Emplantennoù Essure [3/3]. Atebegezh an ensavadurioù

Heverk eo degouezh Essure war marc’had Europa ha Frañs eus ur sistem testeniekaat laosk. N’eo ket bet gouest an ANSM, pennadurezh yec’hedel c’hall, da herzel ouzh Essure gant e sistem evezhiañ. Setu trede lodenn enklask Splann war enplantennoù pistrius Essure.

Evit bezañ gwerzhet en Unaniezh Europa e rank an dafar mezegel tapout ar testeniekadur CE digant aozadurioù testeniekaat prevez. Ar re-se a vez paeet gant obererien ur produ bennak evit reiñ al label prizius « hep sellet re bizh » a zispleg ar gazetenn Le Monde en un enklask kaset da benn gant kenstroll etrebroadel ar c’hazetennerezh bet embannet e 2018. Un testeniekadur lezober muioc’h c’hoazh p’eo diazezet war ar studiadennoù roet gant ar broduerien o-unan. « Stern an testeniekadur  CE e-unan a lez un atebegezh vras – hag ur galloud da zibab diouzh ar soñj bras ivez a-wechoù – d’ar produer war meur a live. », eme ar gannaded Julien Borowczyk (LREM) ha Pierre Dharréville (NUPES) en o dezrevell kelaouiñ parlamantel1 rentet e miz Meurzh 2019. Komz a reont eus o zu eus « freuzstal klok ar sistem evezhiañ yec’hedel aotren lakaat war ar marc’had »2. Mankoù o deus tennet splet oute an embregerezhioù Conceptus ha Bayer goude, evit lakaat e gwerzh an emplantennoù hilastalañ peurbad Essure.

« Essure ne dapfe ket an testeniekadur hiziv»

Un arbennigour gall war an darbaroù mezegel – n’eus ket fellet dezhañ e vefe diskuliet e anv -, a lavar deomp eo gwall souezhet e vefe bet tapet an testiekadur CE gant an emplantennoù-se, goude lenn an dielloù diabarzh niverus, deuet da vezañ foran3 da-geñver prosezioù e Kalifornia e 2020 (douget ez eus bet klemm 27 000 gwech er stad-mañ diwar an 39 000 gwech e oa bet douget klemm gant maouezed abalamour d’un emplantenn er Stadoù-Unanet)4.

Ur juntr implijet da ober an emplantenn a ginnig terriñ pe mont da fall emezañ. « Ar juntroù a vez dindan gwaskoù mekanikel ingal gant fiñvoù munut ur wech emplantet er c’horf», a zispleg-eñ c’hoazh. Un elfenn all a souezh hon arbennigour : ne c’hall ket an emplantenn bezañ dilamet. Ur poent a oa bet lakaet war wel gant Uhelbennadurezh ar Yec’hed (HAS), he doa rakkinniget ne vefe implijet an emplantennoù-se nemet pa ne vije doare all ebet ken d’ober a-hend-all5.

Gallout a reomp notenniñ ivez diwar dielloù ar justis amerikan eo bet cheñchet lec’h fardañ meur a wech. En dielloù bet diguzhutaet e anzav an embregerezh Conceptus n’helle ket kadarnaat e touje e iskevraterien d’an normoù 6. Evit hon arbennigour ez eo simpl an traoù, « diglok e ooa an teuliad e-keñver live ar riskloù. Essure n’en dije ket gallet tapout an testeniekadur CE hiziv ».

Notennig an emplantenn Essure a geñverie an teknik-se ouzh gwriadenn ar c’horzennoù. Gwirioù : Guy Pichard.

Ar goulennoù-se zo bet savet ganeomp da Vayer. An embregerezh en deus lavaret deomp e oa « souezhet e vefe un den dianav o reiñ e soñj war an teuliad-mañ ». Ha dezho da reiñ ivez skouer an emplantennoù a vez lakaet e kalon an dud hag a zo enno tamm-pe-damm an hevelep re hag en emplantennoù Essure, « ha n’eus kudenn ebet ».

Savet hon eus goulennoù ouzh TÜV Sud ivez, en deus grataet an testeniekadur CE da Essure e 2002. E-keñver surentez an emplantennoù ez eus bet respontet deomp « roet hon eus an testeniekadur dezho, neuze respont d’ho koulenn zo anat ». Respont ebet a-berzh an NSAI (National Standards Authority of Ireland) en deus grataet an testeniekadur e 2013 avat.

