Rekipeoù Klervi #17 : tartezenn sivi ha sitroñs

Disul e vo gouel ar mammoù, un digarez mat evit fardañ un dartezenn sivi ha sitroñs !

Penaos fardañ un dartezenn sivi ha sitroñs ? Displeget eo pep tra er video amañ dindan.

Aozennoù :

Evit ar pralinennoù roz

  • 70 gr dour
  • 80 gr sukr
  • 2 dakennad livuzenn boued ruz
  • 40 kraoñ-dimezell
*gallout a rit fardañ ar pralinennoù roz an deiz a-raok.

Evit an toaz

  • 250 gr bleud gwinizh
  • 50 gr bleud ed-du
  • 1/2 loaiad vihan holen
  • 3 loaiad vras sukr
  • 150 gr amann
  • 4 cl dour
*gallout a rit fardañ an toaz an deiz a-raok.

Evit ar prientad sitroñs

  • 4 sitroñs (3 evit ar rusk ha 4 evit ar chug (20 cl))
  • 3 vi
  • 125 gr sukr korz
  • 1 loaiad vras bleud maiz
  • 50 gr amann

Evit an dienn chantilly

  • 25 cl dienn liñvek gant 30% a zanvez druz
  • 13 gr sukr lindr

Evit kinklañ

  • 500 gr sivi
  • pralinennoù roz
  • sukr lindr

 

Prientiñ :

Evit ar pralinennoù roz

Lakait ar c’hraoñ-dimezell da grazañ er forn da 150 derez e-pad 15 munutenn.

Meskit ur wech an amzer.

Lakait an dour, ar sukr, al livuzenn hag ar c’hraoñ-dimezell en ur gastelodenn.

Lakait pep tra da virviñ war tan etre, ha dalc’hit da veskañ bepred.

Ur wech deuet tev ar siros tennit ar gastelodenn kuit eus an tan.

E-maez an tan meskit ar siros betek ma teufe da vezañ sec’h.

Adlakait ar gastelodenn war an tan bihan ha meskit.

Ar sukr sec’h a dalvezo da wiskañ ar chraoñ-dimezell.

Lakait ar pralinennoù war ur plad, dispartiit anezho hag o laoskit da yenaat.

Ur wech yen, mirit ar pralinennoù e-barzh ur pod.

Pralinennoù
Pralinennoù
Evit an toaz

Meskit an daou vleud gant an holen hag ar sukr.

Ouzhpennit an amann ha bruzunit anezhañ gant an daouarn, betek ma vo sabret ar meskaj.

Grit ur puñs ha skuilhit an dour.

Meskit betek stummañ un toaz.

Lakait an toaz war baper film ha lakait anezhañ er yenerez e-pad 15 munutenn.

Ledanit an toaz ha lakait en ur voull tartez.

Pikit an toaz gant ur fourchetezenn.

Lakait er forn tommet da 180 derez e-pad 20 munutenn.

Poazhet an toaz
Poazhet an toaz
Evit ar prientad sitroñs

Diruskit tri sitroñs ha gwaskit ar pevar sitroñs evit kaout 20 cl chug.

Gwennit ar vioù gant ar sukr korz.

Ouzhpennit ar bleud maiz ha meskit.

Evit echuiñ ouzhpennit ar ruskoù sitroñs ha meskit.

Lakait ar chug sitroñs en ur gastelodenn ha lakait anezhañ da virviñ.

Ouzhpennit ar chug war ar vioù ha meskit gant nerzh.

Lakait ar prientad er gastelodenn ha laoskit da devaat war an tan bihan en ur zerc’hel da veskañ bepred.

Laoskit ar prientad da glouaraat un nebeud munutennoù.

Ouzhpennit an amann ha meskit.

Lakait ar prientad war an toaz ha lakait er yenerez e-pad un eurvezh.

Prest ar prientad sitroñs
Prest ar prientad sitroñs
Evit an dienn chantilly

Basit an dienn liñvek hag ar sukr lindr betek kaout un dienn chantilly.

Ouzhpennit ar chantilly war ar prientad sitroñs.

Ouzhpennit ar chantilly d'ar prientad
Ouzhpennit ar chantilly d’ar prientad
Evit ar c’hinkladur

Troc’hit pep sivienn e div ha lakait anezho war an dartezenn.

Ouzhpennit ar pralinennoù roz.

Hag evit echuiñ, ouzhpennit ar sukr lindr.

Setu kinklet ar wastell
Setu kinklet ar wastell !

Kalon vat deoc’h !


Rekipeoù Klervi all dre amañ.

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù