Atersadenn | Eiltiez en Iwerzhon : “Ar marc’had ne ra ket forzh eus ar yezhoù minorelaet”

Stourm a ra Sam Ó Fearraigh er strollad stourmerien Misneach evit ma vefe reolennet gwelloc’h al lojeiz e gaeltacht an Donegal. Hep un diviz pe ul lezenn nevez e vo minorelaet ha kollet ar yezh a-benn 10 vloaz ac’hann hervez an iwerzhoneger, skrivagner ha kelenner iwerzhonek.

E tiriad gaeltacht hanternoz Donegal emaoc’h o vevañ, pegen bras eo kudenn al lojeiz amañ ?

41 % eus al lojerisoù a zo goullo du-mañ. Ma sellit ouzh marc’had al lojeiz ha ma’z it war daft.ie (al lec’hienn bennañ en Iwerzhon evit al lojañ), n’eus ket muioc’h eget 19 ti-lojañ da feurmiñ er gontelezh a-bezh (e-kreiz miz Gwengolo). Kalz muioc’h eget kant anezho a oa kinniget war Air Bnb ha darn anezho a oa er gaeltacht ! Diaes eo d’ar re yaouank, d’ar familhoù iwerzhonek, kavout un ti ha dav eo dezho kuitaat ar gaeltacht. Padal eo bet lavaret deomp e chome 10 vloaz evit derc’hel ar yezh a-raok bezañ game over ha bezañ koll, a-raok na vo ket tu dont war-giz ken. Ma ne reomp tra diouzhtu, ma ne grouomp ket lec’hioù evit ar re yaouank bremañ ne dalvez da van ebet kaozeal diwar-benn ar politikerezh yezh ha war dazont ar yezh evit ar rummadoù da zont. Ni, evel kumuniezh, hon eus c’hoant da vleuñviñ ha da vevañ en hon tiez.

Ar feurmoù war verrdermen a greñva enkadenn al lojeiz amañ. Dav eo lakaat adarre ul lodenn anezho war ar marc’had war hirdermen, o vroudañ an dud pe gant… E gwirionez, ne ouzon ket re vat ! Dav eo deomp kavout un diskoulm a-stroll. Met en ur mod, an dud gant 3 pe 4 zi gant Airbnb, n’o deus ket ezhomm da gaout kement a diez. Unan a zlefe bezañ a-walc’h, evel-se an tri all a vefe evit familhoù, ha tud yaouank.

Diaes eo d’an iwerzhonegerien chom er vro ha war ar memes tro e weler kalzik a saoznegerien eus ar c’hêrioù bras, gant arc’hant leun o chakodoù, oc’h en em gavout evit prenañ lojeiz, tiez, ranndioù…?

Er gaeltacht, dre natur, eo chomet bev ar yezh peogwir e oa pell, gouez ha dre se, kaer. E-pad ar bandemiezh ur bern tud ne oant ket evit mont betek o chalet (e galleg) e Chamonix evit skiañ e-pad o vakañsoù, hag e-kreiz pep kreiz o deus diskoachet pegen brav e oa Donegal. Ha deuet int da vezañ c’hoantaus eus an dud amañ – hep kompren n’eus ket ospitalioù amañ hag e vank ur bern traoù all…- Neuze, kresket eo bet ar goulenn war feurmoù berrdermen. Evel am eus lavaret hon eus 10 vloaz evit saveteiñ ar yezh, ha ret eo deomp reolenniñ marc’had al lojeiz.

Ha gant se eo lakaet diaes dazont an iwerzhoneg er gaeltacht ?

E-pad pell amzer eo bet gwelet ar gaeltacht evel un tiriad geografek. Treuzet e veze un doare harz evit en em gavout en un tiriad holliwerzhonek. Met n’eo ket an dra-se an hini eo, ur gumuniezh iwerzhonegerien eo. Ha ret eo teurel evezh ouzh ar c’hempouez yezherien. Petra c’hoarvezo pa vo komzet saozneg gant 50-60 pe 70 % eus ar gumuniezh ? Evit poent emañ lezet pep tra etre galloud ar marc’had, hag ar marc’had ne ra ket forzh eus ar yezhoù minorelaet setu hon eus c’hoant lakaat hor mouezh da vezañ klevet.

