Metanerezh [3/4]. Koll-boued ar metanaat

Setu amañ trede rann enklask nevez Splann diwar-benn ar metanerezh. E plas boueta an dud hag al loened e vez pourvezet metanerezioù gant boued hag edaj. N’eo ket diaes d’al labourerien-douar mont hebiou d’al lezenn evit gounit «maiz enerjetek» forzh pegement. Truchañ a ro tro da c’hounit muioc’h a arc’hant, peogwir eo gopret gwelloc’h ar produiñ energiezh eget an desevel saout.

  • Boued a vez implijet evit produiñ gaz.
  • Evit gounit muioc’h-mui a vaiz gouestlet d’ar metanerezioù zo ezhomm eus un oberenn simpl evit tremen dreist d’al lezenn.
  • Aon zo ma’z afe Breizh da-heul Alamagn, e-lec’h ma vez kevezerez bras etre an trevadoù energetek hag ar re ouestlet da voueta an dud.
Abalamour d’ar brezel en Ukraina eo stennoc’h-stennañ ar surentez bouedel dre ar bed. Stenn ar jeu ivez gant an deseverien-loened er vro, a zo berr ar boued-chatal gante, ablamour d’ar sec’hor. Koulskoude, d’ar memes koulz, e Breizh ha Bro-C’hall, e vez produet boued… ha na voueto den, na tamm loen ebet. Laezh, avaloù-douar, ed pe vaiz… Kement-tra zo hag a vez implijet muioc’h-mui da broduiñ energiezh, lonket gant ar metanerezioù. Gante e vez produet metan, treuzfurmet da c’houde e tredan peotramant implijet dindan stumm gaz.
 
Sed aze ar pezh a vez graet gant embregerezh Tinerzh da skouer, bet krouet gant pemp labourer-douar eus ar Chapel-Nevez (Bro-Wened, 56). E-barzh he zeuliad, a lenner en enklask-foran, e tisplegont e vo « lakaet e-barzh [ar vetanerez] hañvouez ha teil hepken, is-produioù loened evel laezh pe produioù savet diwar laezh ha boued graet diwar loened o tont eus industriezhoù gounid-vouedel [agro-bouedel, NGAS] hepken (…)»
 
Met perak ‘ta digalzañ boued da broduiñ energiezh, padal e vez lakaet war wel alies-mat ar fed e vefe ar metanaat an diskoulm peurvat evit adimplijout hañvouez an disaverezioù, a zo ur bern anezho e Breizh ? Anat eo : rak an ed hag ar produioù-boued a zo kalz efedusoc’h da broduiñ metan eget an hañvouez. 
 
Evit-se e vez, da skwer, gwerzhet avaloù-douar d’ar metanerezioù gant an embregerezh Margaron SAS, e Roybon (Isère, Bro-C’hall). Bremañ, ar patatez, koulz ha boued all, a vez priziet diwar o barregezh da broduiñ metan, ha n’eo ket hepken diwar o ferzhioù bouedel ha yec’hedel. Memes tra gant ar maiz zo degouezhet e Breizh pa oa bet diorroet an desaverezh askoridik (ar sevel-loened iñtañsif).
 
Sañset n’eo ket maez-lezenn an doare-se d’ober, daoust ma vez krouet kevezerezh etre ar boueta tud hag ar produiñ metan. Gwerzhet e vez ar boued-se evel ma vefe «lastez», setu perak n’ez a ket a-enep d’al lezenn. Met, kement-mañ a za e-tu kontroll pennaenn (reolenn etik) ar metanaat, evel displeget gant Ministrerezh an treuzkemm ekologel : «metanerezioù labour-douar, da lâret eo metanerezioù «er menaj» ha ne reont ken nemet gant an distaol sevel loened (teil, hañvouez…)».
 
Anavezet eo ar riskl ez afe ar mod-se d’ober a-dreuz. Difennet-groñs eo gant Kod an endro e vefe skoet er metanerezioù re a blantennoù o tont eus «trevadoù-pennañ» (gounidegezhioù-pennañ) : n’eus ket droed da vont dreist da 15% eus ar pezh a vez lakaet e-barzh ar veol bep bloaz. Pezh zo o deus afer ar metanerezioù da vezañ pourvezet a-hed an devezh, dibaouez. Da zerc’hel gant al lusk e laka al labourerien-douar e-barzh trevadoù ha hañvouez eus o menajoù hag eus reoù all, ha bez-produioù an agro-industriezh. Met kreñv e c’hell bezañ an temptadur da implijout gounidoù-pennañ er metanerezioù, sañset da vezañ gouestlet d’an dud pe d’al loened, peogwir e vezont barrekoc’h o produiñ metan. Neuze ez eus bet kavet un doare da vont hebiou d’al lezenn…
 

Mont hebioù d’ar reolenn, buan hag aes

Setu arru an diskar-amzer e Breizh. Kroget eo an eost maiz da ensiloañ. War e lerc’h e vo hadet ur blantenn all evel an heiz hag ar segal gwinizh, hag a vo dastumet e-pad ar goañv. A-bouez-penn eo an treiñ an trevadoù-se evit ar pezh a-sell eus strujusted (pinvidigezh viologel) an douar, hag evit ar stourm a-enep klañvuzennoù (elfennoù dañjerus evit ar yec’hed)… hag evel-just evit ar gounidoù. Lod eus ar plant-se a vez implijet e boued an dud hag al loened, mez ivez da c’holeiñ ha gwareziñ an douaroù labour-douar. Met, da-heul al lezenn war an treuzkemm energetek e 2015 ez eus degouezhet ur stumm trevad all er parkeier : an trevad etre da broduiñ energiezh (Cive, e galleg « culture intermédiaire à vocation énergétique»)

Plantet ha dastumet etre daou drevad-pennañ e vez implijet ar Cive e-barzh ar metanerez labour-douar, ur wech bet graet ganti he labour gwareziñ an douaroù. Gallout a ra an nen lakaat ar c’hementad a Cive a gar er metanerez : n’eus bevenn ebet, ar pezh n’eo ket gwir gant an trevadoù-pennañ (maiz, kaol, heiz), a zo rediet da chom dindan 15% eus an danvez hollek a vez lakaet e-barzh ar veol.

Aze emañ an dalc’h. Gant un darn eus ar metanerezioù e tremener hebioù d’ar reolenn-se. Diaes eo lâret pet zo resis, ha seul ziaesoc’h eo gouzout gant an nebeud a gontrolloù a vez (da lenn : « Metanaat kousto pe gousto»). Met anavezet eo an dalc’h-mañ gant ar galloudoù publik, hag aes an touell d’ober.

N’eus ket droed gant an nen da lakaat re a edaj en e vetanizer peogwir eo un « trevad-pennañ» … Ma ! N’eus ken nemet disklêriañ an edaj er renabl « Cive» , a vez graet anezhi ivez «culture dérobée». Penaos ’ta ? Hadet e vez an edaj a-raok ar 15 a viz Mae, evel ar sorgo pe ar segal, ha renablet e vezont er rummad «trevadoù-pennañ» war lec’hienn internet an TelePAC (a zo un oberenn ret d’ober ma fell d’an nen tapout yalc’hadoù an Europa a vez roet ma vez doujet ouzh liesseurted an trevadoù). Ha da c’houde, adalek ar 15 a viz Mae, da lâret eo deiziad diwezhañ an disklêriadennoù war dTelePAC, setu hadet maiz, hag a vo lakaet er renabl «Cive», pe «eil trevad». Ne vo ket kemeret e kont ar maiz-se gant ar PAC… Met gallout a raio tapout yalc’hadoù digant an Ademe (Ajañs an endro ha mestroni an energiezh) a skoazell ar metanaat (40€/Mwe, beket 600 000 €).

Eostet tro-dro d’ar 15 a viz Gwengolo e c’hallo ar maiz-se bezañ chetet forz pegement er metanerez, hep riskl bezañ gourdrouzet ablamour ma‘z a dreist da vevenn ar 15%. Etre 80 ha 100 tonennad a vaiz a vez eosted dre zevezh-arat, peadra da bourveziñ aes ar metanerez.

« Paeañ a ra gwelloc’h ar produiñ energiezh eget ar produiñ boued »

«War ar memes tachenn, e-kerzh ar memes bloavezh, e c’heller lakaet daou drevad gouestlet d’ar metanerez, eme Rene Louail, bet desaver moc’h ha mouezh-aotreet-kozh Confederation Paysanne. Neuze e c’heller tapout yalc’hadoù ar PAC evit an trevad-pennañ, ha war an dro ar skoaziadoù publik evit ar Cive da geñver ar produiñ energiezh». Ha kemend-all vefe graet e menajoù zo eus e barrez, S. Vaeg, nepell eus Mur (22), eme ar sindikalour eus an tu-kleiz.
 