Eilefedoù kuzhet gant an oberer

Desket e vez ivez en dielloù justis-se embannet en un doare foran n’eus bet treuzkaset nemet un dregantad izel-mat eus ar c’hlemmadennoù ha klemmoù a-berzh klañvourezed ha mezeien gant Conceptus ha Bayer da-heul. Er Stadoù-Unanet ez eo ouzhpenn 32.000 klemmadenn ha klemm n’int ket bet dezrevellet d’ar bennadurezh yec’hedel amerikan, an FDA (Food and drugs administration)7.

Sez Bayer e Lyon. Gwirioù Juliette Cabaço Roger.

Bayer a enrolle klemmadennoù pratikoù, met an darn vrasañ anezho ne oant ket diskêriet. Uhel-mat eo ar sifroù : adalek 2007 e kresk ar c’hlemmadennoù en un doare ingal bep miz. E 2008 an den karget d’ober war-dro ar c’hlemmoù dre vras e ti Conceptus a ro da c’houzout d’an embregerezh e vefe ezhomm eus un den ken nemet evit ober war dro Essure evit gallout talañ ouzh kresk ar c’hlemmoù. 

Etre miz Genver 2008 ha Mezheven 2010 en deus resevet Conceptus 16 581 klemm ha n’eus bet treuzkaset nemet 182 anezho d’ar pennadurezhioù yec’hedel. Etre Genver 2008 ha miz Mae 2013 en doa resevet an oberour 15 klemmadenn bemdez ent keitat ken nemet evit emplantennoù Essure8. « An niver a glemmadennoù a zo divent. Evidomp-ni, ma vez resevet klemmoù bemdez abalamour d’ur produ e talvez ez eus ur gudenn vras. », a zispleg hon arbennigour deomp. Abaoe 2010 ha 2013 da heul e c’houlenn an FDA digant Conceptus kreñvaat mererezh ar c’hlemmadennoù ha danevelliñ gwelloc’h an darvoudoù d’ar pennadurezhioù yec’hedel9.

Reizhabegiñ a ra Conceptus he c’hudennnoù merañ-se dre an  diouer a implijidi10. Un diell diabarzh da Vayer a ziskouez e ouie an implijidi e oa mankoù evit treuzkas ar gwallzarvoudoù hag o doa kemennet d’an embregerezh e c’hellfe degas ur harz da aotre an dafariad. Evezh Europa a oa bet sachet ivez : da heul ur strobad atersadennoù a ziskoueze ne oa ket bet treuzkaset gant Bayer an disterañ gwallzarvoud diwar 142, e tiviz an aozadur iwerzhonat NSAI (National standards authority of Ireland) lemel, d’an 10 a viz Gouere 2014, e-pad 90 devezh, an testeniekadur CE diwar an dafariad mezegel Essure. « Dav eo resisaat, ne oa ket ket, d’ar poent-se, lakaet an ANSM war evezh a-feur gant an darvoudoù-mañ », eme ministrerezh ar yec’hed gall en un diell justis11. An NSAI a c’houlenn titouroù ouzhpenn o kas an ehan testeniekadur da echuiñ ac’hann d’an 9 a viz Gwengolo 2014.

Un eil gwech e vo lakaet war evezh e 2015 : an ANSM a dreuzkas da Vayer un danvez-lizher a ro da c’houzout emañ an ANSM e soñj da dennañ Essure diwar ar marc’had goude bezañ bet enrollet 1000 eilefed gant 2 600 klañvourez bet emplantet an emplantennoù dezho. An c’hemennoù-diwall kentañ-mañ o dije ranket sachañ evezh ar pennadurezhioù gall. Koulskoude ne lavarint grik war gwerzh ar produ.

Abaoe 2008 en deus cheñchet an doare testeniekaat, kreñvaet eo bet. Met evel ma tispleg hor c’henseurted eus Le Monde, al lobierezh start a-berzh industriezh ar sektor en deus miret ouzh ur cheñchamant don da c’hoarvezout. Da skouer ez eus bet nac’het krouiñ un ajañs testiniekaat kreizennet ofisiel en defe miret a reiñ ar galloud-se da embregerezhioù prevez.

Digor-bras an nor da Essure e Frañs

E kenarroud laoskentez reolennel Europa, n’eo ket digeriñ bras dorioù ar marc’had d’an emplantennoù Essure eo a ra Frañs nemetken. En desped d’ar fazioù anat e teuliad an oberer [sellout ouzh al lodenn1], e vez digoret-bras an nor dezho gant un degemer c’hwek : ouzhpenn kaout un digesk a 5,5 % war an TGO1Taos war ar gwerzh ouzhpennet evit skoazellañ « an nevezinti mezegel», eo bet roet an aotre gant an HAS da resteurel penn-da-benn an holl vaouezed adalek 2012. Ken abred hag ar bloaz 2005 e oa restaolet emplantennoù Essure d’ar maouezed ne oa ket aliet dezho liammañ o c’horzennoù.

