Emplantennoù Essure [1/3]. Breizhadezed o vountañ war pennoù-bras ar yec’hed

Hogozik 200.000 maouez o doa resevet emplantennoù Essure e Frañs etre 2002 ha 2017. Kinniget e oant bet e-giz dazont an hilastalerezh peurbad. Gwerzhet e oant bet da gentañ gant an embregerezh stadunanat Conceptus, a-raok bezañ adprenet e 2013 gant ar ramz alaman Bayer. An teknik-mañ evit dont da vezañ gaonac’h a zo bet an hini implijetañ e Frañs adalek 2009, hervez sifroù Renerezh hollek ar Yec’hed (Direction Générale de la Santé pe DGS). Met tamm-ha-tamm ez eus savet mouezhioù maouezed a-enep d'an emplantennoù-se abalamour d'o efedoù negativel. Ranket ez eus bet tennañ o mammog pe korzennoù ar vammog digant 30.000 maouez bennak e Frañs zoken, pa‘z eo an doare nemetañ da lemel an emplantennoù kuit. Klañv, nammet, diskaret o buhez... gouzañvadezed an emplantennoù Essure a gas o enklaskoù da benn hiziv evit kaout respontoù, rak nac'hañ a ra Bayer e vefe sioù gant ar produ. E Breizh ez eo aet div vaouez betek hejañ ar pennadurezhioù yec’hed. Setu lodenn gentañ enklask nevez Splann.

Isabelle Ellis zo 54 bloaz hag e Sant-Brieg emañ o chom. Klañvdiourez e oa a-raok mont da yac’hadourez1 evit ar vugale. Pa oa o klask un doare hilastaliñ2 dizistro e oa bet lakaet un Essure dezhi d’an 21 a viz Eost 2008 : div emplantenn vihan savet diwar ur meskaj metaloù silet e korzennoù ar vammog. Hag hida gaout bec’h gant he skevent hgoude un nebeud mizioù. A-greiz-holl ez eo aet he yec’hed war fallaat : pneumoniezh, diaezamantoù anaoudel3, koll nerzh muioc’h-muiañ a rae, betek kouezhañ, kaout poan kigennoù o deus rediet anezhi da vont gant ur gador-ruilh.

Kadarn eo Isabelle, « Essure en deus kemeret 10 vloaz eus ma buhez diganin, euzhus e oa. Santout a raen e oa korf ur plac’h kozh ganin. Poan a rae din e pep lec’h ha n’hellen na sevel na bale. Ma gwaz eo a gase ac’hanon d’ar privezioù », a gont deomp, eus he c’habined yac’hadourez e Langaeg (Langeux). Ur prantad gouzañv kriz a zo aet war washaat a-feur ma’z ae a guzulva da guzulva evit klask kaout un diagnostik mezegel. Ur prantad gouzañv eus ar re gwashañ, ha gwashoc’h c’hoazh pa veze o kantren da glask kompren petra a choarveze ganti. Rak d’ar c’houlz ne gomprene ket eus pelec’h e teue he foanioù. En desped d’un toullad amprouennoù mezegel, ne oa bet kavet tamm displegadenn ebet. Ne soñje ket dezhi e c’hall bezañ liammet gant hec’h emplantenn d’ar poent-se « Tamm-ha-tamm en em santen o vont. Oc’h en em lazhañ e oa ma c’horf ha kroget e oan da ober ar peadra betegoût ne zihunfen ket ken an deiz war-lerc’h. »

Mont en-dro en emplant Essure
Mont en-dro en emplant Essure

Ouzhpenn 30.000 maouez o deus ranket kaout an dizober eus Essure

Lakaet e oa diaes war gement tachenn eus he buhez. Hag hi, dre zegouezh da gavout war ar Genrouedad testenioù maouezed all gant ar memes emplantennoù Essure. Anavezout a ra mat aze ar pezh a zezrevellont. Goude bezañ graet enklaskoù eus he zu hag a-enep da alioù mezeien zo e c’houlenn neuze ma vefe tennet an emplantenn kuit e 2016. Pa ne oa ket bet soñjet an emplantenn evit gallout bezañ lamet kuit e tleer tennañ korzenn ar vammog pe ar vammog a-bezh zoken. Tost diouzhtu e voe santet an efed eme Isabelle. « Tennañ a rae d’ur burzhud », a gont-hi. « Dindan un nebeud mizioù e c’hellen kerzhet en-dro, aet e oa ar boan diwar wel ».

