E Plouvorn e vez saotret ar stêr gant 80.000 pemoc’h

Ken paot eo ar c’hrevier-moc’h divent eno, ma‘z eo deuet kumun Plouvorn e Bro-Leon da vezañ un arouez eus an desaverezh askoridik. Deomp da-heul un enklask en ul lec’h eus Breizh ma n’hell mann ebet tremen hebiou d’ar moc’h. Nag an ti-kêr, nag ar c’hleub mell-droad, nag an dour, na kennebeut all an aer.

  • Plouvorn, e Bro-Leon, Penn-ar-Bed eo kêr-benn ar moc’h industriel e Frañs. 80 % eus an desaverezh eno a ya d’e ober staliadurioù rummet evit an endro (SREE), da lavaret eo ez eus ouzhpenn 2000 loen e pep hini anezho.

  • Ar gumun ar muiañ saotret gant an amoniak e Breizh ez eo ivez. An amoniak zo ur gaz a sav en aer e stumm partikulennoù moan hag a zo pennabeg d’un niver bras a dud mervel bep bloaz e Frañs. Kalite an dour n’eo ket gwelloc’h ; ken saotret eo an Horn m’eo serr al lec’h pakañ dour abaoe 2007.

 
  • War ar pemdez e sant an annezidi pouez an desaverezh moc’h : difennet eo dezho kouronkañ ha gwask a vez lakaet war an dilennidi. Ur seurt  « omerta » a vez ingal… ar moc’h en em sil e pep lec’h, eus banniel harperien ar skipailh melldroad lec’hel, al Léon’s Pig, betek an ti-kêr. 

Plouvorn n’eo ket bet sachet ar gaoz warni c’hoazh. Ha koulskoude, « kumun ar 100.000 pemoc’h », a ya maout an desaverezh askoridik ganti. E-kreiz maezioù Bro-Leon, dre an hentoù don a gas d’ar bourk, e kas ar c’hirri-samm kantadoù a voc’h d’al lazhti bemdez, a-hed ar parkadoù adlodennet enno kaol-fleur hag avaloù-douar. 

Er gumun vihan-se enni 2.900 a annezidi, ez eus tost da 80.000 porc’hell a-drenv mogerioù teñval ar 17 atant desevel ezdouar. 25 gwech muioc’h a voc’h eget a annezidi, pa sav keidenn Breizh da 5 porc’hell dre annezad. Eus Penn-ar-Bed e teu tost an hanter eus ar moc’h savet gant doareoù industriel e Frañs. Betek re eo bet kaset ar mont en-dro-se e Plouvorn. « Amañ, e saver moc’h buan ha marc’hadmat a vez kaset goude war ar c’hae », a zipleg deomp e berrgomzoù Alain*, un desaver eus ar vro.

Goude an hent produadurour tapet e fin ar bloavezhioù 1960 hag e kreiz ar bloavezhioù 1970, e oa cheñchet an dremmwel penn-da-benn. Eus an tiez-feurm bihan niverus war an tiriad, n’eus ken nemet un nebeut re ken. E Bro-Leon, frankizour ha mirour war an dro, e oa bet ganet marc’h-blein al labour-douar, Alexis Gourvennec, ez eo erru dreistvuzul an traoù.
Goude an hent produadurour tapet e fin ar bloavezhioù 1960 hag e-kreiz ar bloavezhioù 1970, eo bet cheñchet an dremmwel penn-da-benn. Eus an tiez-feurm bihan niverus war an tiriad, n’eus chomet nemet un nebeud re anezho ken. E Bro-Leon, frankizour ha mirour war un dro, ma oa bet ganet marc’h-blein al labour-douar, Alexis Gourvenneg, ez eo aet an traoù dreist ar muzul.

Diwar an 20 kraou-moc’h brasañ e Frañs ez eus tri e Plouvorn, hervez roadennnoù ministrerezh an treuzkemm ekologel embannet gant Greenpeace e miz Mae. Un danevell a c’houlenn e vefe lakaet goursez war ar sevel atantoù renket risklus evit an endro – da lâret eo atantoù enno ouzhpenn 2000 pemoc’h dre dakadoù moc’h. E Plouvorn e sav da 80 % an atantoù gant sifroù e-touez ar re vrasañ. Ha kenderc’hel a ra ar bec’h evit brasaat pelloc’h c’hoazh.