Da zDenis Cohan, desaver saout-laezh, moc’h ha yer bio e S. Jili (35), da gadarnaat : «Gwelet ‘vez muioc’h mui an doare-se d’ober e menajoù gant metanerezioù. (…) E penn-kentañ oa kaoz eus pourveziñ ar metanizerioù gant lastez-kêr : gevier eo, n’eus mann eus-se a vez lakaet e-barzh !»
 
«Diheñchet eo bet ar Cive a-benn magañ ar metanaat», eme Agnès Henry, e-kerzh un emvod gant Ministrerezh al Labour-Douar, aozet gant strollad labour war ar metanaat labour-douar ha gounez-vouedel, d’ar 6 a viz Gouere 2021. Hervez Agnès Henry, emañ ivez an hini e penn sindikad Coordianation Rurale Seine-ha-Marne (tu-dehoù), «an oberenn treiñ-trevad ha gwareziñ an douaroù ‘zo bet touellet gant politikerezh energetek ar zero karbon». Kadarnaet an traoù gant Charlotte Quénard, kargadez a gefridi e Kambr labour-douar Breizh : «Paeañ a ra gwelloc’h ar produiñ energiezh eget ar produiñ boued. Aze emañ ar gudenn pennañ. Gounezet e vez muioc’h a arc’hant o produiñ energiezh eget o produiñ boued».
 
Eus tu Ministrerezh al Labour-douar, Lea Molinie, kargadez a gefridi metanaat hag energiezhioù padus, he deus lâret splann, e-pad un emvod e miz Gouere 2021 (teuliad er voest du) : «n’eo ket al lezenn a-vremañ kap da vevenniñ implij ar Cive ha restachoù trevadoù er metanaat». Dezhi d’ober anv ivez d’an dud o deus muioc’h mui «aon muioc’h-muiañ e vefe diheñchet an douaroù labour-douar eus o fal-kentañ produiñ boued», hag «ankeniet gant ar c’hevezerezh da geñver implij ar boued-chatal etre ar metanerezioù hag ar magañ loened da vare ur sec’hor». E penn-kentañ miz Eost 2022, setu arru tro an FDSEA Il-ha-Gwilen da lakaat ar gaoz war dalc’hoù« kevezerezh da geñver implijoù ar maiz etre desaverien loened ha darn eus ar metanerezioù ».
 
Klasket ez eus bet gant un dekred (d’ar 4 a viz Eost 2022) skoilhañ ouzh an doare-se da vont dresit da reolenn ar 15%. Bremañ e vez graet « trevad-pennañ » eus n’eus forz peseurt trevad,  gant ma zo diouti war an dachenn d’ar 1a viz Even. Met n’eo ket strizh ar reolenn-se, hag e c’hallfe zoken lakaat traoù zo da falloc’h. «Ur maiz bet hadet d’an 2 a viz Even, sikouret gant enkasoù [produioù labour-douar, evel an temz ha pestisidoù, NGAS] ha dour, a c’hallfe neuze pourveziñ ur metanerezh hep tamm bevenn bet. Peadra a vo d’en em c’houlenn ma vo mat da asantiñ», embannet gant kazetenn La France Agricole, d’ar 5 a viz Eost.
 

800 devezh-arat evit pourveziñ ur metanerez

220906 - Splann ! Enquête méthanisation Proportion estimée de la surface agricole utile des intercommunalités exploitée pour la méthanisation en 2022 bzhg-min

Klikit evit ma vo brasoc’h 

Aze emañ an dalc’h, ur wech c’hoazh : produiñ maiz gouestlet d’ar metanerezioù a dalv «gounid muioc’h a arc’hant eget produiñ laezh pe ed gouestlet d’ar marc’had bouedel», eme Kuzul armerzhel, sokial hag endro ar rannvro, e-barz e rentañ-kont e miz Even 2021 diwar-benn ar boued e Breizh a-benn 2050.
 
Kreskiñ a ra an niver a drevadoù gouestlet d’ar metanaat. Peadra a oa bet diskoachet gant Kuzul Rannvro Breizh : « hervez rak-steuñv ar pourveziñ [trevadoù-pennañ gouestlet d’an energiezh, NGAS] o doa raksoñjet tost un hanter eus ar metanerezioù er menaj talvoudekaat an danvez-se gant ur sammad hollek a 6 000 tonenn danvez sec’h, da lâret eo 800 devezh-arat, ha 3% eus pouez hollek ar pourveziñ. Met gant lieskementad ar metanerezioù ha kresk ar c’hevezerezh war an danvez etre ar metanerezioù, e c’hallomp raksoñjal eo re-vihan ar sifroù-se». Setu ar pezh a zo bet skrivet gant dilennidi ar Rannvro, en un diviz d’ar 7 hag 8 a viz C’hwevrer 2019 war Steuñv Rannvroel Bevdolz («schéma régional biomasse», SRB)
 
Fell a rae da Rannvro Breizh mont pelloc’h eget reolenn ar 15% en hec’h-unan, e-barzh ar SRB. C’hoant he doa da vevenniñ an trevadoù gouestlet d’ar metanaat da 10% eus ar gorread labour-douar talvoudus (SAU, en galleg). Pezh zo, ne oa ket a-du Kambr al Labour-douar, ha setu goulennet groñs ganti ma vo lamet kuit an dra-mañ eus ar SRB, abalamour bezañ re strizh… Ha, marteze, peogwir e c’hallfe lakaat en arvar ar raktresoù : «Gwelet a reomp eo a-bouez kenañ, evit an tiez-bank e vefe skrivet er raktresoù [metanaat er menaj] e vo implijet trevadoù da bourveziñ ar metanerezioù. E-mod all emañ ar riskl e vefe nac’het gant an tiez-bank reiñ un amprest d’al labourerien-douar», eme Kambr al Labour-douar en un ali d’ar 14 a viz Eost 2019. Lâromp en ur mod all : a-benn tapout un amprest eo dav diskouez e vo gounezet plant evit produiñ energiezh.
 

Arabat ober ar fazioù zo bet graet e Alamagn

Hervez Andre Sergent, prezidant Kambr rannvroel al Labour-Douar, e vefe doujet ouzh reolennoù an trevadoù-pennañ. «Renerezh-rannvro an endro, an terkañ hag al lojeiz (DREAL) a ziskwel e vez, dre vras, implijet kalz nebeutoc’h evit ar 15% a drevadoù gouestlet d’ar metanaat e Breizh». Memes tra, en deus anzavet dilennad an FDSEA ez eus bet sachet evezh a-wechoù war diskredoù touelloù kod an endro, dre implij ar «Cive faos».
 
Soñjet e vez gant Kambr al Labour-douar eo efedus a-walc’h al lezenn evel m’emañ da skoilhañ ouzh ar c’hudennoù kevezerezh evel m’eo c’hoarvezet e Alamagn, e-lec’h m’eo kresket spontus ar gounid maiz evit pourveziñ ar metanerezioù. «Labourerien-douar zo a soñj dezhe emaint o vont da werzhañ o saout ha pennoù-moc’h da zont da vezañ metanerezioù, evel ma vez graet e Alamagn, eme Andre Sergent. Me ‘soñj din eo un hent fall da geñver ar sistem metanaat a fell din kat».
 
‘Pezh ‘zo e c’hallfe bout kemeret ar memes hent fall e Breizh hag an hini bet kemeret gant Alamagn, hervez ur studiadenn bet kaset da benn gant al labourva Ladyss (CNRS). Ederien (labourerien-douar a c’hounez edaj hepken) a zeufe da vezañ ar re nemeto kap da arc’hantaouiñ metanerezioù bras-tre. Gallout a rafe bezañ goulennet gante ivez ma vo lamet reolenn ar 15% kuit. Skrivet ez eus bet gant ar skiantourien : «Tostaat a rafe ar model gall d’ar model alaman, lec’h m’emañ an trevadoù gouestlet d’ar metanaat e-kreiz ar jeu, ar pezh a zigreskfe an doare d’an desaverien loened da liesaat o gounidoù arc’hant gant ar metanaat.» Dont a rafe an desaverien da vezañ «pourvezerien danvez aes d’ar metanerezioù perc’hennet gant tud all (industrielourien, ederien, ha kement-hini zo…), peadra da zigreskiñ an tu dezhe da dapout ur gopr reizh digant ar metanaat».

Raphaël Baldos

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like