Goude prantad ar pareañ e teu hini ar stourm. Isabelle he deus lakaet da bal dezhi hec’h-unan kas da benn ar stourm gant ar merc’hed all. Deuet eo da vezañ emskiantek eus pegen bras e oa an afer : ouzhpenn 200.000 maouez e Frañs o deus un emplantenn Essure ha n’eus bet den o lavarout dezho e oa ur riskl bennak gant an emplantadur. Lod, e-giz Isabelle, o deus bevet ur verzherinti. Sophie, 57 vloaz, o chom e kumun an Arvor (56) he deus gouzañvet poan-benn spontus ha n’helle ket emvirout da droazhañ, ha se ac’h erruas adalek ma voe lakaet emplantenn Essure dezhi. Alese e voe lakaet un neuro-frealzerezh a-benn reoliañ he c’hoant troazhañ, ar pezh en deus gwshaet he stad a-benn ar fin.

Pe c’hoazh Nathalie, 44 bloaz, o chom e Marc’helleg-Raoul (Marcillé-Raoul) (35), gwelet he deus he c’horf o koshaat prim dindan un nebeud mizioù, gant drouk-benn, hemorragiezh kreñv ha skuizhder ingal betek mirout outi a c’hallout ober war-dro he bugale vihan.

Nathalie Beaucher he deus gouzañvet un hir a gantreadenn vezegel a-raok na vefe graet al liamm gant an emplantennoù.
Gwirioù : Guy Pichard.

Gouzañvet o doa taolioù feulster benel war meur a live, lod zo en em rentet kont e oa erru o emplantenn er vammog, pe c’hoazh toullet ar c’horzennoù anezhi. Dezho da adkavout ur seblant buhez « normal » ez eus bet ranket tennañ o mammog da dost da 30.000 maouez e Frañs betek-henn4.

Tennañ an emplantenn n’eo ket fin ar verzherinti dre ret. Hep teknik tennañ ha keitaat da gentañ, ez eo bet spontus « an distruj », eme kevredigezhioù gouzañvadezed. Surjianed zo o defe aesaeet tennañ an emplantenn o sachañ warni ha torret anezhi. Lod-all a oberatae hep gwiriekaat pelec’h e oa en em gavet an emplantenn.

An darn vrasañ ar maouezed o deus gwelet o yec’hed o wellaat goude lamidigezh an emplantenn. Met betek-henn n’eus enklaskerezh ebet o tiskouez al liamm etre an emplantennoù hag o azonoù, ar pezh a vir outo da vont betek al lezioù-barn ha goulenn justis.

CHU Brest. Gwirioù : Guy Pichard.

« Tchernobyl zo e-barzh ho kof »

Anat eo evit Isabelle ez eo ret lakaat al liamm-se war wel. Savet he deus he c’hevredigezh vrezhon dezhi, Alerte Contraception, e 2018. Plac’h Sant Brieg a wel neuze e-pad meur a vloaz penaos e vez lañset, goustadik-goustadik, mekanik ar Stad tal-ouzh-tal gant ar c’hemennoù diwall niverusoc’h-niverusañ. Ur bodad heuliañ a oa bet savet n 2017 (sellet ouzh al lodenn 1 ha 2), unan all e 2020, hag a-benn ar fin ez eo un enklask broadel a zlefe kregiñ a-raok fin ar bloaz 2022, da lavaret eo 20 vloaz goude ma oa bet lakaet an emplantennoù war ar marc’had.