13 poull-neuial olimpek a zilaoskadennoù loened

Bep bloaz, pe dost, e vez kaset goulennoù astenn an tiez-feurm da servijoù ar Stad. 1.742 plas ouzhpenn a c’houlenn an eil e 2016 , 3.040 goulennet gant egile ar bloaz da heul. Ar raktres diwezhañ a oa bet kaset e 2020 gant ar gevredigezh Calarnou.  Kraou-moc’h François Palud, maer bet Plouvorn, zo bet gwerzhet d’unan eus e implijidi pa oa aet war e leve e 2015. Miret en doa lodennoù en embregerezh. Ar pal : kaout 14.000 plas nevez evit lakaat moc’h da lartaat.

An ensav war an endro en deus roet un ali a-enep evit ar raktres astenn Calarnou pa n’eus ket « oberezhioù azas na trawalc’h anezho evit bezañ sur e vo mestroni an dilerc’hioù war an endro ».
An ensavadur war an endro en deus roet un ali a-enep da raktres astenn Calarnou pa n’eus ket « a-walc’h a obererezhioù azas evit bezañ sur e vo mestroniet an dilerc’hioù war an endro ».

Ma’z afe ar raktres-mañ da wir e teufe da vezañ eil brasañ kraoù-moc’h Frañs gant 20.000 “loen kevatal” hag ur produadur a 45.600 pemoc’h kig ar bloaz. Nebeut goude an SA Kerjean, e kumun Taole, tost alese.

Un ali embannet gant Kefridiezh Rannvro Pennadurezh an Endro (KRPE pe MRAE) e miz Kerzu 2020 a zeskriv n’eus tamm muzul ebet gant ar raktres. 33.000 m3 hañvouez a vefe produet bep bloaz, ar pezh zo kement a  13 poull-neuial olimpek leun a zilaoskadennoù bep bloaz. Gouestlañ a ra an desaver treuzfeurmiñ 98 % anezho e rotel evit e gas « er-maez eus Breizh » gant ar gevelouri Evel’Up. Chom a rafe c’hoazh 1800 litrad hañvouez da skuilhañ war douaroù ar c’horn-bro. Ouzhpenn ar gont a azot ez eus enno koulskoude.

Betek-henn n’eus ket bet aotre ebet c’hoazh eme prefeti Penn-ar-Bed. An teuliad – studiet gant Pennadurezh an Endro – a oa bet lakaet a-gostez, met un eil emeur o sevel eme unan er prefeti. Ur goulenn aotre-sevel evit an astenn-se a oa bet lezet en ti-kêr e diskar-amzer 2021. Nac’het e voe gant Gilbert Mioseg, maer Plouvorn, e oa bet savet ar goulenn aotre-se en desped d’ar posteloù bet eskemmet ha bet gwelet gant Mediapart ha Splann !. An desaver n’en deus ket respontet d’hor goulennoù.

Ar pezh a goust an desaverezh askoridik d’an endro

Plouvorn eo kampion ar moc’h industriel e Frañs, met diouzh an tu all ez eo un drouziwezh evit an endro. An darn vrasañ eus ar merkerioù evit an endro zo fall-put. An amoniak en o zouez. Ar gaz-se hag a vez dilaosket gant ar moc’h a sav en aer e stumm partikulennoù moan, hag ar re-mañ eo an eil abeg marventez a c’hellfed tremen hebiou dezhañ er vro. (Liamm davet an enklask diwar-benn an Amoniak)

Mont a ra ar plas kentañ gant Plouvorn er renabl savet gant ar c’henstroll Breizh a-enep an atantoù-uzin1, ma kaver ar c’humunioù o tileuskel ar muiañ eus ar gaz-se gant 178 tonenn ar bloaz, hervez roadennoù Air Breizh, Arsellva kalite an aer. En takad 20 km tro-dro e kaver peder c’humun e-touez an 10 ma vez an uhelañ an dilaoskadennoù amoniak.

Ne seblant ket Gilbert Mioseg, maer hag implijad bet ur gevelouri-moc’h bezañ nec’het gant ar roadennoù-se. « Ret eo paouez da lavaret mont a-enep, kalz strivoù zo bet war an teknikoù, gwalc’hiñ an aer a ro an dro da zigreskiñ un dregantad bras a amoniak. N’eo ket ar gudenn vrasañ.», emezañ.

