Muioc’h-mui e tesker yezhoù a-drugarez da arloadoù a bep seurt. Un doare aes da zeskiñ frazennoù ha geriaoueg ar pemdez e yezh pe yezh eo. Hogen, arload brudet ebet ne ro tro da zeskiñ brezhoneg c’hoazh. Ne vern, gant un nebeud arloadoù all e c’haller deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg, hervez ho live yezh.
Poelladennoù
Assimil
7 kentel gentañ Asimil hag ur skouer poelladenn
Al levr milvrudet zo bet savet un arload dezhañ. Holl zanvez al levr a vo kavet war ar poellgomzerioù : ar c’hentelioù, an enrolladennoù, ar c’heriaoueg, an troidigezhioù, ar stagadennoù yezhadur, an distagadur… Graet eo an arload evit an deraouidi (live A1-A2) evit tizhout ul live emrenerezh (B2). Peadra da gavout ho lod !
Digoust eo ar seizh kentel gentañ. Evit kaout an doare klok e vo ret paeañ ar c’hentelioù avat, 49.90€.
Setu un arload digoust evit deskiñ frazennoù simpl ar pemdez. Ur wech pellgarget ar frazennoù eo selaou hag adlavarout al labour pennañ. Renket eo ar frazennoù dre zanvez : ar pep retañ, lec’hiañ en amzer, ar preti, an niveroù…
Gallout a reer labourat eus an tu galleg-brezhoneg pe dre an tu all ivez (brezhoneg-galleg). Ur wech selaouet ouzh ar frazennoù e c’halloc’h pleustriñ gant ar mod “qwiz” o lakaat ar frazennoù skrivet da glotañ gant ar pezh a glevoc’h.
Ouzhpenn poelladennoù a c’haller ober evit deskiñ ur yezh, c’hoari evit deskiñ gerioù a c’haller ober zoken !
Kwizh
Kwizh, ur c’hoari aes evit deskiñ geriaoueg
Setu un arload digoust a-feson evit an deraouidi. Aes eo pal ar c’hoari. Dav eo liammañ ar ger brezhoneg gant e droidigezh e galleg. Arabat ober ouzhpenn pemp fazi diwar 100 ger evit gallout mont d’al live a-us. Dek live zo en holl. Ur raktres ouzhpennañ mouezhioù d’an arload zo ivez.
N’emañ ar c’hoari-mañ nemet war google play evit poent.
Kej-Mesk
Kej-mesk a c’haller c’hoari digoust gant an urzhiataer ivez
Kej-Mesk zo un arload evit an dud en o aes gant ar yezh hag a fell dezho ledanaat o geriaoueg. Ar pal amañ, eo kavout an niver a c’herioù goulennet o liammañ al lizherennoù stok an eil ouzh eben. Diwallit, n’haller ket implijout ar memes lizherenn div wech hag ar gerioù a rank bezañ etre 3 hag 8 lizherenn enno. Degemeret e vez al liesterioù direizh (ki > chas), an anvioù-verb hag an anvioù-gwan-verb ivez.
Adkavout gerioù o skrivañ anezho. Setu pal ar c’hoari word tango. Gallout a reer dibab yezh an etrefas ha yezh ar c’hoari. Ur wech kavet ganeoc’h gerioù pep live e c’halloc’h klikañ war an droidigezh e fin al live. Da ziwall zo, gerioù drol a gaver a-wechoù met posupl eo renabliñ ha kas anezho d’an diorroerien evit ma vint kemmet.
Ma n’eo ket bet kavet ho kwalc’h ganeoc’h e c’halloc’h krouiñ ho tafar evit deskiñ brezhoneg.
Anki
Gallout a rit sevel fichennoù yezh ha poelladennoù e doare flashcards a-drugarez da Anki. Gerioù a c’haller liammañ ouzh skeudennoù, kartennoù, Ur pakad kartennoù zo bet savet dija hag a zo da bellgargañ.
Ur bern arloadoù sevel kartennoù flashcards all a gaver ivez.
Educandy
Ur boelladenn, meur a zoare da c’hoari
Aes-tre eo sevel c’hoarioù a-drugarez da educandy gant ma vo ganeoc’h un tamm anaoudegezh eus ar saozneg. Goude bezañ krouet un danvez labour e c’haller c’hoari e meur a zoare ar memes danvez da c’houde : memory, gerioù-kroaz, liammañ gerioù, an den krouget, gerioù-mesket… Pep c’hoari a vez roet ur c’hod dezhañ a implijer evit c’hoari hag a c’haller rannañ gant tud all da c’houde. Diwallit, ne zegemer ket an holl c’hoarioù al lizherenn “C’H”. Evit an “Ñ”, an “Ù” hag ar varrennig-stagañ e vez ret pouezañ war lizherennoù kinniget en traoñ. Aesoc’h e vo krouiñ ar c’hoarioù war an urzhiataer da gentañ met ur wech tapet ar c’hodoù ganeoc’h e c’halloc’h c’hoari war android hag iphone.
Duolingo
Marteze e vo kavet deiz-pe-zeiz, ar brezhoneg e-touez roll yezhoù an arload hollvrudet-mañ. Goulenn treiñ an arload a c’hall bezañ graet atav.