E-keit-se he deus dibabet Isabelle hag he c’hevredigezh kenderc’hel gant klask pistriusded an emplantenn hag an efedoù a c’hellfe kaout ar metaloù pounner zo enni war korf ar merc’hed. Graet he deus anaouedegezh gant Sidonie Révillon, enklaskerez e Brest, geokimiourez, arbennik war an heuliañ izotopek (teknik a ro tro da dermeniñ orin an danvezioù), enklaskerez stag ouzh al labourva GEO-OCEAN (Sko-veur Brest, CNRS, IFREMER) hag ouzh an IUEM (Institut Universitaire Européen de la Mer) ha hi e penn an embregerezh Sedisor ivez. Ober a ray an dielfennadennoù kentañ a-youl vat diwar hec’h intrudu dezhi hec’h-unan, adalek 2018, adalek korzennoù ur vaouez a oa bet mat dezhi reiñ anezho d’un doare kuzhut. Ar pal : termeniñ « ADN » ar metaloù a ya da sevel an emplantenn ha gouzout hag en em ledañ a reont a-strew er c’horf.

Sidonie Révillon, e Brest, a glask gouzout ha pistrius e oa an emplant Essure.
Gwirioù : Guy Pichard.

Deuet eo a-benn an div vreizhadez da ziskouez o amprouennoù savet diwar danvez korfoù a-stok d’an emplantennoù Essure d’un toksikologour en deus lavaret dezho kerkent : «Tchernobyl zo e-barzh ho kof ». « Klañv e oa ar maouezed-mañ », a zispleg an enklaskerez. « Goude ma oa bet tennet an emplantenn e oa aet o stad war wellaat evit an holl anezho. Kiriegezh an emplantadur n’hell ket bezañ sklaeroc’h. », emezi c’hoazh. An disoc’hoù-se a a laka anat ez eus ul liamm etre strewadur ar metaloù e korf ar merc’hed hag o azonoù9, kinniget d’an ANSM (Ajañs vroadel evit surentez al louzeier ha produioù ar yec’hed) evit ar wech kentañ e miz Genver, ha diwezhatoc’h e miz Here 2019. « Ne oant ket engortoz tamm ebet, an emvod kentañ a oa bet dre guzh koulz lavaret… Deuet e oamp tre dre un nor a-dreñv, hep roud ebet eus hor gweladenn er marilh… », he deus soñj Isabelle. Gant Sidonie, e c’houlenno e vefe lañset un enklask broadel o vont donoc’h el labour bet boulc’het ganto. Gonezet o deus, mat eo d’ar vinistrerezh a embann bremañ e oa hemañ un emgav boutin.

Dizemglev etre ministrerezh ar Yec’hed hag an ANSM

Met, un nebeud mizioù diwezhatoc’h, pa resev Isabelle ha Sidonie ar protokol bet savet gant ar ginekologour Lyon Gauthier Chêne, fiziet ennañ gant Ministrerezh ar Yec’hed, e chomont sabatuet. Ar Vrestadez zo bet lakaet a-gostez eus an enklask, ar studiadenn a laka ouzhpenn meur a c’hinekologour brudet evit bezañ a-du gant Essure (sellout ouzh eil lodenn an enlask) hag a dec’h an dud tapet gant Essure diouto kousto pe gousto. Meneg ebet koulz lavaret eus ar metaloù pounner6. « Bountet o deus ac’hanomp er-maez eus ar studiadenn penn-da-benn, a gont Sidonie. Betek ar c’hevredigezhioù gouzañvezerezed a zo bet lezet er-maez eus ar protokol. » Aet e oa Splann ! e darempred gant Gauthier Chêne ha hennezh n’eus ket fellet dezhañ respont d’hor c’houlennoù.

Disoc’h : un enklask na zere ket d’ar maouezed tizhet gant ar gudenn-mañ, unan a badfe 15 vloaz ! Keidenn oad ar maouezed gant un emplantenn a vez peurliesañ dreist da 55 bloaz hiziv, ar re goshañ a c’hellfe neuze kaout anaoudegezh o nammoù ez-ofisiel (ha kaout un digoll zoken) pa vint ouzhpenn 70 vloaz ! « Piv a c’hell krediñ ez eo a-benn 15 vloaz, pa zeuio er-maez disoc’hoù ar studiadenn-se, e talvezo ar boan c’hoazh? », eme prezidantez ar gevredigezh vreton gant fulor. « N’eo ket a-benn 15 vloaz ac’hann e vo ret kinnig un dra bennak, bremañ an hini eo ! ». Erru fulor enne, ar c’hevredigezhioù Alerte Contraception ha Victimes DMI o deus kaset ul lizher da vinistrerezh ar Yec’hed d’ar 15 a viz C’hwevrer 2022. Alese e oa bet un emvod gante evit « eskemm war ar poentoù dizemglev ».