Ur riskl war an diouer a zour mat da evañ

Ha ne vefe ket an dour ar gudenn vrasañ ? Abaoe 2007 eo serret añchañ dour ar stêr Horn er gumun abalamour d’ar saotradur. Koulskoude eo an dour un danvez hollret. Abaoe m’eo serret al lec’h añchañ e vez tennet dour eus ur wazh, gwazh Koatoulzac’h he deus bec’h o pourveziñ dour a-walc’h rak re izel eo live an dour enni. « Ezhomm a vo muioc’h-mui eus an Horn. Gant ar sec’hor ingaloc’h, ez eo un danvez ret », a c’heller lenn e renta-kont diwezhañ emvod-meur sindikad kemmesk an Horn. 

Brav e oa ar stêr e Plouvorn ha distrujet eo bet penn-da-benn », eme ur pesketour eus eno, hep reiñ e anv , gellet en doa tennañ poltredoù eus an darvoudoù. « N’eus den ebet ken a besketa. A-raok e oa dreist, eoged a oa, dluzhed a oa, sili,… hiziv n’eus ket ken koulz lavaret. Santout a reer eo erru fin. "
Brav e oa ar stêr e Plouvorn ha distrujet eo bet penn-da-benn », eme ur pesketour eus eno, hep reiñ e anv. Gellet en doa tennañ poltredoù eus an darvoudoù. « N’eus den ebet ken a besketa. A-raok e oa dreist, eoged a oa, dluzhed, sili,… hiziv n’eus ket ken koulz lavaret. Santout a reer emaomp degouezhet e fin an abadenn. “

Hervez roadennoù Arsellva an endro e Breizh, ez eus er stêr – ouzhpenn ar c’hementadoù uhel a ziastuzerien hag a fosfor – kementadoù nitrat re uhel c’hoazh. Gant e-tro 60 mg dre litr, n’eo ket mat da evañ. Nitrat deuet diwar ar skuilhadegoù hañvouez produet gant ar moc’h hag a c’heller kavout war-eeun en natur pa vez skuilhet dre wallzarvoud.

« An obererezhioù lakaet e pleustr war an tiriad o deus degaset un digresk bras war al live nitrat en dour », eme sindikad kemmesk an Horn, merour an dour evadus er vro. Ha just a-walc’h, war dourioù gorre an Horn n’eo ket pell da vezañ bet daouhanteret ar c’hementad nitrat. Met gallout a rafe bezañ pell gwelloc’h c’hoazh. E fin ar bloavezhioù 1990, e oa ouzhpenn 100mg dre litr, an uhelañ eus an diazadoù doureier bezhin glas..

Gant ar pal pal kaout dour evadus e Plouvorn en deus an aozadur lakaet e pleustr meur a brogramm evit lakaat al labour-douar da emdreiñ, evel nevez zo, gant ar Paeamant evit Servijout an Endro a vez roet d’al labourerien-douar a ra evel zo dleet. 39 diwar an 70 atant en diazad doureier o deus kemeret perzh, – ar pezh a ya d’ober 40 % eus an douaroù.

Guy Penneg, prezidant bodad lec’hel dour SAGE Léon-Trégor zo e-kreiz an teuliad. Pouezañ a ra « un intrudu kreñv gant lusk da vat ». Evit cheñch doareoù ober takadoù labour-douar zo e-giz ar re gant al legumaj pe gant ar saout ez a mat met evit an desaverezh ezdouar « ez eo luzietoc’h. N’hon eus seurt, dibourvez omp e-tal d’an agrobusisness .» 

"Guy Pennec zo maer Plourin-Montroulez ivez, e-unan e lavar bezañ un « den diplomat, rak ar goulennoù a denn d’an dour a c’hell kas bec’h »."
“Guy Penneg zo maer Plourin-Montroulez ivez. E-unan e lavar bezañ un « den diplomat, rak ar goulennoù a denn d’an dour a c’hell degas bec’h».”

Difennet eo kouronkañ

Pesketaerezh, dour evadus… ha kouronkañ. Dilerc’hioù an desaverezh askoridik eo eeunoc’h gwelet anezho. Kavet e vezont war dachenn-dour Lannorgand, e-lec’h ma‘z a tud Plouvorn da gouronkañ ha da bourmen. An dachenn dour a vez kaset dour dezhañ gant an Argant, ur wazh o vont en Horn da c’houde. Hedañ a ra douaroù a vez skuilhet teilh ha hañvouez warno gant meur a atant, en o zouez hini Kalarnou. « Al lec’h-se zo brudet evit bezañ ul lec’h m’en em adkav an dud , an annezidi a gav eo “laouenek”, “plijus”, “degemerus” ha “brav-meurbet” al lec’h. An takad naturel publik nemetañ eo e Plouvorn », a zisleg deomp an enklaskerez Mallorie Boderioù en he c’hounskrid embannet war an danvez e 2017.

Serret e oa bet an dachenn-dour e-pad 46 devezh warlene abalamour ma oa ur sianobakterienn oc’h en em strewiñ enni, ha dañjerus e oa evit ar yec’hed. Glas e oa liv an dour. Difennet e oa bet d’an dud neuial ar bloavezhioù a-raok, rak unan eus al lec’hioù saotret ar muiañ gant sianobakteri e Breizh e oa hervez roadennoù an ARS.


Ul liesadur liammet dre vras gant tri faktor : dour-sac’h, tommder ha bezañs boued – e-giz an nitratoù pe ar fosfatoù.
«Sianobakteri a gaver en holl dachennoù-dour, n’eo ket liammet dre ret gant al labour-douar, un hollad eo », eme maer Plouvorn en ur bouezañ. Met en dour-se e kaver ivez roudoù all liammet ouzh desaverezh, en o-zouez « streptokok kaoc’haj » pe re an « escherichia coli » – sinoù eo bet saotret gant kaoc’h – ha kementadoù nec’hus e mareoù zo eus ar bloaz. 

Hervez doare e vo boulc’het ur studiadenn evit kavout diskoulmoù all evel, d askouer, lakaat un takad skurzer etre an Horn hag ar poull-dour kuit ma n’en em strewfe bete re ar saotradur en takad kouronkañ.

Légende : "« Un dachenn dour bet savet er bloavezhioù 70 eo. Hiziv, ne vo ket graet ul lec’h kouronkañ amañ, gant dour o tont eus ur stêr o treuziñ un takad labourerezh-douar askoridik, ret e vefe serriñ al lec’h, ha war an daol emañ ar c’hinnig-mañ" eme unan tost d’an doser kizidik ken ez eo er gumun. " ***
« Un dachenn dour bet savet er bloavezhioù 70 eo. Hiziv, ne vo ket graet ul lec’h kouronkañ amañ, gant dour o tont eus ur stêr a dreuz un takad labourerezh-douar askoridik. Ret serriñ al lec’h ha war an daol emañ ar c’hinnig-mañ” eme unan tost d’an teuliad kizidik-se ken ez eo er gumun. “

Ledan al levezon

Evit ul lodenn eus an dud o chom er gumun, ez eo pounner an aergelc’h « omerta zo, evel ma c’hell bezañ e lec’h all war ar maez e Breizh». Kontañ a ra Claude* o chom e Plouvorn abaoe ur 20 vloaz bennak :« Amañ ez eo iskis an doare da ober an demokratelezh. Pa gaoze unan e vez aon da c’houde, daoust ha petra a vo. Burutellat eo bet diskaret ur c’hleuz pe abegiñ en un diviz gant ar c’huzul ti-kêr a vez graet gant aon bras ».

L'avant-garde de Plouvorn, skipailh melldroad ar gumun zo un elfenn a-bouez eus liammoù sokial ar gumun. Ar c’hleub, er 6 vet rummad, en doa graet meur a daol souezh e kib Frañs. « Ur gumun vihan erru ken uhel zo un direizhder » eme un harper.

E bed ar politikerezh e seblant bezañ un anadenn levezon hentad ar moc’h. Ar maer a-vremañ, Gilbert Mioseg, zo un implijad bet da Prestor (deuet da vezañ Evel Up goude). Kemeret en doa lec’h François Palut e 2020, merour bet desaverien Kalarnou, ar c’hraou-moc’h divent hon eus komzet diwar e benn a-raok er pennad, prezidant Kevredigezh evit derc’hel an desaverezh e Breizh2, prezidant bet ar gevelouri voc’h LT, (fontet evit dont da vezañ Evel Up) ha pennlusker emsav ar bonedoù ruz e 2013. Savet e oa bet goulennoù outañ gant Splann ! Pouezañ a ra an desaver war e leve war an ezhomm da gaout atantoù bras « evit ma vo kletoc’h evit an desaver hag ivez peogwir eo ret mat boueta ar bed »

Araozañ e oa Jacques de Menou e penn an ti-kêr ha kement-se e-pad 42 vloaz. Ur politikour brudet eus an tu-dehou (RPR) e Penn-ar-Bed, senedour bet ha prezidant un embregerezh yêr, keneil e oa gant Alexis Gourvenneg. Ar marc’h-blein sindikad labour-douar breton, tapet brud gantañ dre e oberioù feulz hag e zoare frankizour da sellet ouzh al labour-douar.

