorel kaout ur framm politikel pe get. N’eus nemet Breizhiz a zlefe kaout ar gwir da lavaret petra eo Breizh, n’eus nemet Elzasiz a zlefe kaout ar gwir da zibab hag e vo eus ur rannvro Elzas pe ne vo ket… Asantiñ e vefe dibabet gant ar Stad petra zo eus Breizh ha piv eo ar Vretoned hep goulenn o ali diganto a zo asantiñ bezañ is-keodedourien.

Setu peadra da stourm !


Skeudennoù : © Nil Caouissin, 44=BZH, Dibab

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like