An HSM (PMA) evit an holl, ur skod politikel evit gwirioù ar merc’hed

Amanda Hinault – Flickr

Daoust hag-eñ e vo un deiz bennak eus an HSM (PMA) evit an holl e Frañs ? Abaoe 1994 eo aotreet d’ar c’houbladoù arallreviat met berzet d’ar maouezed en o-unan pe d’ar c’houbladoù maouezed.

E 2013 dija e oa bet kaoz eus ul lezenn a zigorfe ar gwir d’an hiliadur skoazellet ent-mezegel (HSM, PMA e galleg) d’ar c’houbladoù maouezed ha d’ar maouezed o-unan. E miz Genver 2013, en doa Jean-Marc Ayrault, kentañ ministr d’ar mare-se, lavaret e vije kinniget ul lezenn HSM a-raok fin ar bloaz. Met ne oa ket aet betek penn gouarnamant François Hollande.

E-pad e brantad kabaliñ e 2017 en doa Emmanuel Macron embannet sklaer bezañ a-du gant an HSM evit an holl. Gallout a raed bezañ amgredus d’ar mare-se dija p’en doa an danvez prezidant lavaret en un atersadenn evit ar gelaouenn L’Obs e oa bet mezhekaet Frañs gant ar Vanif evit an holl, Frañs Zemmour ha Philippe de Villiers.

Prometet en doa ivez d’ar mare-se e vije ur c’hentañ ministrez hag ur Ministrerezh war Gwirioù ar maouezed. Gouzout a ouzomp mat bremañ eo bet disoñjet an div bromesa-mañ gantañ kerkent ha dilennet.

Morse n’en deus lavaret ar gouarnamant e vije dilezet an HSM evit an holl met meur a wech en deus daleet an afer dija. E 2017 e veze klevet e vije kinniget ul lezenn e 2018, e 2018 e vije kinniget e 2019 hag e miz Meurzh 2019 e vo kinniget dindan 12 miz, da lavaret eo a-benn 2020.

Perzh ar mediaoù pennañ

Deuet eo an HSM da vezañ ur skod politikel ha mediaekaet abaoe 6 vloaz e Frañs. Evit ar bolitikourien ha politikourezed eo bet un digarez simpl evite d’en em blasiñ war taol ar vuhez foran. Servijet en deus da Vacron da c’hounit votoù kement ha da c’hounit aduidi gant Wauquier, da skouer.

Hag ar mediaoù bras, eus o zu, o deus kavet un doare aes d’ober ar buzz. Gouestliñ golo Liberation d’ar Vanif evit an holl pe pediñ tud an iliz da gaozeal eus gwirioù ar maouezed a denn d’ar memes strategiezh : reiñ mouezh d’ar re feulsañ evit kaletaat an tabut.

E-giz ma vez graet gant an holl vinorelezhioù, n’eo ket pedet al lesbianezed da gaozeal diwar o fenn dezho o-unan. Medisined, eskibien, psikiatrourien, paotred dreist-holl a zo pedet da « zivizout » kenetrezo diwar-benn gwirioù ar maouezed. Ur gwir gudenn hollek eo evit ar minorelezhioù. Na pet gwech ez eus bet pedet ur vaouez gant ur ouel er skinwel da skouer ? Ar mediaoù pennañ “mainstream” o deus bet ur perzh bras er Vanif evit an holl. Ha pa ouezomp ez eus bet ur c’hresk a 80% well-wazh en niver a destenioù feulster resevet gant SOS homophobie e 2013, bloavezh kreñvañ ar Vanif evit an holl, e c’hellomp embann en deus kemeret perzh ul lodenn vat eus ar mediaoù e kresk en tagadennoù ouzh ar re LGBT+. Reiñ ar gaoz da dud kasonius hep pediñ ar minorelezhioù taget gant o fozioù a zo un doare da vagañ ar gasoni hag an dismegañs.

An HSM en Europa

Ur goulenn a-bouez a chom : piv a denn gounit eus an dale war an HSM evit an holl pa’z eo bet aotreet an dimeziñ hag an advabiñ d’ar c’houbladoù heñvelreviat ? Daleañ ul lezenn gevredigezhel na denn nemet d’ar maouezed, ne goust ket ker d’ar gouarnamant-mañ evit poent. Prenañ a ra er mod-se ar peoc’h gant rann virour ar Stad, e-giz m’en deus klasket ober gouarnamant Hollande e 2013 p’en deus dilezet ul lodenn eus e bromesaoù. Diskouez a ra memes tra pegen seksour ha tadelour eo politikerezh Frañs.

Evit poent neuze ez a ar maouezed en o-unan hag ar c’houbladoù maouezed da vroioù all Europa evit kaout un HSM. 15 bro e Europa o deus digoret an HSM d’ar c’houbladoù merc’hed ha d’ar maouezed en o-unan. Belgia, Spagn hag ar Rouantelezh-Unanet a zegemer al lodenn vrasañ eus ar maouezed o tont eus Frañs.

Met dont a ra an hiliadur da vezañ ker buan-tre (500-1000 euro evit pep ensperiadur e Belgia, da skouer, mui koust al lojeiz, an treuzdougen, an devezhioù vak hag all) ha stresus, dreist-holl evit ar re a zo o chom pell eus an harzoù, e Breizh da skouer.

Pa vo votet ul lezenn HSM evit an holl e Frañs e c’houlenn ar stourmerezed feminist e vefe restaolet ar goustoù gant ar surentez sokial tre evel m’eo graet evit ar c’houbladoù arallreviat hag e vefe tu d’ar vaouez na zoug ket ar babig d’h·e anavezout a-raok ne vije ganet. Evit poent eo ret dezhi advabañ he bugel, da lâret eo tremen dirak an noter, ar polis hag al lez-varn a-raok bezañ mamm hervez lezenn.

Geriaoueg

Skod : enjeu

Hiliadur : fécondation

Tadelour : patriarcal

Ensperiadur : insémination

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù