Un devezh kengred gant Morgan Large, kazetennerez a enklask war an agroindustriezh e Breizh

Ouzhpenn 500 a dud a oa en em vodet e Rostrenenn d’ar Meurzh 6 a viz Ebrel evit harpañ ar gazetennerez Morgan Large hag ur genseurtez alaman dezhi, o deus gouzañvet oberoù fallakr er sizhun dremenet.

Deuet e oa tud eus pep korn ar vro en dolpadeg kengred gant ar gazetennerez Morgan Large hag he c’henseurtez alaman ha galvet gant ar c’henstroll kazetennerien·ezed Kelaouiñ. Da greisteiz, eur abadenn “La petite lanterne” lusket gant Morgan Large war Radio Kreiz Breizh (RKB), eo bet tapet ar gaoz gant izili ar sindikad kazetenniñ SNJ (Syndicat national des journalistes) da gentañ hag ar c’henstroll Kelaouiñ war-lerc’h. Harz-labour a zo bet graet gant gopridi·adezed RKB, reoù ar pevar radio kevredigezhel e brezhoneg all ha kazetennerien·ezed Radio Breizh. “C’hoant hon oa da ziskouez da Morgan omp kengred ganti”, a zisplege Virginie Botrel, kenurzhierez RKB.

Prezegenn Morgan Large

“D’ar re a damall din foeltrañ skeudenn “kartenn-bost” Breizh en em zigarezan, met n’en em zigarezin ket da ober ma micher. Ar c’helaouiñ a zo ur mad hollek, evel ar gweledvaoù, an aer, ar sonerezh hag ar gwennilied a zo o paouez en em gavout”, eme Morgan Large.

Gwask war he labour enklask

Ouzhpenn he labour e RKB, e enklask Morgan Large en un doare emren e Breizh, war ar c’hludoù ramzel da skouer, pe ar skoazelloù arc’hant resevet gant an agroindustriezh. Abaoe miz Du 2020 ha skignadenn an teulfilm diwar-benn ar bezhin glas, Bretagne : une terre sacrifiée, e-lec’h ma tap ar gaoz, e vez harellet en he buhez prevez hag er radio. Resev a ra pellgomzadennoù dianv, gourdrouzoù marv, ha klasket o doa tud dont tre dre nerzh e burevioù RKB diouzh an noz e miz Kerzu 2020. Peadra da vezañ nec’het.

E miz Kerzu atav, e oa bet digoret kloued he loened du-hont e Groñvel : adkavet e oa bet he loened o kantren gant hec’h amezeien. Hag un nebeud sizhunvezhioù zo e oa en em silet tud en he zi dre guzh adarre ; klevet he doa trouzioù war porzh he zi, e-pad an noz. Betek-henn n’he doa ket ar gazetennerez douget klemm. Met d’ar Merc’her 31 a viz Meurzh he deus kavet ibiloù-houarn rod he c’harr-tan war al leur pa oa o vont kuit : un nebeud devezhioù ouzhpenn ha ne vefe ket tremenet hebioù d’ur gwallzarvoud.

Kenderc’hel da enklask

“Evit poent n’hon eus resevet respont pe lizher ebet digant al labourerien-douar, eme Virginie Botrel. Padal eo raktres ar radio reiñ ar gaoz d’an holl re o deus c’hoant da reiñ o soñj. Digor eo dorioù RKB evit komz eus pep tra”“Ur bern tud a zo nec’het gant an endro, yec’hed ar vugale, ar vro, diskar ar servijoù publik – muioc’h amañ eget e lec’h all – ha ne ouzont ket da belec’h mont da glask o zitouroù, a gendalc’h Morgan Large. Kollet int, ar santimant o deus n’eus den evit selaou anezho, hag evit sellet don er c’hudennoù. Ha kudennoù zo ! N’eo ket posupl chom hep ober tra na lavaret grik ebet. Komz eus ar c’hudennoù a zo an dra wellañ da ober ‘m eus aon.”

Diouzh an tu all, n’he deus ket poan o kavout sujedoù nevez : “tud a bellgomz d’ar radio evit goulenn digant ar gazetennerien mont da labourat war tachennoù resis. Ne c’hallan ket labourat war pep tra. Labour a zo er vro evit ar gazetennerien o deus c’hoant da enklask !”

 

Prezegenn Morgan Large a c’hallit selaou en-dro – e galleg – en he fezh amañ (a galite izel) :

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like