Gwelet on eus disoc’hoù niveradeg diwezhañ ar boblañs e 2016, hag an dra-se en deus lakaet ac’hanomp da zihuniñ. An niver a iwerzhonegerien a zigresk e Gweedore, hag en holl gaeltacht nemet e Gaeltacht na nDéise e kontelezh Waterford. Ha c’hoazh, disoc’hoù niveradeg ar boblañs a zo savet diwar komzoù an dud. Kelenn a ran ha gellet a ran lavaret ec’h embann alies an dud int gwelloc’h eget ar pezh int e gwirionez. E gwirionez, er gaeltacht ez eus un toullad degouezhioù ha lec’hioù ma ne gomzer ket iwerzhoneg ken. Ne c’haller ket goulenn ur banne en iwerzhoneg e pep tavarn da skouer, maleüruzamant.

“Ret eo teurel evezh ouzh ar c’hempouez yezherien. Petra c’hoarvezo pa gomzo saozneg 50-60 pe 70 % eus ar gumuniezh ?”

Sam Ó Fearraigh a zo ezel eus ar strollad Misneach war aod Gaoth Dobhair
“An niver a iwerzhonegerien a ya war zigresk e Gweedore, hag en holl gaeltacht ” eme Sam Ó Fearraigh, ezel eus ar strollad Misneach, amañ war aod Gaoth Dobhair

Estreget e tiriadoù ar gaeltacht eo diaes kaout lojeiz, ur mank a lojerisoù zo hag ar re vak a zo gant prizioù spontus e Dulenn, Cork, Galway…. Enkadenn al lojeiz a sko an ohll dud en Iwerzhon, petra zo disheñvel er gaeltacht ?

Evel-just bez’ ez eus kudennoù e Dulenn hag e lec’hioù all, enkadenn al lojeiz a zo e pep lec’h en Iwerzhon ha n’eus lec’h ebet ma ne santer ket an efed anezhi. Met bevañ a reomp an dra-se en un doare disheñvel er gaeltacht. Kizidikoc’h eo c’hoazh peogwir eo rediet hon tud yaouank da vont kuit davet bed ar saozneg. An iwerzhonegerien kement hag ar saoznegerien a zo tapet fall gant enkadenn al lojeiz. Ne fell ket deomp  bountañ anezho dindan ar bus. Met dav-mat eo deomp ma vo kemeret e kont ar yezh er gaeltacht rak ma ne reomp ket diouzhtu un dra bennak ne vo ket eus ur gumuniezh yezherien ken, ne vo ket eus ur gumuniezh tud oc’h ober gant ar yezh ken, o tesevel bugale en iwerzhoneg. Hag an dra-se a seblant bezañ digomprenus da dud zo.

Kudennoù lojeiz a zo heñvel, pe damheñvel, en takadoù gouezelek all ?

Kumuniezh Galway a bled gant ar c’hraf-mañ abaoe pell. Posupl e vefe ober gwelloc’h met ur politikerezh a zo gant Kuzul kontelezh Galway da nebeutañ, ar pezh n’eus ket amañ. Gouzout a ran ez eus bet manifestadegoù bras warlene e gaeltacht Rath Cairn, e kontelezh Meath, an hini vihanañ en Iwerzhon. Raktresoù savadurioù divent a zo eno, ar pezh en defe un efed bras-direizh war kempouez ar yezhoù p’en em gavje bagadoù saoznegerien a-daol-trumm. Ar gudenn a sav bremañ e Donegal ha spi hon eus e vo kavet un diskoulm evit reiñ awen pe reiñ lañs d’ul luskad broadel. Er bloavezhioù 60’ ha 70’ hon eus bet eus ar Gluaiseacht Cearta Sibhialta na Gaeltachta, ar Gaeltacht civil right movement, ha gounezet e oa bet forzhik traoù evel Radio na Gaeltachta (ar radio publik hollouezeleg). Dav e vo mont war an hent-se ivez marteze.

Penaos e vo graet ganeoc’h evit cheñch penn d’ar vazh neuze ?

Hor pal eo kaout nerzh evit mont da welet ar C’huzul kontelezh hag a zo o sevel ar Planning permission (steuñv al lojeiz) betek 2030 er mare-mañ. C’hoant hon eus da bouezañ warnañ. Gouzout a reomp ez eus bet graet traoù e takadoù gouezelek all, evel e gaeltacht Galway evit aesaat da dud ar vro chom er vro. Du-hont, 80 % eus an aotreoù sevel tiez nevez a vez asantet d’ar familhoù gant ul live bennak en iwerzhoneg. E Donegal eus ket eus ar politikerezh-se evit poent.