E-keit-se, a-drugarez da anaoudegezhioù bed ar vedisinerezh he deus kaset Isabelle ur gemennadenn brevez da gChristelle Ratignier ivez, anezhi renerez an ANSM. Honnezh he deus kinniget dezhi un emvod kuzhut, en eil gant eben. Stadañ a ra Isabelle eo nebeut anavezet an teuliad gant ar renerez, met kadarnaat a ra eo savet a-du gant he ali o lavaret n’eo ket kempoell ar studiadenn kinniget gant ar vinistrerezh. N’eus ket fellet da gChristelle Ratignier respont da Splann !.

Enklaskourien an Ifremer, e Brest, a studi korzenn uterus Isabelle. Gwirioù : Stefan Lalonde

E Pariz, d’an 20 a viz Mae 2022, pa oa Sidonie hag Isabelle war-nes kinnig o arguzennoù dirak dileuriadur ar vinistrerezh eo deuet Christelle Ratignier en emvod a gont Isabelle deomp. « Sklaer e ooa n’he doa ket prevenet e teufe emezi. Souezkus-tre e oa, ken o doa bet ezhomm ar berzhidi a 10 munutenn distan a-raok gallout kregiñ gant an emvod da c’houde. » Prezidantez Alerte Contraception he deus kroget da ober tro an daol evit gwelet pegen desket e oant war an danvez, ha ne anavezent ket kalz traoù… », emezi dipitet.

Sidonie he deus kinniget un astenn d’an enklask war ar metaloù pounner, diazezet war an disoc’hoù kentañ bet diwar he dielfennadennoù. « Hep kemer lec’h ar studiadennoù klinikel kennebeut », an enklaskerez a soñj dezhi eo holl bouezus an enklaskoù war ar metaloù evit dont a-benn da adkavout ar c’hudennoù liammet gant an emplantennoù. « Christelle Ratignier a oa bet entanet kerkent gant ar raktres, biologourez eo-hi ivez !, eme Isabelle. « Goulennet he doa e vefe daleet an enklask broadel kuit da arc’hantaouiñ un dra ha tremen hebiou d’ar pep retañ. An dud all o doa kemeret perzh en emvod ne felle ket dezho kement-se met rediet int bet da asantiñ. » Studiadenn Sidonie Révillon, diouzh he zu a zlee bezañ kaset da benn er mizioù da zont, gant un astenn d’an enklask broadel adcheñchet. An ANSM en deus anzavet aotren ur yalc’had evit se, ur wech kadarnaet ar protokol kinniget gant ar Vrestadez hag ur skipailh enklaskerien7. « N’on ken nemet un dreuzell en enklask », eme Sidonie Révillon, «  anavezout a ran an ostilhoù, an hentennoù, met ret eo bodañ ur skipailh tro-dro d’ar c’hudennadurioù-se leviet gant arbennigourien war yec’hed an dud, ar pezh am boa spi da gavout en ur genlabourat gant tud Lyon. ».

P’emaomp o skrivañ ar pennad-mañ, eo bet desket ganeomp e krogo an enklask broadel e penn-kentañ 2023, hervez an DGS. Hag evit poent n’he deus ket roet aotre ar vinistrerezh da ginnigoù enklaskerez Brest. An div Vretonez a chom war evezh bras : ne lezint ket an traoù da dremen e-giz-se.

Un enklask savet gant Juliette Cabaço Roger ha Faustine Sternberg

Testenioù ar maouezed aterset a c’haller klevet dre podskignañ war lec’hienn Splann.

