Manon Deniau

A-viskoazh e felle din mont da gazetennerez hag a-vicher on abaoe 2016. Kazetennerez dre skrid ha dre gomz on, intereset on kalz gant gwirioù ar merc'hed, ar stourmoù sokial hag ekolojik. Sot on gant Bro-Iwerzhon ha kazetennerez on bet eno evit ar mediaoù gall etre 2016 ha 2018.