Berzh an emplantennoù a c’heller displegañ evit darn gant an interestoù arc’hant. Evit liamm ar c’horzennoù e ranker mont d’an ospital ha bezañ anesteziet penn-da-benn pa n’eus ezhomm nemet 15 munutenn, hep anesteziezh na mont d’an ospital evit an dafariad Essure. En un ali eus Bodad priziañ ar produioù hag oberioù en 2007, e pouez an HAS war ar splet emplantennoù Essure, ha dreist-holl « Un digresk war an niver a dud o vont d’an ospital », hag « un digresk war ar prantad ehan a-raok kaout oberiantizoù prevez pe micherel en-dro ».

Ha pa vije bet graet gant bolontez vat, reiñ tro d’an holl vaouezed da gaout an hilastaliñ peurbad ma kar dezho, an dibab bet graet da geñver an emplantenn-se a ranker enebiñ outañ diwar ar pezh zo c’hoarvezet da c’houde, hervez ar sifroù diwezhañ embannet gant ar pennadurezhioù yec’hedel, ez eo ouzhpenn 30.000 a dud bet emplantet o deus lakaet tennañ anezhi diwar goust koll o mammog hag o c’horzennoù, da lavaret eo tost da 15 % eus ar merc’hed gant un emplantenn e Frañs.

An ANSM, hag a zo sañset bezañ un diwaller, en defe gallet, en anv ar galloud polis yec’hedel en deus, herzel ouzh an dafar. Met evel ma c’hoarvez en Europa, evezhierezh an dafarioù mezegel gall – anvet matériovigilance pe danvezevezhiañs -, a zo pell a vezañ direbech.12. Un ali heñvel zo gant Thierry Thomas, an den e-karg eus an emplantennoù en ANSM : « gouzout a reomp n’eo ket ar matériovigilance ur boelladenn beurvat. Ne oa ket a-walc’h a titouroù ganeomp d’ar mare-se evit ma vefe lamet an emplantennoù eus ar marc’had ».

Ur sistem evezhiañ skort betek re

« An darn vrasañ eus an disklêriadennoù danvezevezhiañs a vez dielfennet gant ar pourvezer peogwir ez eo int-i an arbennigourien barrek d’en ober. », eme Yves Lurton, kenskriver rannvro an danvezevezhiañs e pennospital skol-veur -POS –  Roazhon. Disklêriadennoù dizingal, evel m’eo bet gwelet ganeomp . En em harpañ a ran an ANSM war an dud a-vicher evit rentañ kont eus an darvoudoù liammet gant an dafar mezegel, met ket hepken.

Tud all, ar genskriverien lec’hel, anvet er pennospitalioù, a renabl an diskleriadennoù efedoù angortozet. Daoust ma vez rediet an dud a-vicher e bed ar yec’hed da zisklêriañ kement degouezh grevus, n’eo ket heñvel evit an eilefedoù. Trawalc’h eo disklêriañ anezho dindan tri miz hep na vefe redi groñs ebet.13.

Setu, eta, ma anzav an darn vrasañ eus ar c’hinekologourien bet aterset ganeomp : ne vezont disklêriet nemet ral-ral a wech. « N’em eus ket bet titouroù resis war an doare da ober. Gouzout a ouzon eo ret disklêriañ met n’ouzon ket re penaos », eme ur c’hinekologourez eus Lille, Géraldine Giraudet. « Ezhomm zo tri c’hard eur evit ober un disklêriadenn, n’eo ket un teuliad bihan da leuniañ… », eme ar mezeg hollek Sylvain Bouquet, en deus kemeret perzh er Bodad Skiantel en doa priziet an dafariad Essure en 2017 ;

Evit Essure e c’heller kaout douetañs war efedusted disklêriañ an eilefedoù muioc’h c’hoazh pa vezont peurliesañ o tont war wel e lec’hioù disheñvel mat eus al lec’h ma oa bet preder (poan benn, divarregezh da virout troazhañ, kudennoù da sevel pe fiñval, ekzema, hag all …). « Neuze kemer tri c’hard eur evit un dra bennak ha “n’eo ket liammet…” », eme Sylvain Bouquet.

En em virout da zisklêriañ, diouer a amzer evit lod, anaoudegezh fall an doare da ober an disklêriadenn evit lod all… Ar c’henskriver lec’hel breton Yves Nurton a stad ez eus nebeutoc’h a zisklêriadennoù eget ma tlefe bezañ : « Ar vedisined ne ziskêriont ket ingal, a-wechoù e kav dezho eo lod eus an efedoù deskrivet- padal e tlefe bezañ disklêriet -, pe n’o deus ket c’hoant da ober paperajoù. » Ouzhpennañ a ra Thierry Thomas, an den e karg eus an emplantennoù en ANSM : « An darn vrasañ eus an efedoù zo bet diskleriet gant ar merc’hed he neket gant ar vezeien. Ral-tre eo ».