Gouzout a ran ez eus bet lakaet e plas un taos meur evit kastizañ an eiltiez e norzh Kembre ivez. Laouen ken-ha-ken e oan ! Dreist-holl pa ouzer ez eus ur bern tud o tont eus Bro-Saoz ha n’emaint eno nemet e-kerzh un nebeudig mizioù eus ar bloaz. Kemend-all tre-ha-tre a c’hoarvez amañ. Daoust ma ro Iwerzhoniz un tamm talvoudegezh d’an iwerzhoneg, pe e vefent komzerien pe ne vefent ket, da nebeutañ. Un tammig muioc’h a zoujañs o deus eget na’z eus gant ar Saozon e-keñver ar c’hembraeg. Gant ma‘z aio an arc’hant rastellet evit stourm a-enep d’an «disneylandizadur». Evit doare eo an dra-mañ a glaskomp ober ivez. An touristerezh zo un dra vat ha pouezus met ne c‘heller ket leuskel anezhañ da gaout ur pouez re vras peogwir e echuo gant distruj ar pezh a zesache an dud da gentañ.

Ha harpet eo o luskad gant tud ar vro ? Int-i eo a feurm o ziez, ha sur-mat int laouen da gaout tammoù gwenneien ouzhpenn pa ouzer eo Donegal ar gontelezh paourañ en Iwerzhon…

A-raok respont d’an dra-mañ eo dav deomp brudañ gwelloc’h efedoù an tiez goullo. Ouzhpenn 40 % eus an tiez a zo goullo amañ. Met dav eo deomp gouzout da gentañ pet anezho a zo eiltiez, pet a zo tiez-hañv implijet ur wech pe ziv ar bloaz, pet a zo feurmet e-pad un dornad deizioù. Gouzout a rit, un tammig disheñvel eo da skouer m’eo un ti-hañv evit ar familh a zo eus ar vro, da skouer… Evit pep degouezh ez eus da gaout ur respont disheñvel. Gouzout a ran mat ez eus tud a bismigo ac’hanomp hag a embanno d’ar re all : « faotañ a ra dezho difenn ouzhit tennañ gounid eus an touristerezh ». Evel-just n’emaomp ket war chouk an dud o klask gounit gwenneien pa vez ken diaes ar jeu amañ ! Klask a reomp gwelet piv a sav tiez a-ratozh evit o lakaat war airbnb, ar re gant meur a di, ar re o deus tiez-hañv. N’emaomp ket war chouk tud ar vro.

“Klask a reomp gwelet piv a sav tiez a-ratozh evit o lakaat war airbnb, ar re gant meur a di, ar re o deus tiez-hañv. N’emaomp ket war chouk tud ar vro.”

Pa seller ouzh ar sifroù, ha gant se hon eus kroget, ha pa glev an dud ez eus 40% a diez goullo e komprenont e ra drouk d’ar gumuniezh. Marteze e vo gounezet un tammig nebeutoc’h a arc’hant gant ur feurm war verr amzer, met ma talvez e teuio ur c’houblad da vezañ gant bugale a gomz iwerzhoneg er c’harter, daoust ha ne dalvez ket ar boan ? Ar pezh a fell deomp eo silañ muioc’h a zemokratelezh e divizoù er c’huzul kontelezh diwar-benn al lojeiz ivez. Ma plantomp muioc’h a zemokratelezh ha ma tibab an dud neuze «ne reomp ket forzh, business da gentañ »…neuze em bo fallbriziet ma c’humuniezh din-me. Met ne c’hoarvezo ket e mod-se, ne soñj ket din. Lakaet e vo gounid ar gumuniezh gant an dud da gentañ.

Ur gudenn gizidik ha diaes eo, ne c’hoarvezo netra ma ne reomp ket an dra-se evel kumuniezh. Setu, ar bazenn gentañ eo komz gant an dud, gwelet ar pezh a zo boutin etrezomp ha sevel ur steuñv diwar an dra-mañ. Trec’h e vimp hepken ma‘z omp gouest da engouestlañ an darn vrasañ eus ar gumuniezh

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like