Digresket eo an niver a dud a labour e gennad ar moc’h er gumun. Tremenet eo eus 27 da 17 % etre 2008 ha 2019. Kement-se lavaret, chom a ra ar moc’h ur skeudenn bouezus. War an dachenn velldroad paneveken. Harperien skipailh Plouvorn (Avant Garde de Plouvorn), da skouer,  a ziskouez ur banniel warnañ ur penn pemoc’h uhel gant ur sigar en e veg, pe gant ur re lunedoù-heol war beg e fri. Bodet e Kevredigezh Desaverien Moc’h Plouvorn, Apporc>1, kemer a ra perzh an desaverien e meur a dachenn eus buhez ar gumun. « Sikour a reont ar c’hevredigezhioù lec’hel, profet e vez <mailhurennoù d’ar vugale pe pemoc’h rostet, hag e vez kinniget gwelladenniñ an tiez-feurm. Sichant eo met setu ivez un doare da vezañ sur e vefe asantet d’al labour kaset da benn ganto », eme un den o chom e Plouvorn. Ur priz kehentiñ zo bet roet d’an Apporc e 2012.

Diaes cheñch penn d’ar vazh

Darbet e oa bet kaout reuz e-barzh red buhez politikel Plouvorn e 2020. Evit ar wech kentañ e oa bet un eil listenn oc’h en em ginnig evit an dilennadoù ti-kêr. Kaset gant Philippe Bras, prezidant ar gevredigezh pesketa lec’hel, a stourm a-enep d’ar saotradur deuet diwar al labour-douar. Aet e oa 44 % ar mouezioù eztaolet gantañ. Berzh o deus graet en desped d’an aergelc’h tenn. Seizh gwech eo bet douget klemm d’an nebeutañ gant dilennidi an tu enep en tri bloaz tremenet, abalamour d’al lizheroù dizanv ha d’ar goudrouzioù a varv. Lod eus ar c’hlemmoù zo bet klozet hep mui, enklask zo c’hoazh evit lod all. « War evezh e vezan dalc’hmat », a lavar deomp unan eus ar re o deus douget klemm. Taget eo bet dilennidi zo eus an tu enep gant posteloù kaset d’o zi. Setu ar pezh zo bet diskoachet e-pad emvod kuzul-kêr 2021.

Met n’eo ket echu an afer gant an istor-se. Taget ez eus bet dilennidi all hag ur plac’h sacherez-evezh e 2022 ha 2023. E miz Du he doa skrivet ur postel d’ar prokulor o venegiñ he doa « aon bemdez ». E-touez ar c’hlemmoù bet douget gant an dud ha lennet gant Splann ! ha Mediapart e c’haller lenn ez eus bet cheu gant ur penn bras eus FDSEA Penn-ar-Bed, betek mont da embann gourdrouzioù da lazhañ unan bennak evel eo bet graet gant ul labourer-douar war e-leve e lec’hioù publik.

Kavout abeg er patrom labour-douar a chom start. Evit an dilennidi kenkoulz hag evit ar gazetennerien. D’ar 24 a viz Mae, Unaniezh ar c’henstrolloù produerien kig e Breizh2, aozadur galloudus mar bez, he deus kaset ul lizher galv da ziwall e izili. « Goude bezañ komzet gant Michel Bloc’h ha Jacques Crolais  [prezidant ha rener an aozadur], e fell deomp reiñ deoc’h da c’houzout emañ kazetennerien-stourmer o klask mont e darempred gant un toullad eus pennoù an hentad evit an deizioù ha gant desaverien gant ar soñj sevel pennadoù a-enep ar vicher eme an hini e penn ar c’hehentiñ. Pediñ a ran ac’hanoc’h da gelaouiñ tud ar c’huzul-merañ, desaverien all kuit na vefent paket berr » da glozañ. Gant gerioù all : tevel er parkeier.

1 Associaton des éleveurs de porc de Plouvorn

2 Union des groupements de producteurs de viande de Bretagne pe UGPVB

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like