1 Yac’hadourez= thérapeute

2 Hilastaliñ = contraception

3 Anaoudel=cognitif

4 PRESENTATIONS COMITE DE SUIVI ESSURE 25 janvier 2022.pdf

5 Azon= symptômes

6 Protocole Essure multicentrique v1 060721 Final 1 (1)

7 Malad digant ar ministrerezh diwar-benn emvod an 20 a viz Mae

PENNAD STERNIET

« Kemeret e vezont evit merc’hed histerek »

Pennabeg kantreadenn hir gouzañvadezed Essure eo ne vez ket selaouet a-walc’h ar merc’hed gant ar c’hinekologiezh gall, a zo chomet bouzar d’o gloazioù.

En desped d’an eilefedoù niverus, nammus evit lod anezho a-wechoù, o deus talet gouzañvadezed Essure ouzh diseblanted, pe c’hoazh dispriz, ar c’hinekologourien.

E-giz Sophie. Goude 10 vloaz o c’houzañv he deus graet al liamm gant an emplantennoù Essure e 2020 met « ne vez ket sellet ouzh se en un doare sirius » gant he c’hinekologourez. « Lavaret he deus din : “forzh penaos, penaos e c’hellit prouiñ ez eo liammet ar c’hudennoù deskrivet ganeoc’h gant an emplantenn Essure ? M’ho peus c’hoant e tennfen anezho deoc’h e rin, met un oberatadenn aezamant an hini eo. “. »

Un diouer a eskemmoù a vez diskuilhet muioc’h-mui gant ar c’hevredigezhioù, evel ma oa bet gwelet gant an tabut tro-dro d’ar feulsterioù ginekologel1. N’eo ket souezhus eta e vefe niverus ar maouezed o tisplegañ n’o deus ket bet da zibab o doare hilastaliñ peurbad.  «Dleet o defe ar merc’hed gallout ober un dibab, kaout ur gwir diviz etre ar mezeg hag ar prederiad. An dro-spered dreistvougus-se zo da labourat warni. », a zielfenn an doktor Sylvain Bouquet.

An efed placebo

Ginekologourien zo a ra al liamm etre orin ar poanioù hag ehaña gant ar bilulenn : o foanioù benevel a vefe liammet gant koshadur ar mammog (adenomioz pe endometrioz e diabarzh ar mammog), kavet ingal gant merc’hed en tu all da 40 vloaz. « En em adkavout a reont gant azonoù a glot gant ar pezh a vez gant an holl. E penn un toullad maouezed eo deuet ar soñj e oa liammet gant an emplantenn Essure », eme ar c’helenner Hervé Fernandez, ginekologour hag ezel eus ar bodad Essur e Skolaj ar c’hinekologourien-amiegezour e Frañs (CNGOF).

An azonoù, ar mizioù poanius, ne zisplegont ket koulskoude an hollad eilefedoù dezrevellet gant gouzañvadezed an emplantennoù. Ul lodenn eus an dud a-vicher a gendalc’h da zifenn emplantennoù Essure memes tra. Ha kaout douetañs e testeni ar reuziadezed, evel an doktor Lopes a gav dezhañ eo bet levezonet un toullad bras eus ar glañvourezed gant ar « c’hazetennoù ». Ha santet o defe ur wellaenn goude ma oa bet tennet an emplantenn evit « doareoù bred-emzalc’h anat : pa vez ur vaouez o lakaat azonoù disheñvel war goust ur sistem bennak, ma tennit dezhi ar sistem, e c’hellit kaout ar pezh a vez graet an efed placebo anezhañ, da lavaret eo en deus bet ar bred e beadra hag e c’hell neuze mont an azon diwar wel. »

Maouezed prest da c’houzañv un histerektomiezh (dilemel o mammog) evit adpoanioù a-benn ar fin, pe kudennoù bred zoken ? « Un dispriz boutin a-walc’h a-benn ar fin », a anzav ar c’hinekologourez Thelma Linet, bet o labourat e Naoned e-pad pell : « Kustum e vezer n’eus forzh penaos : ar maouezed zo foll, en o fenn emañ-se, n’eus ket eus se. Un dra glasel eo e bed ar gineko, kemeret e vezont evit merc’hed histerek da gentañ-tout. ». Peadra da lakaat degadoù a viliadoù a c’houzañvadezed o deus ranket gouzañv seurt oberatadenn da vont en egar.

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like