Roadennoù disfizius o deus kammet ar studiadennoù

En desped d’an isdisklêriañ anavezet mat, ez eo aet bodad skiantel berrbad an 19 a viz Ebrel 2017 bet anvet gant an ANSM (sellout ivez ouzh al lodenn 1) da harpañ hep tamm douetañs ebet war « ar bilañs roadennoù danvezevezhiañs », ma vez roet da c’houzout deomp ez eus 1 177 disklêriadenn o lakaat Essure e liamm gant ur falldegouezh, eus deroù ar bloaz 2003 betek miz C’hwevrer 2017. Ha setu an dezrevell da glozañ evel-hen « Roadennoù al lennegezh, an evezhierezh ha disoc’hoù ar studiadenn reuziadoniel 14, ouzhpenn 100 000 maouez enni, ne gavent ket abeg er c’hempouez gounidoù/ riskloù liammet ouzh an emplantenn-mañ ». 

An danevell kamm-se a vo pennabeg d’an ANSM bezañ chomet hep kemer diabennoù evit bevenniñ implij an emplantennoù Essure e Frañs. Kemend-all a glever eus tu Bayer a ro soñj deomp da c’houzout « n’eus ket bet anv gant an ANSM betek-henn eus elfennoù a lakfe en arvar ar c’hempouez gounidoù / riskloù evit emplantennoù Essure” ha dalc’hmat ez eus bet skignet keleier sklaer ha klok diwar-benn an emplantennoù en ur zoujañ d’al lezennoù ».

Hiziv, ne oar ket miliadoù a vaouezed e Frañs, moarvat, ez eus riskl bras e c’houzañfent eilefedoù gant an emplantennoù Essure o deus en o c’horf. Daoust ma oar ar pennadurezhioù piv eo ar maouezed gant seurt emplantennoù diwar roadennoù yec’hedel pep hini e nac’hont kelaouiñ anezho, kuit da lakaat anezho da vont e « breskenn», diouzh a lavar meur a c’hinekologour. « N’on ket evit gouzañv seurt prezeg », eme Sidonie Revillon, skiantourez eus Brest o labourat war dilerc’hioù seurt emplantennoù. « Piv a c’hell krediñ en un doare sirius ez aio ur vaouez da lakaat tennañ he mammog ken nemet evit hec’h aezamant, pe peogwir he deus douetañs traken ? ». 

Un enklask savet gant Juliette Cabaço Roger ha Faustine Sternberg

1p23 https://www.assemblee-nationale.fr/dyn/15/rapports/cion-soc/l15b1734_rapport-information

2P34 eus an teuliad

3https://www.publicjustice.net/hundreds-of-previously-hidden-documents-now-available-about-harmful-permanent-birth-control-device-essure/ DROPBOX OU TROUVER LES DOCS ; https://www.dropbox.com/sh/ohkyn5mlxy7oid9/AABmb07Xxml6ufODj1wvqYzPa?dl=0

4https://www.classaction.org/essure-lawsuit https://www.classaction.org/essure-lawsuit

5“La pose d’Essure par hystérécopie est réservée aux cas où l’abord coelioscopique est risqué. C’est la seule technique qui soit irréversible. Il s’agit d’une technique de dernier recours.” ANAES en 2003 den diell Avis de la Commision 31 mars 2004, Commission d’évaluation des produits et prestations

6[Doc de justice (1_Degen Dec ISO Defs MSJ_Valerie George_Essure FDA , page 67)]

7Mammenn source 1_Degen Dec ISO Defs MSJ_Valerie George_Essure FDA inspections descriptions.pdf) [p.52]

8[p105] [FDA Inspection Report_2011]_3_Gilde Dec ISO PL Frost Response and Opp to Defs MSJ

9[FDA Inspection Report_2011]_3_Gilde Dec ISO PL Frost Response and Opp to Defs MSJ

10[page 5 ] [Internal Audit 2008-CAPA]_Exs O-T to Graham SUPPLEMENTAL AND AMENDED DEC (5).pdf

11Pajenn 8 diell ministrerezh ar yec’hed e lez-varn velestradurel Lyon

13pajenn 41 an teuliad parlamantel https://www.assemblee-nationale.fr/dyn/15/rapports/cion-soc/l15b1734_rapport-information

16https://www.legifrance.gouv.fr/codes/section_lc/LEGITEXT000006072665/LEGISCTA000006196561/2004-08-08

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like